Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 119

Salmoù - Salm 119


Salm 119



Heureux les hommes intègres dans leurs voies qui marchent suivant la loi du Seigneur ! Ps 119, 1 : Allelouia. Evurus ar re a vez dinamm o hent, a gerzh gant lezenn an Aotrou.

Heureux ceux qui gardent ses exigences, ils le cherchent de tout coeur ! Ps 119, 2 : Evurus ar re a vir e urzhioù, a glask anezhañ a greiz o c’halonoù.

Jamais ils ne commettent d'injustice, ils marchent dans ses voies. Ps 119, 3 : Ar re na reont ket an droug, a gerzh avat gant e hentoù.

Toi, tu promulgues des préceptes à observer entièrement. Ps 119, 4 : Roet hoc’h eus deomp hoc’h urzhioù ma virimp anezho gant aked.

Puissent mes voies s'affermir à observer tes commandements ! Ps 119, 5 : Ra vezo neuze divrall va c’hammedoù o terc’hel d’ho kemennadurioù !

Ainsi je ne serai pas humilié quand je contemple tes volontés. Ps 119, 6 : Nann, n’em bezo ket a geuz, o teurel evezh ouzh hoc’h holl c’hourc’hemennoù.

D'un coeur droit, je pourrai te rendre grâce, instruit de tes justes décisions. Ps 119, 7 : Ho meuliñ a rin e reizhded va c’halon, pa zeskin justis ho parnedigezhioù.

Tes commandements, je les observe : ne m'abandonne pas entièrement. Ps 119, 8 : Ho kemennadurioù, me fell din o mirout, n’am dilezit ket da virviken. Bet

Comment, jeune, garder pur son chemin ? En observant ta parole. Ps 119, 9 : Penaos e viro dinamm an den yaouank e gammedoù ? Dre zerc’hel d’ho komzoù.

De tout mon coeur, je te cherche ; garde-moi de fuir tes volontés. Ps 119, 10 : A greiz va c’halon ho klaskan, n’am lezit ket da vont er-maez eus ho kourc’hemennoù.

Dans mon coeur, je conserve tes promesses pour ne pas faillir envers toi. Ps 119, 11 : E don va c’halon e viran ho lavar, gant aon da bec’hiñ a-enep deoc’h.

Toi, Seigneur, tu es béni : apprends-moi tes commandements. Ps 119, 12 : Benniget ez oc’h-c’hwi, Aotrou, deskit din ho kemennadurioù.

Je fais repasser sur mes lèvres chaque décision de ta bouche. Ps 119, 13 : Gant va muzelloù e tibunan holl varnedigezhioù ho kenou.

Je trouve dans la voie de tes exigences plus de joie que dans toutes les richesses. Ps 119, 14 : Gant hent ho testenioù e kavan muioc’h a levenez eget gant holl deñzorioù ar bed.

Je veux méditer sur tes préceptes et contempler tes voies. Ps 119, 15 : War hoc’h urzhioù e fell din prederiata ha stagañ va sell ouzh hoc’h hentoù.

Je trouve en tes commandements mon plaisir, je n'oublie pas ta parole. Ps 119, 16 : En ho tivizoù e kavan va dudi, ne fell ket din ankouaat ho komzoù.

Sois bon pour ton serviteur, et je vivrai, j'observerai ta parole. Ps 119, 17 : Grit al levenez-mañ d’ho servijer : va lakait da vevañ ma virin ho komzoù.

Ouvre mes yeux, que je contemple les merveilles de ta loi. Ps 119, 18 : Digorit va daoulagad, maz arvestin pegen burzhudus eo ho lezenn.

Je suis un étranger sur la terre ; ne me cache pas tes volontés. Ps 119, 19 : Un tremeniad ez eus ac’hanon war an douar, na guzhit ket ouzhin ho kourc’hemennoù.

Mon âme a brûlé de désir en tout temps pour tes décisions. Ps 119, 20 : Debret eo va ene gant ar c’hoant d’en em stagañ dalc’hmat ouzh ho parnedigezhioù.

Tu menaces les orgueilleux, les maudits, ceux qui fuient tes volontés. Ps 119, 21 : Gourdrouz a rit an dud lorc’hus, ar re villiget a dro diwar ho kourc’hemennoù.

Épargne-moi l'insulte et le mépris : je garde tes exigences. Ps 119, 22 : Pellait diouzhin ar vezh hag an dismegañs, rak miret em eus ho testenioù.

Lorsque des grands accusent ton serviteur, je médite sur tes ordres. Ps 119, 23 : P’emañ ar briñsed o tivizout a-enep din, emañ spered ho servijer gant ho kemennadurioù.

Je trouve mon plaisir en tes exigences : ce sont elles qui me conseillent. Ps 119, 24 : Ya, va dudi eo ho testenioù, ha va c’huzuliañ a ra ho kemennadurioù.

Mon âme est collée à la poussière ; fais-moi vivre selon ta parole. Ps 119, 25 : Ouzh ar poultr emañ peg va ene ; va lakait da advevañ gant ho lavar.

J'énumère mes voies : tu me réponds ; apprends-moi tes commandements. Ps 119, 26 : Va hentoù am eus diskleriet deoc’h ha va selaouet hoc’h eus, deskit din ho kemennadurioù.

Montre-moi la voie de tes préceptes, que je médite sur tes merveilles. Ps 119, 27 : Va lakait da gompren hent ho mennantezioù, ma prederiin war ho purzhudoù.

La tristesse m'arrache des larmes : relève-moi selon ta parole. Ps 119, 28 : Va ene a skuilh daeroù en e c’hlac’har ; va adsavit gant ho lavar.

Détourne-moi de la voie du mensonge, fais-moi la grâce de ta loi. Ps 119, 29 : Va distroit diouzh hent ar gaou, roit din ar c’hras da zerc’hel d’ho lezenn.

J'ai choisi la voie de la fidélité, je m'ajuste à tes décisions. Ps 119, 30 : Hent ar wirionez am eus dibabet, en em dreiñ a ran ouzh ho parnedigezhioù.

Je me tiens collé à tes exigences ; Seigneur, garde-moi d'être humilié. Ps 119, 31 : Ouzh hoc’h urzhioù en em stagan, Aotrou ; n’am lezit ket da gaout keuz.

Je cours dans la voie de tes volontés, car tu mets au large mon coeur. Ps 119, 32 : En hent ho kourc’hemennoù e redan, pa roit nerzh d’am c’halon.

Enseigne-moi, Seigneur, le chemin de tes ordres ; à les garder, j'aurai ma récompense. Ps 119, 33 : Deskit din, Aotrou, hent ho kemennadurioù, ma virin anezhañ betek ar penn.

Montre-moi comment garder ta loi, que je l'observe de tout coeur. Ps 119, 34 : Roit din furnezh ma talc’hin d’ho lezenn, ma chomin stag outi a greiz va c’halon.

Guide-moi sur la voie de tes volontés, là, je me plais. Ps 119, 35 : Va renit e gwenodenn ho kourc’hemennoù, rak enni emañ va flijadur.

Incline mon coeur vers tes exigences, non pas vers le profit. Ps 119, 36 : Dougit va c’halon war-zu ho testenioù, ha n’eo ket etrezek an arc’hant.

Détourne mes yeux des idoles : que tes chemins me fassent vivre. Ps 119, 37 : Distroit va daoulagad diouzh an touelladurioù, va lakait da vevañ en hoc’h hentoù.

Pour ton serviteur accomplis ta promesse qui nous fera t'adorer. Ps 119, 38 : Evit ho servijer kasit da benn ho promesa, an hini hoc’h eus graet d’ar re a zouj deoc’h.

Détourne l'insulte qui m'effraie ; tes décisions sont bienfaisantes. Ps 119, 39 : Pellait diouzhin an dismegañs am eus aon razi, rak ho parnedigezhioù a zo va dudi.

Vois, j'ai désiré tes préceptes : par ta justice fais-moi vivre. Ps 119, 40 : C’hoant bras am eus da seveniñ hoc’h urzhioù, hervez ho justis roit din buhez.

Que vienne à moi, Seigneur, ton amour, et ton salut, selon ta promesse. Ps 119, 41 : Ra zeuio warnon ho madelezh, Aotrou, ho silvidigezh hervez ho promesa.

J'aurai pour qui m'insulte une réponse, car je m'appuie sur ta parole. Ps 119, 42 : Hag e respontin d’ar re am dismegañs, rak fiziañs am eus en ho lavar.

N'ôte pas de ma bouche la parole de vérité, car j'espère tes décisions. Ps 119, 43 : Na dennit ket eus va genou ar gomz a wirionez, rak en ho parnedigezhioù emañ va goanag.

J'observerai sans relâche ta loi, toujours et à jamais. Ps 119, 44 : Mirout a rin ho lezenn atav, dalc’hmat ha da viken.

Je marcherai librement, car je cherche tes préceptes. Ps 119, 45 : Kerzhout a ran er frankiz, dre ma klaskan ho mennantez.

Devant les rois je parlerai de tes exigences et ne serai pas humilié. Ps 119, 46 : Embann a rin ho testenioù dirak ar rouaned hep tamm mezh ebet.

Je trouve mon plaisir en tes volontés, oui, vraiment, je les aime. Ps 119, 47 : En ho kourc’hemennoù emañ va dudi, enno emañ va holl garantez.

Je tends les mains vers tes volontés, je les aime, je médite sur tes ordres. Ps 119, 48 : Sevel a rin va daouarn war-zu ho kourc’hemennoù, ha war ho kemennadurioù e prederiin.

Rappelle-toi ta parole à ton serviteur, celle dont tu fis mon espoir. Ps 119, 49 : Ho pezet soñj ouzh ho lavar d’ho servijer, hoc’h eus roet din goanag gantañ.

Elle est ma consolation dans mon épreuve : ta promesse me fait vivre. Ps 119, 50 : Setu va frealz e-kreiz va glac’har, e tegas ho lavar buhez din.

Des orgueilleux m'ont accablé de railleries, je n'ai pas dévié de ta loi. Ps 119, 51 : An dud lorc’hus a ra goap ac’hanon leizh o genaouioù, met ne ziheñchan ket diwar ho lezennoù.

Je me rappelle tes décisions d'autrefois : voilà ma consolation, Seigneur. Ps 119, 52 : Eus ho parnedigezhioù a-wechall em eus soñj, Aotrou, ha setu me frealzet.

Face aux impies, la fureur me prend, car ils abandonnent ta loi. Ps 119, 53 : Fulor a grog ennon pa welan ar re fallakr o tilezel ho lezenn.

J'ai fait de tes commandements mon cantique dans ma demeure d'étranger. Ps 119, 54 : Ho kemennadurioù a vez kanennoù evidon er vro-mañ ma tremenan enni, pirc’hirin.

La nuit, je me rappelle ton nom pour observer ta loi. Ps 119, 55 : En noz em bez soñj ouzh hoc’h anv, ya, sentiñ a ran ouzh ho lezennoù.

Ce qui me revient, Seigneur, c'est de garder tes préceptes. Ps 119, 56 : Sed amañ un dra a zo din-me : mirout bepred ho polontez.

Mon partage, Seigneur, je l'ai dit, c'est d'observer tes paroles. Ps 119, 57 : Va lod, en lavaret em eus, Aotrou, a zo mirout ho komzoù.

De tout mon coeur, je quête ton regard : pitié pour moi selon tes promesses. Ps 119, 58 : A holl galon e pedan ho madelezh ; ho pezet truez ouzhin hervez ho promesa.

J'examine la voie que j'ai prise : mes pas me ramènent à tes exigences. Ps 119, 59 : Teurel a ran evezh ouzh an hent a heulian evit mirout va zreid en ho testenioù.

Je me hâte, et ne tarde pas, d'observer tes volontés. Ps 119, 60 : Hastañ a ran, hep termal, kas da benn ho kourc’hemennoù.

Les pièges de l'impie m'environnent, je n'oublie pas ta loi. Ps 119, 61 : An dud fallakr a glask va fakañ en o lasoù, met n’ankounac’haan ket ho lezenn.

Au milieu de la nuit, je me lève et te rends grâce pour tes justes décisions. Ps 119, 62 : E-kreiz an noz e savan d’ho meuliñ evit reizhded ho parnedigezhioù.

Je suis lié à tous ceux qui te craignent et qui observent tes préceptes. Ps 119, 63 : Keneil ez on da gement hini a zouj deoc’h, da gement hini a vir hoc’h urzhioù.

Ton amour, Seigneur, emplit la terre ; apprends-moi tes commandements. Ps 119, 64 : Gant ho madelezh, Aotrou, emañ leun an douar; deskit din ho kemennadurioù.

Tu fais le bonheur de ton serviteur, Seigneur, selon ta parole. Ps 119, 65 : Graet hoc’h eus vad d’ho servijer, hervez ho lavar, Aotrou.

Apprends-moi à bien saisir, à bien juger : je me fie à tes volontés. Ps 119, 66 : Deskit din skiant-vat ha furnezh, rak feiz am eus en ho kourc’hemennoù.

Avant d'avoir souffert, je m'égarais ; maintenant, j'observe tes ordres. Ps 119, 67 : A-raok anaout ar glac’har em boa kerzhet a-dreuz ; bremañ avat e talc’han d’ho lavar.

Toi, tu es bon, tu fais du bien : apprends-moi tes commandements. Ps 119, 68 : C’hwi a zo mat ha madelezhus, deskit din ho kemennadurioù.

Des orgueilleux m'ont couvert de calomnies : de tout coeur, je garde tes préceptes. Ps 119, 69 : Tud faeüs a glask va stlabezañ gant o gevier, me avat, a-greiz kalon a vir hoc’h urzhioù.

Leur coeur, alourdi, s'est fermé ; moi, je prends plaisir à ta loi. Ps 119, 70 : Stouvet eo o c’halonoù ha c’hwezhet gant an druzoni, me avat, en ho lezenn emañ va dudi.

C'est pour mon bien que j'ai souffert, ainsi, ai-je appris tes commandements. Ps 119, 71 : Un dra vat eo bet evidon anaout ar glac’har, ha deskiñ reizhder ho kemennadurioù.

Mon bonheur, c'est la loi de ta bouche, plus qu'un monceau d'or ou d'argent. Ps 119, 72 : Evidon eo priziusoc’h lezenn ho kenoù eget aour hag arc’hant a-vernioù.

Tes mains m'ont façonné, affermi ; éclaire-moi, que j'apprenne tes volontés. Ps 119, 73 : Ho taouarn o deus graet ha stummet ac’hanon ; roit din skiant-vat da zeskiñ ho kourc’hemennoù.

A me voir, ceux qui te craignent se réjouissent, car j'espère en ta parole. Ps 119, 74 : Ho tud fidel a vez laouen ouzh va gwelout, dre m’am eus fiziañs en ho lavar.

Seigneur, je le sais, tes décisions sont justes ; tu es fidèle quand tu m'éprouves. Ps 119, 75 : Gouzout a ran, Aotrou, eo just ho parnedigezhioù, hag ez eo gant gwir abeg hoc’h eus va c’hastizet.

Que j'aie pour consolation ton amour selon tes promesses à ton serviteur ! Ps 119, 76 : Met bremañ, en ho madelezh, va frealzit, hervez ho promesa d’ho servijer.

Que vienne à moi ta tendresse, et je vivrai : ta loi fait mon plaisir. Ps 119, 77 : Ra zeuio din ho kras da rentañ din buhez, rak ho lezenn a zo va dudi.

Honte aux orgueilleux qui m'accablent de mensonges ; moi, je médite sur tes préceptes. Ps 119, 78 : Mezh d’an dud lorc’hek a sko ganin o gevier, me hag a breder war ho mennantezioù.

Qu'ils se tournent vers moi, ceux qui te craignent, ceux qui connaissent tes exigences. Ps 119, 79 : Ra ’n em droio war-zu ennon ho tud fidel, ar re a anav ho testenioù.

Que j'aie par tes commandements le coeur intègre : alors je ne serai pas humilié. Ps 119, 80 : Ra chomo va c’halon peurvat en ho kemennadurioù, evit n’am bezo morse da ruziañ.

Usé par l'attente du salut, j'espère encore ta parole. Ps 119, 81 : Klañv emañ va c’halon dre forzh c’hoantaat ho skoazell, en ho lavar emañ va goanag.

L'oeil usé d'attendre tes promesses, j'ai dit : « Quand vas-tu me consoler ? » Ps 119, 82 : Klañv emañ va daoulagad dre forzh c’hoantaat ho promesa : « Pegoulz e teuiot d’am frealziñ ? ».

Devenu comme une outre durcie par la fumée, je n'oublie pas tes commandements. Ps 119, 83 : Evel ur sac’h-lêr o tisec’hañ er moged emaon ; met evit se n' ankounac’haan ket ho kemennadurioù.

Combien de jours ton serviteur vivra-t-il ? quand jugeras-tu mes persécuteurs ? Ps 119, 84 : Pegeit e lezot ho servijer da c’hortoz ? Pegoulz ho parnedigezh a-enep d’am heskinerien ?

Des orgueilleux ont creusé pour moi une fosse au mépris de ta loi. Ps 119, 85 : Tud lorc’hek o deus toullet fozioù dirazon, ar re na sentont ket ouzh ho lezenn.

Tous tes ordres ne sont que fidélité ; mensonge, mes poursuivants : aide-moi ! Ps 119, 86 : Hogen gwirionez eo hoc’h holl c’hourc’hemennoù ; pa vezan heskinet e gaou, va sikourit.

Ils ont failli m'user, me mettre à terre : je n'ai pas abandonné tes préceptes. Ps 119, 87 : War-bouez nebeut o divije va skubet a-ziwar an douar, me avat n’em eus ket dilezet hoc’h urzhioù.

Fais-moi vivre selon ton amour : j'observerai les décrets de ta bouche. Ps 119, 88 : Hervez ho madelezh va dalc’hit e buhez, ma virin reizhadurioù ho kenoù.

Pour toujours, ta parole, Seigneur, se dresse dans les cieux. Ps 119, 89 : Da holl viken, Aotrou, e chom ho lavar digemm en Ñeñvoù.

Ta fidélité demeure d'âge en âge, la terre que tu fixas tient bon. Ps 119, 90 : A rummad da rummad e chom ho fealded ; diazezet hoc’h eus an douar, hag e talc’h.

Jusqu'à ce jour, le monde tient par tes décisions : toute chose est ta servante. Ps 119, 91 : Hervez ho tivizoù e pad kement a zo, rak ar bed a-bezh a zo en ho servij.

Si je n'avais mon plaisir dans ta loi, je périrais de misère. Ps 119, 92 : Paneve d’ho lezenn bezañ bet va dudi, e vijen aet da goll em reuzeudigezh.

Jamais je n'oublierai tes préceptes : par eux tu me fais vivre. Ps 119, 93 : Nann, biken n’ankounac’hain hoc’h urzhioù, rak ganto e roit din buhez.

Je suis à toi : sauve-moi, car je cherche tes préceptes. Ps 119, 94 : Deoc’h ez on, va salvit, Aotrou, rak hoc’h urzhioù a glaskan.

Des impies escomptent ma perte : moi, je réfléchis à tes exigences. Ps 119, 95 : An dud fallakr am ged d’am c’has da goll ; met bepred e taolan evezh ouzh ho testenioù.

De toute perfection, j'ai vu la limite ; tes volontés sont d'une ampleur infinie. Ps 119, 96 : Ur fin a welan da gement a zo peurvat, n’eus nemet ho kourc’hemenn a vefe didermen.

De quel amour j'aime ta loi : tout le jour je la médite ! Ps 119, 97 : Na karout a ran ho lezenn, Aotrou ; a-hed an deiz e prederian warni.

Je surpasse en habileté mes ennemis, car je fais miennes pour toujours tes volontés. Ps 119, 98 : Furoc’h eget va enebourien ez on-me, rak ganin emañ bepred ho kourc’hemennoù.

Je surpasse en sagesse tous mes maîtres, car je médite tes exigences. Ps 119, 99 : Poellekoc’h eget va holl gelennerien ez on-me, rak ho testenioù a zo danvez va emsoñj.

Je surpasse en intelligence les anciens, car je garde tes préceptes. Ps 119, 100 : Poellekoc’h eget an dud kozh ez on-me, dre ma talc’han d’hoc’h urzhioù.

Des chemins du mal, je détourne mes pas, afin d'observer ta parole. Ps 119, 101 : Distreiñ a ran va zreid diouzh hentoù an droug, evit mirout ho lavarioù.

De tes décisions, je ne veux pas m'écarter, car c'est toi qui m'enseignes. Ps 119, 102 : Ne ziroudan ket diwar ho parnedigezhioù, rak c’hwi eo an hini am c’helenn.

Qu'elle est douce à mon palais ta promesse : le miel a moins de saveur dans ma bouche ! Ps 119, 103 : Pegen c’hwek d’am staoñ eo ho lavar, c’hwekoc’h eget mel d’am genoù.

Tes préceptes m'ont donné l'intelligence : je hais tout chemin de mensonge. Ps 119, 104 : Gant ho kourc’hemennoù e teuan speredek ; setu perak e kasaan holl hentoù ar gaou.

Ta parole est la lumière de mes pas, la lampe de ma route. Ps 119, 105 : Ul lamp eo ho lavar evit va c’hammedoù, ur gouloù evit va gwenodenn.

Je l'ai juré, je tiendrai mon serment, j'observerai tes justes décisions. Ps 119, 106 : Ul le am eus graet ha derc’hel a rin dezhañ : mirout holl varnedigezhioù ho justis.

J'ai vraiment trop souffert, Seigneur ; fais-moi vivre selon ta parole. Ps 119, 107 : Pa vezan glac’haret dreist-muzul, Aotrou, rentit buhez din hervez ho lavar.

Accepte en offrande ma prière, Seigneur : apprends-moi tes décisions. Ps 119, 108 : Aotrou, degemerit profadenn va fedenn, ha deskit din ho parnedigezhioù.

A tout instant j'expose ma vie : je n'oublie rien de ta loi. Ps 119, 109 : Va buhez a vez dalc’hmat en argoll, met n' ankounac’han ket ho lezenn.

Des impies me tendent un piège : je ne dévie pas de tes préceptes. Ps 119, 110 : Tud fallakr o deus stegnet evidon o lasoù, met ne ziheñchan ket diwar hoc’h urzhioù.

Tes exigences resteront mon héritage, la joie de mon coeur. Ps 119, 111 : Va hêrezh da holl viken eo ho testenioù. int hag a zo levenez va c’halon.

Mon coeur incline à pratiquer tes commandements : c'est à jamais ma récompense. Ps 119, 112 : Douget em eus va c’halon da seveniñ ho kemennadurioù, da holl viken betek ar fin.

Je hais les coeurs partagés ; j'aime ta loi. Ps 119, 113 : Kasaat a ran ar c’halonoù daoudu, karout a ran ho lezenn.

Toi, mon abri, mon bouclier ! j'espère en ta parole. Ps 119, 114 : C’hwi eo va repu ha va difenn, emañ va goanag en ho lavar.

Écartez-vous de moi, méchants : je garderai les volontés de mon Dieu. Ps 119, 115 : Pellait diouzhin, c’hwi holl, oberourien an droug, me a fell din mirout gourc’hemennoù va Doue.

Que ta promesse me soutienne, et je vivrai : ne déçois pas mon attente. Ps 119, 116 : Va skoazellit hervez ho lavar ma vevin, ha na vezin ket mezhekaet em goanag.

Sois mon appui : je serai sauvé ; j'ai toujours tes commandements devant les yeux. Ps 119, 117 : Va sikourit hag e vezin salvet, hag e stagin va sell ouzh ho kemennadurioù.

Tu rejettes ceux qui fuient tes commandements : leur ruse les égare. Ps 119, 118 : Disprizout a rit ar re a bella diouzh ho kourc’hemennoù, rak o itrikoù n’int nemet touellerezh.

Tu mets au rebut tous les impies de la terre ; c'est pourquoi j'aime tes exigences. Ps 119, 119 : Ul lastez evidoc’h eo holl dud fall an douar, setu perak e karan ho testenioù.

Ma chair tremble de peur devant toi : tes décisions m'inspirent la crainte. Ps 119, 120 : Va c’horf a gren gant aon razoc’h, spontañ a ran rak ho parnedigezhioù.

J'ai agi selon le droit et la justice : ne me livre pas à mes bourreaux. Ps 119, 121 : Pleustret em eus ar reizhder hag ar justis ; n’am lakait ket etre daouarn va gwaskerien.

Assure le bonheur de ton serviteur : que les orgueilleux ne me tourmentent plus ! Ps 119, 122 : Bezit gwarant eurvad ho servijer ; grit na vezin ket breset gant an dud lorc’hek.

Mes yeux se sont usés à guetter le salut et les promesses de ta justice. Ps 119, 123 : Dizeriañ a ra va ene o c’hoantaat ho silvidigezh, o c’hoantaat ar justis a brometit.

Agis pour ton serviteur selon ton amour, apprends-moi tes commandements. Ps 119, 124 : Grit hervez ho madelezh e-keñver ho servijer, ha deskit din ho polontezioù.

Je suis ton serviteur, éclaire-moi : je connaîtrai tes exigences. Ps 119, 125 : Ho servijer ez on ; roit din skiant-vat ma 'z anavezin ho testenioù.

Seigneur, il est temps que tu agisses : on a violé ta loi. Ps 119, 126 : Poent eo deoc’h plediñ ganti, Aotrou ; gwallet e vez ho lezenn.

Aussi j'aime tes volontés, plus que l'or le plus précieux. Ps 119, 127 : Dreist pep tra e karan ho kourc’hemennoù, muioc’h eget an aour, an aour glanañ.

Je me règle sur chacun de tes préceptes, je hais tout chemin de mensonge. Ps 119, 128 : Setu perak en em renan hervez hoc’h urzhiadurioù, kasaat a ran holl hentoù ar gaou.

Quelle merveille, tes exigences, aussi mon âme les garde ! Ps 119, 129 : Souezhus-espar eo ho testenioù, ha va ene neuze en em stag outo.

Déchiffrer ta parole illumine et les simples comprennent. Ps 119, 130 : Diskleriadur ho komz a zo gwir sklerijenn, skiantegezh d’an tud izelek a galon.

La bouche grande ouverte, j'aspire, assoiffé de tes volontés. Ps 119, 131 : Digeriñ a ran va genoù da dennañ va anal, kement em eus c’hoant eus ho kourc’hemennoù.

Aie pitié de moi, regarde-moi : tu le fais pour qui aime ton nom. Ps 119, 132 : Troit war-zu ennon, ho pezet truez ouzhin, evel ma rit ouzh an dud a gar hoc’h anv.

Que ta promesse assure mes pas : qu'aucun mal ne triomphe de moi ! Ps 119, 133 : Startait va c’hammedoù en hent ho lavaroù, na lezit ket an direizhder da drec’hiñ warnon.

Rachète-moi de l'oppression des hommes, que j'observe tes préceptes. Ps 119, 134 : Va dieubit eus gwaskerezh an dud, ma virin hoc’h urzhioù.

Pour ton serviteur que ton visage s'illumine : apprends-moi tes commandements. Ps 119, 135 : Lakait ho sklerijenn da splannañ war ho servijer, ha deskit din ho kemennadurioù.

Mes yeux ruissellent de larmes car on n'observe pas ta loi. Ps 119, 136 : Va daoulagad a skuilh daeroù dourek, o vezañ na virer ket ho lezenn.

Toi, tu es juste, Seigneur, tu es droit dans tes décisions. Ps 119, 137 : Na just oc’h-c’hwi, Aotrou, na reizh ho parnedigezhioù !

Tu promulgues tes exigences avec justice, avec entière fidélité. Ps 119, 138 : Gourc’hemennet hoc’h eus ho testenioù gant reizhder ha gant pep gwirionez.

Quand mes oppresseurs oublient ta parole, une ardeur me consume. Ps 119, 139 : Dêvet emaon gant ar gred evit ho ti, pa welan va enebourien oc’h ankounac’haat ho komzoù.

Ta promesse tout entière est pure, elle est aimée de ton serviteur. Ps 119, 140 : Amprouet-meurbet eo ho lavar, hag ho servijer a gar anezhañ.

Moi, le chétif, le méprisé, je n'oublie pas tes préceptes. Ps 119, 141 : Ha goude ma 'z on bihan ha disprizet, n’ankounac’haan ket hoc’h urzhioù.

Justice éternelle est ta justice, et vérité, ta loi. Ps 119, 142 : Ho reizhder a zo reizhder peurbad, hag ho lezenn, startijenn.

La détresse et l'angoisse m'ont saisi ; je trouve en tes volontés mon plaisir. Ps 119, 143 : Anken ha trubuilh a zo kouezhet warnon, met plijadur am bez gant ho kourc’hemennoù.

Justice éternelle, tes exigences ; éclaire-moi, et je vivrai. Ps 119, 144 : Justis peurbad eo ho testenioù, va lakait d’o c’hompren ma vevin.

J'appelle de tout mon coeur : réponds-moi ; je garderai tes commandements. Ps 119, 145 : A greiz kalon ho kalvan, selaouit ouzhin, Aotrou ; me a fell din derc’hel d’ho kemennadurioù.

Je t'appelle, Seigneur, sauve-moi ; j'observerai tes exigences. Ps 119, 146 : Ho kervel a ran, Aotrou, va salvit, me a fell din mirout ho testenioù.

Je devance l'aurore et j'implore : j'espère en ta parole. Ps 119, 147 : A-ziaraok gouloù-deiz e vezan ouzh ho pediñ, esperout a ran en ho komzoù.

Mes yeux devancent la fin de la nuit pour méditer sur ta promesse. Ps 119, 148 : Va daoulagad a chom digousk e-pad an noz, evit prederiañ war ho lavaroù.

Dans ton amour, Seigneur, écoute ma voix : selon tes décisions fais-moi vivre ! Ps 119, 149 : En ho madelezh, Aotrou, selaouit va mouezh, hervez ho promesa roit din buhez.

Ceux qui poursuivent le mal s'approchent, ils s'éloignent de ta loi. Ps 119, 150 : Tostaat a ra an dud am heskin gant trubarderezh, pell emaint diouzh ho lezenn.

Toi, Seigneur, tu es proche, tout dans tes ordres est vérité. Ps 119, 151 : Met c’hwi a zo tost ivez, Aotrou, hag hoc’h holl c’hourc’hemennoù a zo gwirionez.

Depuis longtemps je le sais : tu as fondé pour toujours tes exigences. Ps 119, 152 : A bell ’zo ec’h ouzon diwar-benn ho kourc’hemennoù, eo da viken hoc’h eus o diazezet.

Vois ma misère : délivre-moi ; je n'oublie pas ta loi. Ps 119, 153 : Gwelit va reuzeudigezh ha va dieubit, rak n’em eus ket ankounac’haet ho lezenn.

Soutiens ma cause : défends-moi, en ta promesse fais-moi vivre ! Ps 119, 154 : Difennit va c’haoz ha va dasprenit, rentit buhez din gant ho lavar.

Le salut s'éloigne des impies qui ne cherchent pas tes commandements. Ps 119, 155 : Pell diouzh an dud fallakr emañ ar silvidigezh, rak ne bledont ket gant ho kemennadurioù.

Seigneur, ta tendresse est sans mesure : selon ta décision fais-moi vivre ! Ps 119, 156 : Bras eo ho trugarez, Aotrou, roit buhez din hervez ho parnedigezhioù.

Ils sont nombreux mes persécuteurs, mes oppresseurs ; je ne dévie pas de tes exigences. Ps 119, 157 : Tud e-leizh am bres hag am heskin, met ne ziroudan ket diwar ho testenioù.

J'ai vu les renégats : ils me répugnent, car ils ignorent ta promesse. Ps 119, 158 : Heuget e vezan gant gwel ar renavied, dre na viront ket ho lavaroù.

Vois combien j'aime tes préceptes, Seigneur, fais-moi vivre selon ton amour ! Ps 119, 159 : Gwelit pegement e karan hoc’h urzhioù, en ho madelezh, Aotrou, diwallit va buhez.

Le fondement de ta parole est vérité ; éternelles sont tes justes décisions. Ps 119, 160 : Diazez ho lavar eo ar wirionez, ha peurbadel eo holl varnedigezhioù ho reizhded.

Des grands me persécutent sans raison ; mon coeur ne craint que ta parole. Ps 119, 161 : Aotrounez vras o deus va gwallgaset hep abeg, met ne spont va c’halon nemet rak ho komzoù.

Tel celui qui trouve un grand butin, je me réjouis de tes promesses. Ps 119, 162 : Ho lavar am leugn a levenez, evel un den kavet gantañ preizhadur bras. Kasaat a ran ar gaou, euzh am eus outañ,

Je hais, je déteste le mensonge ; ta loi, je l'aime. Ps 119, 163 : ho lezenn eo an hini a garan.

Sept fois chaque jour, je te loue pour tes justes décisions. Ps 119, 164 : Seizh gwech en devezh e lavaran meuleudi deoc’h, abalamour da reizhder ho parnedigezhioù.

Grande est la paix de qui aime ta loi ; jamais il ne trébuche. Ps 119, 165 : Kalz a beoc’h a zo d’ar re a gar ho lezenn, n’eus netra a vefe ur maen-skoilh evito.

Seigneur, j'attends de toi le salut : j'accomplis tes volontés. Ps 119, 166 : Esperout a ran en ho silvidigezh, Aotrou, kas a ran da benn ho kourc’hemennoù.

Tes exigences, mon âme les observe : oui, vraiment, je les aime. Ps 119, 167 : Va ene a vir ho testenioù, o karout a ran dreist-muzul.

J'observe tes exigences et tes préceptes : toutes mes voies sont devant toi. Ps 119, 168 : Derc’hel a ran d’hoc’h urzhioù ha d’ho testenioù, dindan ho sell emañ va holl obererezh.

Que mon cri parvienne devant toi, éclaire-moi selon ta parole, Seigneur. Ps 119, 169 : Va garmadenn da sevel betek ennoc’h, Aotrou; gant o lavar roit din skiant-vat.

Que ma prière arrive jusqu'à toi ; délivre-moi selon ta promesse. Ps 119, 170 : Ra savo va fedenn betek ennoc’h, va dieubit hervez ho lavar.

Que chante sur mes lèvres ta louange, car tu m'apprends tes commandements. Ps 119, 171 : Va muzelloù da embanno ho meuleudi, rak desket hoc’h eus din ho kemennadurioù.

Que ma langue redise tes promesses, car tout est justice en tes volontés. Ps 119, 172 : Ra gano va zeod ho lavaroù, dre ma 'z eo reizh hoc’h holl c’hourc’hemennoù.

Que ta main vienne à mon aide, car j'ai choisi tes préceptes. Ps 119, 173 : Deuet ho torn d’am skoazellañ, rak hoc’h urzhioù am eus dibabet.

J'ai le désir de ton salut, Seigneur : ta loi fait mon plaisir. Ps 119, 174 : C’hoantaat a ran ho silvidigezh, Aotrou, en ho lezenn emañ va dudi.

Que je vive et que mon âme te loue ! Tes décisions me soient en aide ! Ps 119, 175 : Ra vevo va ene evit ho meuliñ, hag ho parnedigezhioù d’am skoazello.

Je m'égare, brebis perdue : * viens chercher ton serviteur. Je n'oublie pas tes volontés. Ps 119, 176 : Dianket e oan evel un dañvad kollet, klaskit o servijer, rak n’em eus ket ankouaet ho kourc’hemennoù.