Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 10 a viz Eost 2025

19vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr ar Furnez (Fu 18, 6-9)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Evel m'ec'h eus kastizet an enebourien, ec'h eus hor galvet evit reiñ klod deomp.

An noz-se a voe rakkemennet d'hon tadoù ;
Hag int-i o c'houzout peseurt promesaoù o devoa kredet enno,
A voe leun o c'halon a surentez laouen.
Da bobl evel-se a c'hortozas war un dro
Silvidigezh ar re reizh ha kollidigezh he enebourien ;
Rak endra ma kastizes hon dizarbennerien
E roes klod dimp-ni ouzh hon gervel etrezek ennout.
Bugale santel ar re reizh a ginnigas e kuzh un aberzh,
Hag a galon unvan e tiazezjont al lezenn doueel-mañ
E vefe lodennet ingal kenetrezo, ar sent,
An hevelep madoù hag an hevelep riskloù ;
Hag a-ziaraok e kanjont kanoù sakr an Tadoù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 33 Salm 33 (32), 1.12, 18-19,20.22

📖 Levr ar salmoù : Salm 33

D : Eürus ar bobl en deus an Aotrou dibabet da hêrezh evitañ.

Youc'hit d'an Aotrou, C'hwi an dud reizh !
Evit ar re just eo un dever e veuliñ !
Eürus ar vroad eo an Aotrou a zo he Doue,
ar Bobl en deus dibabet evit e hêrezh.
Met war e dud fidel e par daoulagad an Aotrou,
war an dud a esper en e garantez,
evit tennañ o eneoù eus ar marv,
hag evit o bevañ en amzer ar gernez.
Hon ene a esper en Aotrou,
eñ a zo hor skoazell hag hon difenn.
Ra vezo warnomp ho karantez, Aotrou,
evel m'hon eus esperañs ennoc'h.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher d'an Hebreed (Heb 11, 1-2.8-19)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Gortoz a rae ar gêr ma 'z eo Doue ar c’hrouer hag ar mestr anezhi.

Breudeur, ar feiz eo an diazez eus an traoù a esperer,
ar brouenn eus an traoù na weler ket.
Ya, en abeg d’o feiz ez eus bet roet d’ar re gozh testeni mat.
Dre ar feiz e sentas Abraham ouzh galv Doue,
evit mont kuit d’ar vro a zlee bezañ dezhañ da hêrezh,
hag ez eas war-raok hep gouzout da belec'h edo o vont.
Dre ar feiz e teuas da chom war douar ar bromesa,
evel en ur vro estren, o vevañ eno dindan deltennoù,
evel ivez Izaak ha Yakob, kenhêred an hevelep promesa ;
rak gortoz a rae ar gêr diazezet divrall a zo Doue an ijinour hag ar saver anezhi.
Dre ar feiz ivez, Sara hec’h-unan a resevas ar galloud da goñsev ur mab,
ha kement-se daoust ma oa erru war an oad,
o vezañ ma kredas e gwirionez an hini a rae ar bromesa.
Hag evel-se, diwar un den hepken,
hag eñ hanter varv, ez eus bet ganet ul lignez
“ken stank hag ar stered en neñv hag ar grouan war ribl ar mor... Diniver“.
Er feiz ez eo marvet ar re-se holl, hep bezañ resevet an traoù prometet,
met ouzh o gwelout hag ouzh o saludiñ a-ziabell,
pa zisklerient e oant estrenien ha tremenidi war an douar.
Rak ar re a gomz evel-se a ziskouez fraezh emaint o klask ur vammvro.
Ha mar o divije miret soñj eus an hini e oant aet kuit diouti,
o divije bet amzer a-walc'h da zistreiñ dezhi.
Hogen ur vro welloc'h a c'hoantaent, da lavarout eo, unan neñvel.
Ha dre-se, Doue n’en deus ket mezh da vezañ anvet o Doue.
Kempennet en deus evit gwir, ur gêr dezho.
Dre ar feiz eo e kinnigas Abraham Izaak, pa voe amprouet.
Hag e vab unganet eo an hini a oa profet gantañ
goude resev ar promesaoù ha pa oa bet lavaret dezhañ :
En Izaak e vezo dit ul lignez a zougo da anv.
Rak krediñ a rae zoken ez eo Doue galloudus da zasorc'hiñ ar re varv.

pe al lennadenn verr :

Lennadenn eus lizher d'an Hebreed (Heb 11, 1-2.8-12)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Gortoz a rae ar gêr ma 'z eo Doue ar c’hrouer hag ar mestr anezhi.

Breudeur, ar feiz eo an diazez eus an traoù a esperer,
ar brouenn eus an traoù na weler ket.
Ya, en abeg d’o feiz ez eus bet roet d’ar re gozh testeni mat.
Dre ar feiz e sentas Abraham ouzh galv Doue,
evit mont kuit d’ar vro a zlee bezañ dezhañ da hêrezh,
hag ez eas war-raok hep gouzout da belec'h edo o vont.
Dre ar feiz e teuas da chom war douar ar bromesa,
evel en ur vro estren, o vevañ eno dindan deltennoù,
evel ivez Izaak ha Yakob, kenhêred an hevelep promesa ;
rak gortoz a rae ar gêr diazezet divrall a zo Doue an ijinour hag ar saver anezhi.
Dre ar feiz ivez, Sara hec’h-unan a resevas ar galloud da goñsev ur mab,
ha kement-se daoust ma oa erru war an oad,
o vezañ ma kredas e gwirionez an hini a rae ar bromesa.
Hag evel-se, diwar un den hepken,
hag eñ hanter varv, ez eus bet ganet ul lignez
“ken stank hag ar stered en neñv hag ar grouan war ribl ar mor... Diniver“.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 12, 32-48)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ha c'hwi bezit prest.

En amzer-se e lavaras Jezuz d'e ziskibien :
« N’ho pet ket aon, tropell bihan,
rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar Rouantelezh.
Gwerzhit ho peadra, ha roit-eñ en aluzon.
Aozit evidoc'h yilc'hier na uzont ket,
un teñzor diheskus en Neñvoù
lec'h na c'hello ket al laer tostaat outañ
ha na vo ket dispennet gant an tartouzed.
Rak el lec'h m’emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
Ra vo bepred gourizet ho targreiz hag ho lampoù war elum.
Ha bezit heñvel ouzh tud o c'hortoz o mestr pa zistroio eus an eured,
ma tigorint dezhañ kerkent ha ma tegouezho ha ma skoio.
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa zistroio.
E gwirionez, me ’lavar deoc'h, lakaat a raio e c'houriz en-dro dezhañ
hag e raio dezho azezañ ouzh taol,
hag o tremen en o zouez e servijo anezho.
Ha ma teu d’an eil beilhadenn pe d’an trede,
ha m’o c'hav evel-se, eürus ar re-se.
Komprenit kement-mañ :
mar ouije mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e veilhje,
ha ne lezje ket toullañ e di.
C’hwi ivez, bezit prest, rak d’an eur na soñjit ket,
e teuio Mab an Den. »
Neuze e lavaras Pêr :
« Aotrou, evidomp-ni e lavarez ar barabolenn-se pe evit an holl ? »
Hag e respontas an Aotrou :
« Piv eo ar merour feal ha fur
a vo lakaet gant e vestr e penn e servijerien
da reiñ dezho e koulz o muzuliad gwinizh ?
Eürus ar servijer-se a vo kavet gant e vestr, pa zistroio, oc'h ober evel-se.
E gwirionez, me lavar deoc'h, henn lakaat a ray e penn e holl vadoù.
Met ma lavar ar servijer-se ennañ e-unan : daleañ a ra va mestr da zont !
ha mar krog da skeiñ gant ar vevelien hag ar mitizhien,
ha da zebriñ ha da evañ ha d’en em vezviñ,
e tistroio mestr ar servijer-se d’an deiz n’emañ ket o c'hortoz
ha d’an eur na oar ket pehini ;
en em zisrannañ a raio dioutañ hag e roio dezhañ lod gant an dud difeiz.
Ar servijer hag a anavez mennerezh e vestr
ha n’en devo ket aozet an traoù pe n’en devo ket labouret hervez ar youl-se,
hennezh en devo ur gwiskad-bazhadoù.
Met an hini n’anavez ket ar mennerezh-se
hag en devo graet traoù o tellezout kastiz, a vo bazhataet un nebeudig.
Kement hini a vo roet kalz dezhañ, e vo goulennet kalz digantañ ;
hag an hini a vo fiziet kalz ennañ, e vo goulennet muioc'h digantañ. »

pe al lennadenn verr :

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 12, 35-40)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ha c'hwi bezit prest.

En amzer-se e lavaras Jezuz d'e ziskibien :
« Ra vo bepred gourizet ho targreiz hag ho lampoù war elum.
Ha bezit heñvel ouzh tud o c'hortoz o mestr pa zistroio eus an eured,
ma tigorint dezhañ kerkent ha ma tegouezho ha ma skoio.
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa zistroio.
E gwirionez, me ’lavar deoc'h, lakaat a raio e c'houriz en-dro dezhañ
hag e raio dezho azezañ ouzh taol,
hag o tremen en o zouez e servijo anezho.
Ha ma teu d’an eil beilhadenn pe d’an trede,
ha m’o c'hav evel-se, eürus ar re-se.
Komprenit kement-mañ :
mar ouije mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e veilhje,
ha ne lezje ket toullañ e di.
C’hwi ivez, bezit prest, rak d’an eur na soñjit ket,
e teuio Mab an Den. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 10 a viz Eost 2025
Lukas 12, 32-48 - Gant Anne Bodennec ha Fulup Guillou eo displeget an Aviel.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn