Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Furnez » Pennad 1

Levr ar Furnez - Pennad 1

Levr : Levr ar Furnez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19

Pennad 1



AIMEZ LA JUSTICE, vous qui gouvernez la terre, ayez sur le Seigneur des pensées droites, cherchez-le avec un cœur simple, Sg 1, 1 : Karit ar reizhder, c’hwi gouarnerien ar bed, ho pet menozioù reizh e-keñver an Aotrou, ha klaskit anezhañ en eeunded ho kalon ;

car il se laisse trouver par ceux qui ne le mettent pas à l’épreuve, il se manifeste à ceux qui ne refusent pas de croire en lui. Sg 1, 2 : rak en em lezel a ra da vezañ kavet gant ar re n’e demptont ket, en em ziskuilhañ a ra d’ar re na nac’hont ket o feiz outañ.

Les pensées tortueuses éloignent de Dieu, et sa puissance confond les insensés qui la provoquent. Sg 1, 3 : Met ar menozioù fallakr a bella diouzh Doue, hag an Hollc’halloudeg, mar klasker e amprouiñ, a zistaol an dud diboell.

Car la Sagesse ne peut entrer dans une âme qui veut le mal, ni habiter dans un corps asservi au péché. Sg 1, 4 : N’antre ket ar Furnez en un ene drougoberus, n’a ket da chom en ur c’horf dalc’het gant ar pec’hed ;

L’Esprit saint, éducateur des hommes, fuit l’hypocrisie, il se détourne des projets sans intelligence, quand survient l’injustice, il la confond. Sg 1, 5 : rak ar Spered Santel, hor c’helenner, a dec’h dirak ar c’horvigellerezh ; en em dennañ a ra kuit dirak ar menozioù difur, gwall-feuket ma-z eo gant degouezh ar fallagriezh.

La Sagesse est un esprit ami des hommes, mais elle ne laissera pas le blasphémateur impuni pour ses paroles ; car Dieu scrute ses reins, avec clairvoyance il observe son cœur, il écoute les propos de sa bouche. Sg 1, 6 : Ur spered karer an dud eo ar Furnez ; nemet ne lezo ket digastiz ar blasfemour evit e lavaroù ; rak Doue ’zo arvester e lounezhi, enseller gwirion e galon, ha selaouer lavaroù e deod.

L’esprit du Seigneur remplit l’univers : lui qui tient ensemble tous les êtres, il entend toutes les voix. Sg 1, 7 : Spered an Aotrou a leugn an hollved, ha peogwir emañ o terc’hel pep tra unvanet, ec’h anavez kement a vez lavaret.

C’est pourquoi nul n’est à l’abri lorsqu’il tient des propos injustes : la Justice qui confond les coupables ne l’épargnera pas. Sg 1, 8 : N’eus hini eta eus ar re a laosk komzoù disakr a c’hellfe en em laerezh dioutañ, ar Justis dialerez ne lezo ket anezhañ da dec’hout kuit.

Sur les intentions de l’impie, il y aura une enquête, le bruit de ses paroles parviendra jusqu’au Seigneur qui le confondra pour ses forfaits. Sg 1, 9 : Enklask a vo graet war vennadoù an den fall, ha trouz e gomzoù a savo betek an Aotrou, ma vezo kastizet e fallagriezhoù.

Une oreille attentive écoute tout ; même le murmure des récriminations ne reste pas caché. Sg 1, 10 : Ur skouarn warizius a selaou pep tra ; hiboud ar mouskomzoù zoken n’en em guzh ket dioutañ.

Gardez-vous donc d’une récrimination inutile, et plutôt que de dire du mal, retenez votre langue, car un propos tenu en cachette ne restera pas sans effet : la bouche qui calomnie détruit l’âme. Sg 1, 11 : En em virit eta diouzh ar c’hlemmoù didalvoud, ha diwallit ho teod diouzh an drouklavaroù ; rak ne chom ket diefed ar gomz ar guzhetañ, ar genoù gaouiat a ro marv an ene.

Ne courez pas après la mort en dévoyant votre vie, n’attirez pas la catastrophe par les œuvres de vos mains. Sg 1, 12 : Na glaskit ket ar marv gant diheñchadurioù ho puhez, na sachit ket warnoc’h ar rivin gant oberoù ho taouarn :

Dieu n’a pas fait la mort, il ne se réjouit pas de voir mourir les êtres vivants. Sg 1, 13 : Rak Doue n’en deus ket graet ar marv, n’en em blij ket en emgoll ar re vev.

Il les a tous créés pour qu’ils subsistent ; ce qui naît dans le monde est porteur de vie : on n’y trouve pas de poison qui fasse mourir. La puissance de la Mort ne règne pas sur la terre, Sg 1, 14 : Krouet en deus an holl draoù evit ma vint en o boud ; krouadurioù ar bed a zo evit ar silvidigezh, n’eus enno kontamm ebet a varv, ha ne ren ket an Ankoù war an douar.

car la justice est immortelle. Sg 1, 15 : Rak divarvel eo ar Justis.

Pourtant, les impies ont invité la Mort, du geste et de la voix ; la tenant pour amie, pour elle ils se consument ; ils ont fait un pacte avec elle : ils méritent bien de lui appartenir. Sg 1, 16 : An dud fallakr avat a c’halv an Ankoù gant o dorn hag o mouezh ; hag o sellout outañ evel ouzh ur mignon en em roont dezhañ ; gantañ e skoulmont kevredelezh dellezek ma-z int da vezañ e berc’hennadur.