Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Furnez » Pennad 18

Levr ar Furnez - Pennad 18

Levr : Levr ar Furnez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19

Pennad 18



Pour tes fidèles, au contraire, c’était une lumière magnifique. Les autres, qui entendaient des voix sans voir de formes, les disaient bienheureux d’avoir échappé à ces souffrances, Sg 18, 1 : War da re santel, evelato, eo sklêrijenn leun a skede. An Egiptiz pa glevent o mouezh hep gwelout o dremm, a zisklerie anezho evurus dre na c’houzañvent ket an hevelep poanioù.

ils les remerciaient de ne pas se venger après tant de mauvais traitements, et les suppliaient de partir. Sg 18, 2 : Rentañ a raent grasoù dezho o vezañ n’o c’hastizent ket goude bezañ bet gwallgaset ganto, hag e c’houlennent pardon evit o eneberezh digar.

À l’inverse, tu as donné aux tiens une colonne de feu, guide pour un voyage inconnu, soleil bienveillant pour une migration splendide. Sg 18, 3 : E-lec’h an teñvalderioù-se eo ur golonenn-flamm a rojout d’az re-te evit o bleinañ en o beaj dianav, evel un heol dinoaz en o divroadeg klodus.

Les autres méritaient bien d’être privés de lumière et prisonniers des ténèbres, puisqu’ils avaient tenu en captivité tes fils, par qui devait être donnée au monde la lumière incorruptible de la Loi. Sg 18, 4 : Hogen ar re gentañ-se a verite ervat e vefe tennet diganto ar sklêrijenn hag e vefent prizoniet en deñvalijenn, int hag o devoa dalc’het da vugale-te en ereoù, ar re a dlee drezo bezañ dasstrewet er bed, sklêrijenn divarvel al Lezenn.

Ils avaient décidé de tuer les nouveau-nés du peuple saint, dont un seul enfant, exposé à la mort, avait été sauvé ; alors, pour les confondre, tu leur as enlevé un grand nombre d’enfants, et tu les as fait périr, tous à la fois, dans les eaux immenses. Sg 18, 5 : Peogwir o devoa divizet lazhañ bugaligoù ar sent ha ne voe salvet nemet unan eus ar re kinniget d’ar marv, e tennjont diouto evit o c’hastizañ, un niver bras eus o bugale, hag e lakjout anezho da vervel e bouilh ar c’hoummoù.

Cette nuit avait été connue d’avance par nos Pères ; assurés des promesses auxquelles ils avaient cru, ils étaient dans la joie. Sg 18, 6 : An noz-se a oa bet rakkemennet d’hon tadoù : Hag int-i o c’houzout peseurt promesaoù o devoa kredet enno a voe leun o c’halon a surentez laouen.

Et ton peuple accueillit à la fois le salut des justes et la ruine de leurs ennemis. Sg 18, 7 : Da bobl evel-se a c’hortozas war un dro silvidigezh ar re reizh ha kollidigezh hec’h enebourien ;

En même temps que tu frappais nos adversaires, tu nous appelais à la gloire. Sg 18, 8 : rak endra ma kastizes hon dizarbennerien e roes klod deomp-ni ouzh hon gervel etrezek ennout.

Dans le secret de leurs maisons, les fidèles descendants des justes offraient un sacrifice, et ils consacrèrent d’un commun accord cette loi divine : que les saints partageraient aussi bien le meilleur que le pire ; et déjà ils entonnaient les chants de louange des Pères. Sg 18, 9 : Bugale santel ar re reizh a ginnigas e kuzh ur sakrifis hag a galon unvan e tiazezjont al lezenn doueel-mañ e vefe lodennet ingal kenetrezo, ar sent, an hevelep madoù hag an hevelep riskloù ; hag a-ziaraok e kanjont kantikoù sakr an Tadoù.

À ces chants répondait la clameur dissonante des ennemis une voix plaintive résonnait partout, une lamentation sur leurs enfants morts. Sg 18, 10 : D’o mouezhioù e responte kriadennoù diheson o enebourien, pa’n em lede gouelvanoù ar re a leñve war o bugale.

Un même châtiment frappait l’esclave et son maître : l’homme du peuple et le roi souffraient pareillement. Sg 18, 11 : Un hevelep kastiz a skoe gant ar sklav hag ar mestr ; an den eus ar bobl a c’houzañve kenkoulz hag ar roue ;

Tous à la fois, frappés de cet unique fléau, avaient des morts sans nombre, et, pour les ensevelir, les vivants n’y suffisaient pas, puisqu’en un rien de temps leur descendance la plus précieuse avait péri. Sg 18, 12 : an holl o devoa en un hevelep doare tud varv diniver bet skoet gant un hevelep tremenvan, ken ne oa ken a-walc’h eus ar re vev evit o sebeliañ, rak en ur momed e oa bet distrujet gwellañ dibab o diskennidi.

Devant ce qu’ils prenaient pour des sortilèges, ils étaient restés tout à fait incrédules, mais devant l’extermination des premiers-nés, ils confessèrent que ce peuple était fils de Dieu. Sg 18, 13 : Evel-se, goude bezañ bet diskredik da vat en abeg d’o strobinelloù, ez anzavjont dirak distrujadeg o re gentañ-ganet e oa ar bobl-se, evit gwir, Bugel da Zoue.

Un silence paisible enveloppait toute chose, et la nuit de la Pâque était au milieu de son cours rapide ; Sg 18, 14 : E-pad ma oa goloet pep tra gant ur sioulder don ha m’en em gave an noz e-kreiz he redadenn herrus,

alors, du haut du ciel, venant de ton trône royal, Seigneur, ta Parole toute-puissante fondit en plein milieu de ce pays de détresse, comme un guerrier impitoyable, portant l’épée tranchante de ton décret inflexible. Sg 18, 15 : e kemeras da lavar hollc’halloudek e lañs eus lein an Neñvoù, eus an tron roueel ; brezelour didruez, e plaouias war un douar gouestlet d’an distruj, o tougen e giz kleze lemm, da setañs didorrus,

Elle s’arrêta, et sema partout la mort ; elle touchait au ciel et marchait aussi sur la terre. Sg 18, 16 : hag o chom a-sav e leunias an hollved a varv. Stekiñ a rae ouzh an neñv hag e voustre an douar.

Alors, brusquement, de fantastiques visions de cauchemar les secouèrent, de soudaines frayeurs les assaillirent, Sg 18, 17 : War an taol, a-drumm, huñvreoù ha gweledigezhioù euzhus a strafuilhas anezho, spouronoù dic’hortozet a gouezhas warno.

et chacun s’abattait à demi-mort, ici ou là, manifestant la cause de sa mort, car les songes qui les avaient troublés les avaient prévenus, afin que nul ne meure sans savoir la raison d’un tel malheur. Sg 18, 18 : Taolet-distaolet d’an douar amañ hag ahont, hanter-varv, e roent da c’houzout an abeg eus o zremenvan ; rak an huñvreoù e oant bet gwallgaset ganto o devoa diskuliet dezho ar perak eus o foanioù evit na varvfent ket hep gouzout an abeg eus o gwalleur.

L’épreuve de la mort atteignit aussi les justes : au désert, il y eut un grand massacre. Mais la colère divine ne dura pas longtemps ; Sg 18, 20 : Amprouenn ar marv, gwir eo, a dizhas ivez koulskoude ar re reizh : un niver bras a dud a voe skoet er gouelec’h ; nemet ne badas ket pell kounnar Doue.

sans attendre, un homme irréprochable prit leur défense, muni des armes de son sacerdoce : la prière, et l’encens offert pour le pardon. Il affronta la fureur et mit un terme au fléau, montrant qu’il était bien ton serviteur. Sg 18, 21 : Rak un den direbech a hastas o difenn : Dre gemer armoù e vinistrerezh, pedenn ha sakrifis dic’haouüs an ezañs, ez enebas ouzh fulor Doue hag e lakaas un termen d’ar walenn, en ur en em ziskouez evit gwir evel da servijer-te.

Il triompha du courroux, non par sa vigueur ni la puissance des armes ; mais, par la parole, il fit céder le Vengeur en faisant mémoire des serments et des alliances de nos pères. Sg 18, 22 : Trec’hiñ a reas war ar vuanegezh, n’eo ket gant nerzh ar c’horf, na gant galloudegezh an armoù, met dre al lavar ez eo ma teuas a-benn eus an Hini a gastize, dre eñvoriñ al leoù graet d’an Tadoù hag an emglevioù divizet.

Comme déjà les cadavres s’amoncelaient, il s’interposa, repoussa la colère, et lui barra le chemin des vivants. Sg 18, 23 : Endra m’en em vernie dija ar c’helanoù an eil re war ar re all, eñ, oc’h en em lakaat da hanterour, a harzas ouzh ar gounnar, hag a serras outi hent ar re vev.

Sur sa longue robe sacerdotale figurait l’univers entier ; le nom glorieux des patriarches était gravé sur quatre rangs de pierres, et ta majesté reposait sur le diadème de sa tête. Sg 18, 24 : Rak war e sae hir e oa skeudennet an hollved ; war ar peder rezad-vein e oa engravet anvioù klodus an Tadoù, ha war talgen e benn, aroueziet da Veurded.

Voilà ce qui fit reculer l’Exterminateur, voilà ce qui le remplit de crainte. La seule épreuve de la colère avait suffi. Sg 18, 25 : Dirak kement-se e kilas an Distrujer, spouronet, rak a-walc’h e oa d’az fulor bezañ en em ziskouezet.