Levr ar Furnez - Pennad 4
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19
Pennad 4
Mieux vaut ne pas avoir d’enfant et posséder la vertu : elle laisse un souvenir immortel, puisqu’elle est connue de Dieu comme des hommes. Sg 4, 1 : Gwelloc’h eo chom hep bugale ha bevañ er vertuz : Rak an divarvelezh en em stag ouzh an eñvor anezhi, anavezet ma-z eo gant Doue ha gant an dud.
Présente, on l’imite, absente, on la regrette ; et dans l’éternité, elle triomphe, portant sa couronne : elle a vaincu dans des luttes aux prix incorruptibles. Sg 4, 2 : Bezant, e kemerer skouer diwarni, ezvezant, e huanader war he lerc’h ; er beurbadelezh e c’hounez ar gurunenn evit bezañ trec’het en emgannoù an dinammded.
Mais la nombreuse progéniture des impies n’aboutira à rien ; issue de boutures bâtardes, elle ne prendra pas racine en profondeur et n’aura aucun fondement solide. Sg 4, 3 : Met gouenn ar re fall, ha goude bezañ niverus, ne c’hounezo ket, gant he broustennoù bastard ne daolo ket gwrizioù don ; n’en em ziazezo ket war fontoù start.
Même si pour un temps elle déploie des branches, elle est prête à tomber, et le vent l’ébranlera, une bourrasque la déracinera. Sg 4, 4 : Ha goude ma taolfe barradur evit ur pennad, krog fall ma-z eo en douar, e vezo diskogellet gant an avel diwriziennet gant nerzh ar gorventenn ;
Les rameaux, encore tendres, seront brisés, et leur fruit sera perdu : trop vert pour être mangé, il ne sera bon à rien. Sg 4, 5 : he skourroùigoù, tener c’hoazh, a vo torret, hag o frouezh, re c’hlas evit bezañ debret, a vo didalvoud, ne servijint da netra.
Les enfants nés de sommeils coupables sont des témoins à charge : lors de l’enquête, chacun dénonce la perversité des parents. Sg 4, 6 : Rak ar vugale ganet eus darempredoù direizh a ro testeni, e deiz an arnod, eus fallagriezh o c’herent.
Au contraire, même s’il meurt avant l’âge, le juste trouvera le repos. Sg 4, 7 : Hogen an den reizh, zoken mar c’hoarvez dezhañ mervel a-raok an oad, a gav an diskuizh ;
La dignité du vieillard ne tient pas au grand âge, elle ne se mesure pas au nombre des années. Sg 4, 8 : ar gozhni enorus, n’eo ket an hini a vez roet gant buhez hir, n’eus ket d’he muzuliañ gant niver ar bloavezhioù.
Pour l’homme, la sagesse tient lieu de cheveux blancs, une vie sans tache vaut une longue vieillesse. Sg 4, 9 : Rak ar Furnez evit an dud a zo kement ha blev gwenn, ur vuhez dinamm a zo kement hag un oad kaset da bell.
Il a su plaire à Dieu, et Dieu l’a aimé ; il vivait au milieu des pécheurs : il en fut retiré. Sg 4, 10 : Deuet da vezañ plijus da Zoue, an den just a zo karet gantañ : Hag evel ma veve e-touez pec’herien, eo bet dilamet kuit.
Il a été enlevé, de peur que le mal ne corrompe sa conscience, pour que le mensonge n’égare pas son âme. Sg 4, 11 : Tennet eo bet ac’hann da virout ouzh an droug da wastañ e spered, hag ouzh an tromplerezh da douellañ e ene.
Car la fascination du mal fait perdre de vue le bien, le tourbillon de la convoitise trouble un esprit sans malice. Sg 4, 12 : Rak sach an droug a deñvala splannder ar mad, ha bouilh ar c’hoantegezh a eilpenn un ene dizifenn.
Arrivé au but en peu de temps, il a parcouru tous les âges de la vie. Sg 4, 13 : Deuet e berr amzer da vezañ peurvat kaset en deus da benn ur redadenn hir.
Parce qu’il plaisait au Seigneur, celui-ci, sans attendre, l’a retiré d’un monde mauvais. Les gens voient cela sans comprendre ; il ne leur vient pas à l’esprit Sg 4, 14 : E ene a oa plijus da Zoue hag en abeg da se eo bet tennet hep gortoz a greiz an drougiezh ; An dud avat, o welout se, ne gomprenont ket, ha ne zeu ket en o spered ar soñj
que Dieu accorde à ses élus grâce et miséricorde, et qu’il intervient pour ceux qui lui sont fidèles. Sg 4, 15 : emañ gras ha trugarez Doue war e zibabidi hag e sikour war e sent.
Le juste qui meurt est condamnation des impies vivants ; et la jeunesse rapidement parvenue au but condamne la longue vieillesse de l’homme injuste. Sg 4, 16 : An den just, gant e varv, a gondaon ar re fall chomet da vevañ ; hag ar yaouankiz echu ken buan, a gondaon kozhni an den direizh.
Ils verront donc la mort du sage sans comprendre ce que le Seigneur a décidé à son égard, ni dans quel but il l’a mis en sûreté. Sg 4, 17 : An dud a wel fin an den fur ; met hep kompren mennadoù Doue en e geñver na perak en deus an Aotrou e lakaet e surentez.
Ils verront et n’en tiendront aucun compte ; ces gens-là, le Seigneur s’en moquera ! Sg 4, 18 : Gwelout a reont, hag e tiskouezont o dispriz ; an Aotrou avat a raio goap outo ;
Après cette vie, ils ne seront plus qu’un infâme cadavre, un objet de dérision parmi les morts, pour toujours ; il les fera tomber, muets, la tête la première, il les ébranlera jusqu’aux profondeurs ; jusqu’à la fin, ils resteront en friche, ils seront dans la douleur, et leur souvenir périra. Sg 4, 19 : hep dale pell e vezint kelanoù hep enor, distaolet e-touez ar re varv en un dismegañs peurbad. An Aotrou o breso hag o stlapo d’an traoñ, mut, war o fenn o diframmañ a ray diouzh o sichenn, hag e vint dispennet holl, roet d’ar boan ; hag an eñvor anezho a yelo da get.
Les impies viendront, tout tremblants, quand on fera le compte de leurs péchés, et leurs crimes se dresseront contre eux pour les accuser. Sg 4, 20 : Pa vo graet ar gont eus o fec’hedoù, e teuint leun a spouron, o zorfedoù a savo en o enep evit o zamall.
