Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Salmoù » Salm 70

Salmoù - Salm 70


Salm 70



Ps 70, 1 : D’ar mestr-kaner. Eus David. Evit eñvoriñ.

Mon Dieu, viens me délivrer ; Seigneur, viens vite à mon secours ! * Ps 70, 2 : Aotrou Doue, ra blijo deoc’h va dieubiñ ; hastit, Aotrou dont d’am harpañ.

Qu'ils soient humiliés, déshonorés, ceux qui s'en prennent à ma vie ! Qu'ils reculent, couverts de honte, ceux qui cherchent mon malheur ; * Ps 70, 3 : Ra vezo divarc’het an holl dud-se a glask lemel diganin va buhez. Ra gilo dispennet, mezhekaet, ar re o devez plijadur gant va gwalleur.

que l'humiliation les écrase, ceux qui me disent : « C'est bien fait ! » Ps 70, 4 : Ra dec’ho kuit, goloet a vezh, ar re a lavar ouzhin : « Gwell a se ».

Mais tu seras l'allégresse et la joie de tous ceux qui te cherchent ; * toujours ils rediront : « Dieu est grand ! » ceux qui aiment ton salut. Ps 70, 5 : Met ra drido ennoc’h e barr al levenez, kement hini ho klask, ra lavaro bepred : « Klod da Zoue », an hini a c’hoanta ho skoazell.

Je suis pauvre et malheureux, mon Dieu, viens vite ! * Tu es mon secours, mon libérateur : Seigneur, ne tarde pas ! Ps 70, 6 : Me avat, reuzeudik ha paour evel ma 'z on, hastit, Aotrou, va skoazellañ. Va sikour ha va dieuber ez oc’h-c’hwi, na zaleit ket, o va Doue.