Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 10

Salmoù - Salm 10


Salm 10



Pourquoi, Seigneur, es-tu si loin ? Pourquoi te cacher aux jours d'angoisse ? Ps 10, 1 : Perak e chomit pell, Aotrou, perak en em guzhit en amzer an anken ?

L'impie, dans son orgueil, poursuit les malheureux : ils se font prendre aux ruses qu'il invente. Ps 10, 2 : Leun a lorc’h eo an dud fall, hag ar paour a zo en tan, pa vez paket er pechoù bet ijinet ganto.

L'impie se glorifie du désir de son âme, l'arrogant blasphème, il brave le Seigneur ; Ps 10, 3 : Ar pec’her a vrabañs en e c’hoantegezhioù, ar skraper a wallgomz hag a ra fae war an Aotrou.

plein de suffisance, l'impie ne cherche plus : « Dieu n'est rien », voilà toute sa ruse. Ps 10, 4 : En e fouge e lavar an den fall : « Ne gastizo ket, Doue, n’eus ket anezhañ ».

A tout moment, ce qu'il fait réussit ; + tes sentences le dominent de très haut. * (Tous ses adversaires, il les méprise.) Ps 10, 5 : Setu e holl soñjezonoù ; emañ bepred oc’h ober berzh en e hentoù. Evitañ eo re uhel ho parnedigezhioù ; e holl enebourien, o disprizout a ra.

Il s'est dit : « Rien ne peut m'ébranler, je suis pour longtemps à l'abri du malheur. » Ps 10, 6 : Hag en e galon e lavar: « Ne vrañsellin morse, morse ne vezin skoet gant an drougeur ».

Sa bouche qui maudit n'est que fraude et violence, sa langue, mensonge et blessure. Ps 10, 7 : E c’henou a zo leun a dromplezon hag a wall-ijin, war e deod n’eus nemet droug ha falloni.

Il se tient à l'affût près des villages, il se cache pour tuer l'innocent. Des yeux, il épie le faible, Ps 10, 8 : Chom a ra da c’hedal e-kichen ar c’hêriadennoù, evit lazhañ e kuzh an den dinamm.

il se cache à l'affût, comme un lion dans son fourré ; il se tient à l'affût pour surprendre le pauvre, il attire le pauvre, il le prend dans son filet. Ps 10, 9 : E zaoulagad a c’hed ar reuzeudig ; emañ o spiañ e kuzh evel ul leon en e doull. Emañ o spiañ evit tagañ an den bihan, evit e skrapañ hag e sachañ gantañ.

Il se baisse, il se tapit ; de tout son poids, il tombe sur le faible. Ps 10, 10 : Kluchañ a ra, souchañ d’an douar, an dud keizh a gouezh en e grabanoù.

Il dit en lui-même : « Dieu oublie ! il couvre sa face, jamais il ne verra ! » Ps 10, 11 : Hag en e galon e lavar: « Emañ Doue oc’h ankouaat, treiñ a ra e zaoulagad, ne wel netra ».

Lève-toi, Seigneur ! Dieu, étends la main ! N'oublie pas le pauvre ! Ps 10, 12 : Savit, Aotrou, savit ho torn, o Doue, n’ankouait ket da viken ar beorien.

Pourquoi l'impie brave-t-il le Seigneur en lui disant : « Viendras-tu me chercher ? » Ps 10, 13 : Perak e rafe an den difeiz goap ouzh Doue ? en ur lavarout en e galon : « Ne c’houlenn kont ebet ».

Mais tu as vu : tu regardes le mal et la souffrance, tu les prends dans ta main ; sur toi repose le faible, c'est toi qui viens en aide à l'orphelin. Ps 10, 14 : C’hwi avat eo an hini a sell ouzh ar boan hag an enkrez, evit o c’hemerout en ho taouarn. Ya, deoc’h-c’hwi en em erbed an den paour, rak c’hwi eo skoazell an emzivad.

Brise le bras de l'impie, du méchant ; alors tu chercheras son impiété sans la trouver. Ps 10, 15 : Torrit brec’h ar pec’her, ar fallakr ; kastizit e zrougiezh na vo ken anezhi.

A tout jamais, le Seigneur est roi : les païens ont péri sur sa terre. Ps 10, 16 : An Aotrou a ren evit atav ha da viken : skarzhet e vezo ar baganed a-ziwar e zouar.

Tu entends, Seigneur, le désir des pauvres, tu rassures leur coeur, tu les écoutes. Ps 10, 17 : Selaou a rit, Aotrou, pedenn an dud izel, hag e tigorit ho skouarn da glemmoù o c’halonoù

Que justice soit rendue à l'orphelin, qu'il n'y ait plus d'opprimé, * et que tremble le mortel, né de la terre ! Ps 10, 18 : evit difenn gwirioù an emzivad, an den mac’het, ma paouezo an den douarel gant e diranterezh.