Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Furnez » Pennad 11

Levr ar Furnez - Pennad 11

Levr : Levr ar Furnez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19

Pennad 11



La Sagesse a mené à bien leur entreprise par la main d’un saint prophète : Sg 11, 1 : Renet gant dorn ur profed santel e lakaas anezho d’ober berzh.

ils ont traversé un désert inhabitable et planté leurs tentes en des lieux jamais foulés ; Sg 11, 2 : Treuziñ a rejont ur gouelec’h digenvez, hag e lec’hioù dizarempred e plantjont o zeltennoù.

ils ont résisté aux assaillants, repoussé les ennemis. Sg 11, 3 : Derc’hel a rejont penn ouzh o enebourien, hag e tizarbennjont o argaderien.

Quand ils souffrirent de la soif, ils t’invoquèrent, et l’eau leur fut donnée d’un roc escarpé : un remède à leur soif jaillit du rocher. Sg 11, 4 : En o sec’hed e pedjont ac’hanout : Hag eus ur roc’h a-serzh e voe roet dourioù dezho, eus ar maen sec’h, distan 'vit o sec’hed.

Ce qui avait servi à châtier leurs ennemis, cela même fut pour eux un bienfait dans leur détresse : Sg 11, 5 : Evel-se, ar pezh en devoa servijet da gastizañ o enebourien a zeuas da vezañ evito ur mad en o enkrez.

tandis qu’un fleuve au cours immuable était troublé d’un sang boueux Sg 11, 6 : Ar re-se n’o devoa ken nemet dour ur stêr diheskus strafuilhet gant gwad ha fank, evit o c’hastizañ eus ar gourc’hemenn a ouestle ar vugale d’ar marv ;

en punition du décret infanticide, tu donnas aux tiens, contre tout espoir, une eau abondante ; Sg 11, 7 : d’az tud avat e roes a-enep da bep esper dourioù puilh,

tu leur montrais par cette expérience de la soif comment tu avais châtié leurs adversaires. Sg 11, 8 : evit diskouez dezho gant ar sec’hed a c’houzañvjont neuze gant pebezh reuz az poa kastizet o enebourien.

Au cours de cette épreuve en effet, bien que corrigés avec miséricorde, ils comprirent quelles tortures étaient infligées aux impies, jugés avec colère. Sg 11, 9 : Gant an amprouenn-se, ha ne oa koulskoude nemet kastiz trugarezus, e komprenjont pebezh poan o devoa diwasket an dud fallakr dindan ur varnedigezh a gounnar ;

Les tiens, tu les as mis à l’épreuve comme un père donne un avertissement, mais les impies, tu les as mis au supplice, comme un roi inflexible lorsqu’il condamne. Sg 11, 10 : rak int-i, o amprouiñ a raes, evel un tad o c’hourdrouz a-ziaraok, met ar re all, o c’hastizet az poa evel ur roue garv o kondaoniñ.

Après le départ des tiens, ils n’étaient pas moins affligés qu’avant. Sg 11, 11 : Pe a bell pe a dost da Israel e vefent eo bepred un hevelep poan o c’huzume.

Une tristesse redoublée les saisit, un gémissement au souvenir des événements passés. Sg 11, 12 : Rak ur glac’har doubl a grogas enno, un huanad doubl gant ar soñj eus an tremened :

Lorsqu’ils apprirent que l’instrument même de leur châtiment était source de bienfait pour les autres, ils reconnurent le Seigneur. Sg 11, 13 : Rak pa glevjont e troe da vad ar re all ar pezh a oa bet evito o c’hastiz, ez anavezjont dorn an Aotrou.

Au terme de ces événements, après avoir souffert une soif bien différente de celle des justes, ils admirèrent celui qu’ils avaient, tout-petit, exposé à la mort, rejeté, et, plus tard, congédié en se moquant. Sg 11, 14 : Hag an hini o devoa gwechall kinniget d’ar marv ha distaolet gant dispriz, ez estlammjont dirazañ a-benn ar fin, dre m’o devoa gouzañvet sec’hed, en un doare disheñvel-kaer diouzh ar re vat.

Pour prix des projets insensés que formait leur injustice – car ils s’égaraient jusqu’à vénérer de stupides reptiles et de misérables bêtes –, tu leur envoyas en punition une multitude d’animaux stupides, Sg 11, 15 : Diheñchet ma oant gant o soñjoù foll ha fallakr, betek mont da azeuliñ naered dispered ha loened reuzeudik, e kasjout dezho evit o c’hastizañ un engroez a loened dispered,

afin qu’ils comprennent que l’on est châtié par où l’on pèche. Sg 11, 16 : evit deskiñ dezho e vezer kastizet gant ar pezh a bec’her drezañ.

Certes, elle n’était pas embarrassée, ta main toute-puissante, elle qui a créé le monde à partir d’une matière informe : elle aurait pu envoyer contre eux une bande d’ours ou de lions féroces, Sg 11, 17 : Ne oa ket diaes d’az torn hollc’halloudek, en deus krouet an hollved eus an danvez distumm, kas a-enep dezho bandennoù arzhed pe leoned dispont,

ou des monstres inconnus et pleins de rage, créés tout exprès, exhalant un souffle de feu, répandant une fumée pestilentielle, ou lançant de leurs yeux de terribles éclairs. Sg 11, 18 : pe anevaled gouez dianav ha nevez, leun a gounnar, o tialanat ur c’hwezh tanflammet, pe o tivogediñ un aezhenn flaerius, pe o teurel gant o daoulagad fulennoù-tan braouac’hus,

Non seulement leurs ravages auraient pu les anéantir, mais leur vision déjà les aurait fait périr d’effroi. Sg 11, 19 : miled gouest n’eo ket hepken d’o skrapat ha d’o lazhañ, met ivez d’o lakaat da vervel gant ar spont hepken dirak o neuz.

D’ailleurs, il aurait suffi d’un souffle pour qu’ils soient renversés, chassés par la Justice, dispersés en tous sens par le souffle de ta puissance. Mais toi, Seigneur, tu as tout réglé avec mesure, nombre et poids. Sg 11, 20 : Hep kement-se zoken e c’hellent mont da get gant nerzh ur c’hwezhadenn hepken, argaset gant da justis ha skubet gant avel da c’halloud. Met urzhiet ec’h eus pep tra gant muzul, niver ha pouez ;

Car ta grande puissance est toujours à ton service, et qui peut résister à la force de ton bras ? Sg 11, 21 : rak da c’halloud bras a zo bepred dindan da c’hourc’hemenn, ha piv a c’hell herzel ouzh nerzh da vrec’h ?

Le monde entier est devant toi comme un rien sur la balance, comme la goutte de rosée matinale qui descend sur la terre. Sg 11, 22 : Dirazout emañ an hollved, evel un tamm uloc’h e pladennoù ar valañs, evel un dakenn glizh-beure o teverañ war an douar,

Pourtant, tu as pitié de tous les hommes, parce que tu peux tout. Tu fermes les yeux sur leurs péchés, pour qu’ils se convertissent. Sg 11, 23 : truez ac’h eus ouzhimp dre ma c’hellez pep tra, serriñ a rez da zaoulagad ouzh pec’hedoù an dud evit ma tistroint diouto.

Tu aimes en effet tout ce qui existe, tu n’as de répulsion envers aucune de tes œuvres ; si tu avais haï quoi que ce soit, tu ne l’aurais pas créé. Sg 11, 24 : Ya, karout a rez an holl voudoù, ha ne heugez dirak netra eus kement ac’h eus krouet ; peogwir m’az pije kasaet un dra bennak n’az pije ket graet anezhañ.

Comment aurait-il subsisté, si tu ne l’avais pas voulu ? Comment serait-il resté vivant, si tu ne l’avais pas appelé ? Sg 11, 25 : Ha penaos e c’hellfe un dra bennak derc’hel da vout mar n’az pije ket hen youlet ? Penaos e chomfe en e voud un dra bennak n’az pije ket galvet ?

En fait, tu épargnes tous les êtres, parce qu’ils sont à toi, Maître qui aimes les vivants, Sg 11, 26 : Met espern a rez an holl voudoù, dre ma-z int dit-te, karour an eneoù.