Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Furnez » Pennad 12

Levr ar Furnez - Pennad 12

Levr : Levr ar Furnez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19

Pennad 12



toi dont le souffle impérissable les anime tous. Sg 12, 1 : Te hag emañ da c’hwezh divreinus e pep tra !

Ceux qui tombent, tu les reprends peu à peu, tu les avertis, tu leur rappelles en quoi ils pèchent, pour qu’ils se détournent du mal et croient en toi, Seigneur. Sg 12, 2 : Setu perak eo tamm ha tamm e kastizez ar re a gouezh : En ur reiñ kemenn dezho, en ur zegas soñj dezho e petra e pec’hont, evit m’en em zistroint diouzh an droug ha ma kredint ennout, Aotrou !

Ainsi, ceux qui habitaient autrefois ta Terre sainte ; Sg 12, 3 : Ya, kasoni az poa kemeret ivez ouzh annezerien gozh an douar santel,

tu les avais pris en haine pour leurs abominables pratiques, œuvres de sorcellerie et rites sacrilèges : Sg 12, 4 : en abeg d’o zorfedoù argarzhus, achantouriezh, lidoù disakr.

ils tuaient leurs enfants sans aucune pitié, et faisaient des festins de chair humaine, de viscères et de sang. Ces adeptes des mystères, Sg 12, 5 : Al lazherien didruez-se a vugale, an debrerien-se a flugez e banvezioù a gig-den hag a wad, an izili-se a vreuriezhoù deskoniet e mezvadegoù,

ces parents meurtriers d’êtres sans défense, tu avais décidé de les faire périr par la main de nos pères, Sg 12, 6 : ar gerent-se muntrerien tudigoù dizifenn, ar re-se az poa divizet o c’has da get dre zorn hon tadoù,

afin que, sur la Terre qui t’est chère entre toutes, viennent s’établir des enfants de Dieu dignes d’elle. Sg 12, 7 : evit d’an douar-se, karet ganit etre an holl, resev un drevadennad dereat a vibien da Zoue.

Et pourtant, même ceux-là, tu les as traités avec ménagement parce qu’ils étaient des êtres humains. Tu n’as envoyé contre eux, en avant-coureurs de ton armée, que des frelons, ces insectes dangereux, pour ne pas hâter leur extermination. Sg 12, 8 : Hag evelato, ar re-se zoken dre ma oant tud, ac’h eus espernet anezho, kaset ac’h eus outo pennmarc’hed, evel diaraogerien d’az arme, evit o distrujañ tamm-ha-tamm hepken.

Tu aurais bien pu livrer ces impies aux mains des justes, dans une bataille rangée, ou les anéantir d’un coup par des fauves redoutables ou une parole tranchante, Sg 12, 9 : N’eo ket n’az pije ket gallet lakaat ar re reizh da flastrañ an dud fallakr en un emgann, pe gallet kas da get ar re-mañ holl war un dro, dre nerzh loened kriz, pe hini ur setañs groñs ;

mais en exerçant ta justice sans hâte, tu leur offrais l’occasion du repentir. Tu n’ignorais pourtant pas que leur nature était viciée, et leur malice, innée, que leur mentalité ne changerait jamais, Sg 12, 10 : met dre skeiñ outo tamm-ha-tamm e lezes lec’h d’ar binijenn, daoust ne oa ket dianav dit e oa o fallagriezh tra-natur dezho, o drougiezh tra diouzh o gwad, ne c’hellfe biken o soñjoù kemmañ

car c’était une descendance maudite dès l’origine. Ce n’est par crainte de personne que tu leur offrais l’impunité de leurs péchés. Sg 12, 11 : dre ma oant ul lignez milliget a-dal hec’h orin. Ha n’eo ket kennebeut-all dre aon rak unan bennak ez out bet trugarezus ouzh o fec’hedoù.

Qui donc osera dire : « Qu’as-tu fait ? » Qui contestera ta sentence ? Qui te citera en justice pour avoir détruit des peuples que tu as toi-même créés ? Qui encore viendra s’opposer à toi et prendre la défense d’hommes injustes ? Sg 12, 12 : Rak piv a vefe evit lavarout dit : Petra 'c’h eus graet ? Piv a c’hellfe enebiñ ouzh da varnedigezh ? piv a c’hellfe da gas dirak ul lez-varn evit bezañ distrujet ar broadoù ac’h eus krouet ? Piv a savo a-dal dit evel dialour tud kablus ?

Il n’y a pas d’autre dieu que toi, qui prenne soin de toute chose : tu montres ainsi que tes jugements ne sont pas injustes. Sg 12, 13 : Nann, n’eus ket e diavaez dit un Doue en divije preder eus pep tra, ma tlefes diskouez dezhañ n’eo ket direizh da setañsoù.

Il n’est pas de roi ou de souverain qui puisse te braver pour défendre ceux que tu as châtiés. Sg 12, 14 : N’eus roue na pennrener ebet a c’hellfe sevel a-enep dit evit difenn ar re a gastizez ;

Parce que tu es juste, tu gouvernes l’univers avec justice ; tu estimes incompatible avec ta puissance de condamner celui qui ne mérite pas d’être puni. Sg 12, 15 : reizh ma-z out e renez an hollved gant reizhder, hag e sellez evel tra dizereat eus da c’halloud, kondaoniñ an neb na vije ket dleet kastiz dezhañ.

Ta force est à l’origine de ta justice, et ta domination sur toute chose te permet d’épargner toute chose. Sg 12, 16 : Da nerzh eo an hini a zo mammenn da justis, ha da vestroniezh war an traoù az laka da vezañ damantus outo.

Tu montres ta force si l’on ne croit pas à la plénitude de ta puissance, et ceux qui la bravent sciemment, tu les réprimes. Sg 12, 17 : Diskouez a rez da greñvder d’ar re na gredont ket ez peurc’halloudegezh, hag e c’houarnez ac’hanomp gant kalz a zamant,

Mais toi qui disposes de la force, tu juges avec indulgence, tu nous gouvernes avec beaucoup de ménagement, car tu n’as qu’à vouloir pour exercer ta puissance. Sg 12, 18 : hogen, mestr ma-z out war da nerzh, hon barnez gant douster hag e c’houarnez ac’hanomp gant kalz a drugarez, dre m’emañ bepred da c’halloud ganit d’ober diouzh da youl.

Par ton exemple tu as enseigné à ton peuple que le juste doit être humain ; à tes fils tu as donné une belle espérance : après la faute tu accordes la conversion. Sg 12, 19 : Dre ober evel-se ec’h eus desket d’az pobl e tle an den just bezañ mignon an dud, ha roet ec’h eus d’az mibien an esperañs dous e lezez, goude ar pec’hed, amzer evit ar c’heuz.

Les ennemis de tes enfants, tu les as punis avec un grand souci d’indulgence alors qu’ils méritaient la mort, tu leur as donné le temps et l’occasion de renoncer au mal. Sg 12, 20 : Rak mar ec’h eus kastizet gant kement a arboell hag a zamant enebourien da vugale, ha goude ma oant gouestlet d’ar marv, mar ec’h eus roet dezho amzer ha tu da zistreiñ diouzh o drougiezh,

Mais tes fils, avec combien plus de scrupules les as-tu jugés, toi qui avais fait en faveur de leurs pères des serments et des alliances : magnifiques promesses ! Sg 12, 21 : na gant pebezh evezhiegezh ne varnez ket da vibien ec’h eus grataet d’o zadoù gant ledoued ha feur-emglev, promesaoù ken kaer ?

Ainsi, tu modères le châtiment de nos ennemis, pour nous apprendre à méditer ta bonté lorsque nous jugeons, et à compter sur ta miséricorde lorsque nous sommes jugés. Sg 12, 22 : Hon adreizhañ a rez, met en ur skeiñ mil gwech muioc’h ouzh hon enebourien, evit ma soñjimp ez madelezh, pa varnomp, ha pa-z omp barnet, m’hor bo esperañs ez trugarez.

C’est pourquoi ceux qui menaient une vie absurde et injuste, tu les as tourmentés par leurs propres abominations ; Sg 12, 23 : Setu perak ivez ac’h eus boureviet gant o euzhusterioù o-unan ar re o devoa bevet e direizhder ur vuhez diboell ;

ils avaient vraiment dépassé les bornes de l’erreur et de l’égarement, prenant pour divinités les plus vils des animaux immondes, et se laissant abuser comme des tout-petits sans intelligence. Sg 12, 24 : evit gwir eo da re bell o devoa diheñchet e roudoù ar fazi betek sellout evel doueed ar re vilañ ha dismegañsusañ eus al loened, betek en em dromplañ evel bugaligoù hep skiant.

Aussi, comme des gamins déraisonnables, tu les as tournés en ridicule pour les punir. Sg 12, 25 : Setu perak, evel e-keñver bugale diboell, ac’h eus kaset warno ur c’hastiz goapaus.

Mais ceux qui ne comprennent pas les réprimandes pour enfants font l’expérience d’un jugement vraiment divin. Sg 12, 26 : Met ar re n’o devoa ket en em adreizhet goude ur seurt kemennadur dre c’hoari, o deus anavezet ur varnedigezh dellezek eus Doue :

Exaspérés par ces bestioles qui les faisaient souffrir, et se voyant châtiés par celles-là mêmes qu’ils prenaient pour des dieux, ils durent reconnaître pour un Dieu véritable celui dont autrefois ils ne voulaient rien savoir : c’est pourquoi la condamnation suprême s’abattit sur eux. Sg 12, 27 : Peur-hegaset e voent gant ar poanioù gouzañvet a-berzh al loened-se o devoa kemeret evel doueed, hag a droe bremañ d’o boureviañ ; ha neuze e weljont sklaer, ez anavezjont evel Doue gwirion an hini o devoa nac’het a-gent e anzav : En abeg da se e plaouias warno ar c’hastiz diwezhañ.