Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 76

Salmoù - Salm 76


Salm 76



Ps 76, 1 : D’ar mestr-kaner. War gerdin. Salm. Eus Asaf. Kanenn.

Dieu s'est fait connaître en Juda ; en Israël, son nom est grand. Ps 76, 2 : An Aotrou Doue a zo en em ziskleriet e Youda, en Israel eo bras e anv.

A Salem il a fixé sa tente, et sa demeure à Sion. Ps 76, 3 : E Salem emañ e deltenn, hag e chomadur e Sion.

Ici, il a brisé les traits de l'arc, l'épée, le bouclier et la guerre. Ps 76, 4 : Eno en deus brevet ar biroù luc’hedus, ar skoed, ar c’hleze, an armoù.

Magnifique, toi, tu resplendis au-dessus d'une montagne de butin. Ps 76, 5 : Deuet ez oc’h-c’hwi eus ar menezioù peurbadel, leun a splannder ha galloudek.

Les voici dépouillés, ces guerriers, endormis, tous ces braves aux mains inertes. Ps 76, 6 : Dibourc’het eo bet ar vrezelourien galonek, e-pad m’edont o kousket, ar re gadarn o deus kollet o nerzh.

Sous ta menace, Dieu de Jacob, le char et le cheval se sont figés. Ps 76, 7 : Gant ho kourdrouz, Doue Yakob, eo chomet saouzanet ar c’hirri ar c’hezeg.

Toi, tu es le redoutable ! Qui tiendra sous les coups de ta fureur ? Ps 76, 8 : Spouronus oc’h-c’hwi, ha piv a c’hell padout, dirak nerzh ho kounnar ?

Des cieux, tu prononces le verdict ; la terre a peur et se tait Ps 76, 9 : Eus an neñv hoc’h eus kemennet ho setañs; an douar spontet a zo chomet dilavar,

quand Dieu se lève pour juger, pour sauver tous les humbles de la terre. Ps 76, 10 : p’eo savet Doue evit rentañ justis, evit salviñ holl dud vihan an douar.

La colère des hommes te rend gloire quand les survivants te font cortège. Ps 76, 11 : Rak fulor an dud a ya d’ho meuliñ, ha gant an nemorant a fulor en em c’hourizit.

Faites des voeux et tenez vos promesses au Seigneur votre Dieu ; vous qui l'entourez, portez votre offrande au redoutable. Ps 76, 12 : Grit gouestloù, akuitit anezho d’an Aotrou ho Toue, degasit profoù d’ar Spouronus, c’hwi holl en-dro dezhañ,

Il éteint le souffle des princes, lui, redoutable aux rois de la terre ! Ps 76, 13 : eñ hag a dorr lorc’hentez ar Briñsed, eñ spouronus evit rouaned an douar.