Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Furnez » Pennad 16

Levr ar Furnez - Pennad 16

Levr : Levr ar Furnez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19

Pennad 16



Voilà pourquoi ils ont mérité d’être châtiés par des animaux de ce genre, et tourmentés par toutes sortes de bêtes. Sg 16, 1 : Reizh eo eta mard int bet kastizet gant anevaled a seurt-se, ha boureviet gant loenedigoù a vil-vern.

À la place de ce châtiment, c’est un bienfait que tu as accordé à ton peuple ; en réponse à sa faim dévorante, tu as préparé une nourriture au goût extraordinaire : des cailles. Sg 16, 2 : Hogen en-enep d’ar gwalennoù-se ac’h eus graet vad d’az pobl, hag evit dinaoniañ hec’h ilboued broudus eo ur vagadurezh souezhus, ar c’hoailhed, ac’h eus grataet dezhi da vevañs.

Ainsi les premiers, malgré la nécessité de se nourrir, perdaient jusqu’à l’envie de manger, à la vue des bêtes répugnantes qui leur étaient envoyées ; les seconds, au contraire, après une courte disette, recevaient un aliment au goût extraordinaire. Sg 16, 3 : An Egiptiz, daoust d’o c’hoant-debriñ a golle zoken o ilboued naturel, pa welent neuzioù heugus al loened kaset enep dezho ; met da bobl-te, goude bezañ bet en diouer ur pennadig, a dañvaas magadurezh estlammus.

Il fallait qu’une famine implacable frappe les oppresseurs, mais, pour les autres, il suffisait que leur soit montré comment leurs ennemis étaient tourmentés. Sg 16, 4 : Ret e oa e kouezhfe war ar re-se, ar vac’homerien, dienez didruez, pa oa a-walc’h evit ar re all diskouez dezho penaos e oa bet boureviet e enebourien.

Et même, quand s’abattit sur les tiens la fureur terrible de bêtes venimeuses, lorsqu’ils périssaient sous la morsure de serpents tortueux, ta colère ne persista pas jusqu’à la fin. Sg 16, 5 : Ha pa gouezhas warno kounnar euzhus loened ferv, pa varvent diwar krog naered gwidilus, ne badas ket da gounnar betek ar penn ;

C’est en guise d’avertissement qu’ils avaient été alarmés pour un peu de temps, mais ils possédaient un signe de salut, qui leur rappelait le commandement de ta Loi. Sg 16, 6 : e-pad berr-amzer hepken, evel gant ur c’hemenn d’o ad-dresañ eo ma voent trubuilhet ; rak ur sin a silvidigezh o devoa, a roe soñj dezho eus gourc’hemenn da Lezenn,

Celui qui se tournait vers ce signe était sauvé, non pas à cause de ce qu’il regardait, mais par toi, le Sauveur de tous. Sg 16, 7 : hag an neb en em droe war-du ennañ a veze salvet, ne oa ket gant ar pezh a oa dindan e sell, met ganit-te, salver an holl.

Ainsi tu as prouvé à nos ennemis que tu es Celui qui délivre de tout mal. Sg 16, 8 : Diskouez a rejout gant-se d’hon enebourien eo te an hini a zieub eus pep droug.

Eux périrent sous la morsure des sauterelles et des mouches, sans qu’on ait trouvé de remède, parce qu’ils méritaient d’être châtiés par de telles bêtes. Sg 16, 9 : Rak int a voe lazhet gant krog al lamperezed hag ar c’helien hep kaout remed evit o buhez, dleet ma oa dezho bezañ kastizet gant seurt loened ;

Tes fils, en revanche, même la dent des serpents venimeux n’a pu les vaincre, car ta miséricorde est intervenue et les a guéris. Sg 16, 10 : da vibien avat, zoken dent an naered binimus ne voent ket evito, dre ma teuas da drugarez d’o skoazellañ ha d’o fareañ.

Afin de se rappeler tes paroles, ils étaient piqués par l’aiguillon, puis aussitôt délivrés, pour qu’en évitant de tomber dans un oubli profond, ils restent attentifs à ton action bienfaisante. Sg 16, 11 : Flemmet e voent, met yac’haet buan ivez, evit m’o defe koun eus da lavaroù gant aon na drofent d’o disoñjal a-grenn ha d’en em lakaat gant-se er-maez eus da vadelezh.

Ni plante ni onguent ne fut leur remède, mais ta Parole, Seigneur, elle qui guérit tout. Sg 16, 12 : Rak ne voe ket ul louzoù pe un traet bennak a salvas anezho, met da lavar, Aotrou, da lavar hag a bare pep tra !

Toi, tu as pouvoir sur la vie et sur la mort, tu fais descendre aux portes des enfers, et tu en ramènes. Sg 16, 13 : Rak te eo ar mestr war ar vuhez hag ar marv, a laka da ziskenn betek dorojoù an Hades hag da adsevel diouto.

L’homme, dans sa malice, peut tuer, mais il ne peut pas faire revenir le souffle qui est parti et ne peut délivrer l’âme emmenée captive. Sg 16, 14 : An den en e fallagriezh a c’hell moarvat reiñ ar marv, hogen ne zegas ket endro ar vuhez ur wech aet kuit, ne zieub ket an ene bet resevet gant an Hades.

Il est impossible d’échapper à ta main. Sg 16, 15 : N’heller ket tec’hout er-maez eus galloud da zorn.

Les impies, qui refusaient de te connaître, furent soumis au fouet par la force de ton bras, pourchassés par des pluies étranges, des grêles, d’impitoyables trombes d’eau, et dévorés par le feu. Sg 16, 16 : An dud disakr hag a nac’he da anavezout a zo bet kefestet gant nerzh da vrec’h, arsailhet ma voent gant glaveier digustum, kazarc’h, barradoù didruez, ha kuzumet gant an tan-foeltr.

Le plus extraordinaire, c’est que ce feu redoublait d’énergie au milieu de l’eau qui aurait dû l’éteindre. L’univers se pose en défenseur des justes. Sg 16, 17 : Met ar pep souezhusañ a voe gwelout penaos gant an dour hag a zistan pep tra, e troe an tan da vezañ griziasoc’h. An hollved, evit gwir, a stourm a-du gant ar re reizh.

Tantôt la flamme se faisait douce, pour ne pas consumer les bêtes envoyées contre les impies – et à ce spectacle, ils pouvaient se reconnaître poursuivis par un jugement divin –, Sg 16, 18 : Gwech e tave ar flamm evit na vefe ket pulluc’het al loened kaset a-enep an dud dizoue, hag evit ma komprenfent, o welout se, e veze barnedigezh Doue o redek war o lerc’h.

tantôt la flamme flambait jusqu’au milieu de l’eau, excédant le pouvoir habituel du feu, pour ravager les produits d’une terre injuste. Sg 16, 19 : Gwech, e kreiz an dour e-unan, e veze kuzumet pep tra gant nerzh kreñvoc’h eget an tan, evit ma vefe distrujet holl frouezhioù un douar kablus.

À l’inverse, tu donnais à ton peuple une nourriture d’ange ; tu envoyais du ciel un pain tout préparé, obtenu sans effort, un pain aux multiples saveurs qui comblait tous les goûts, Sg 16, 20 : A-gontrol da se ac’h eus bevet da bobl gant magadurezh an Aeled, pourvezet ac’h eus dezhi eus an Neñv, hep m’o devefe da skuizhañ, ur bara peuraozet, barrek da reiñ pep plijadurezh ha da respont da vlizidigezh pep unan.

substance qui révélait ta douceur envers tes enfants, qui servait le désir de chacun et s’accordait à ses vœux. [ Sg 16, 21 : An danvez-se, roet ganit, a ziskoueze da zouster e-keñver da vugale, peogwir en em rae diouzh blizidigezh an hini hen kemere ha ma kemme hervez ma felle da bep unan.

Elle était neige et glace, mais résistait au feu et ne fondait pas, pour leur faire savoir que le feu avait flamboyé dans la grêle et lancé des éclairs dans la pluie afin de ravager les récoltes des ennemis ; Sg 16, 22 : Erc’h ha skorn, gouzañv a rae ar flamm hep teuziñ, ma vefe gouezet e oa hepken evit distrujañ eostoù an enebourien e tlee an tan deviñ e-kreiz ar c’hazarc’h ha skediñ e-kreiz ar glav,

ce même feu, en revanche, allait jusqu’à oublier son pouvoir, pour que les justes soient nourris. Sg 16, 23 : e-keit ma ankounac’hae ar flamm e nerzh-natur pa oa d’ober eus bevañs ar re reizh.

La création, docile à te servir, toi, son Auteur, se tend comme un arc pour châtier les injustes, et se détend pour combler de biens ceux qui se fient à toi. Sg 16, 24 : Rak ar grouadelezh, o vezañ sujet dit, he c’hrouer, en em stegn evit kastizañ ar re fall tra m’en em zistenn evit mad ar re en em fiz ennout.

C’est pourquoi, se prêtant, une fois encore, à toute transformation, elle était au service de ce que tu donnais : une nourriture universelle accordée au désir de ceux qui t’imploraient.] Sg 16, 25 : Setu perak o ’n em blegañ da gemmadurioù a bep seurt e teue da vezañ servijerez da vadelezh hag a vag pep tra, hervez e c’hoant ar re o devoa ezhomm.

Ainsi les fils que tu aimais, Seigneur, devaient l’apprendre : l’homme n’est pas nourri par le fruit des semences ; ta parole maintient celui qui croit en toi. [ Sg 16, 26 : Evel-se, Aotrou, e teskfe da vugale karet n’eo ket ar seurtoù disheñvel a frouezh a vag an den, met da lavar eo an hini a vir ar re a gred ennout.

Car ce que le feu ne pouvait détruire fondait à la chaleur d’un simple rayon de soleil. Sg 16, 27 : Rak ar pezh n’helle ket an tan kas anezhañ da get a deuze diouzhtu dindan gwrez ur bann-heol berrbad,

On saurait ainsi qu’il faut devancer le soleil pour te rendre grâce et venir à ta rencontre au lever du jour. Sg 16, 28 : evit ma vefe gouezet gant an holl e tleer diaraogiñ an heol evit rentañ grasoù dit, ha da ziambroug kerkent ha tarzh an deiz.

L’espoir de l’ingrat fondra comme le givre hivernal, il s’écoulera comme une eau qui se perd. Sg 16, 29 : Goanag an den dic’hrad a deuz evel ar frim-goañv, hag a zever kuit evel un dour didalvez.