Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Furnez » Pennad 5

Levr ar Furnez - Pennad 5

Levr : Levr ar Furnez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19

Pennad 5



Alors le juste se tiendra debout, plein d’assurance, en présence de ceux qui l’ont opprimé, de ceux qui méprisaient sa peine. Sg 5, 1 : Neuze, gant surentez vras, en em zalc’ho an den just en e sav, a-dal d’ar re o devo breset anezhañ ha dismegañset ar boan kemeret gantañ.

À sa vue, ils seront pris d’une peur épouvantable, sidérés de le voir sauvé contre toute attente ; Sg 5, 2 : Ouzh e verzout e vint strafuilhet gant ur spouron euzhus, saouzanet holl ma vint ouzh e welout salvet a-enep d’ar pezh a c’hortozent.

saisis par le remords, ils se diront entre eux, la gorge serrée, incapables de reprendre souffle : Sg 5, 3 : Ha gant morc’hed bras e lavarint an eil d’egile, en ur hirvoudiñ e enkrez o ene :

« Le voilà, celui que nous tournions jadis en ridicule ! Nous en faisions la cible de nos sarcasmes, fous que nous étions ! Nous trouvions absurde sa manière de vivre et infâme sa mort ! Sg 5, 4 : Hennezh eo an hini hon eus godiset gwechall ha kemeret evel danvez hor flemmadennoù, diboell ma oamp ! Graet hon eus eus e vuhez ur follentez hag eus e varv ur vezh.

Pourquoi est-il compté parmi les fils de Dieu ? Pourquoi partage-t-il le sort des saints ? Sg 5, 5 : Penaos enta emañ kontet e-touez mibien Doue, o kaout lod bremañ e-touez ar Sent ?

En fait, nous nous sommes égarés loin du chemin de la vérité, la lumière de la justice ne nous a pas éclairés et le soleil ne s’est pas levé sur nous. Sg 5, 6 : Ya, diroudet hon eus diwar hent ar wirionez, sklêrijenn ar reizhder n’he deus ket lugernet evidomp, an heol n’eo ket bet paret warnomp.

Nous nous sommes soûlés d’injustice, sur les sentiers de perdition, nous avons traversé des déserts impraticables, mais le chemin du Seigneur, nous ne l’avons pas connu. Sg 5, 7 : Lonket hon eus hor gwalc’h hag ouzhpenn e raventoù an torfed hag an emgoll, ha treuzet hon eus gouelec’hioù dihentoù : Roud an Aotrou avat, n’hon eus ket anavezet anezhañ :

À quoi nous a servi l’orgueil, et que nous ont rapporté la richesse et la prétention ? Sg 5, 8 : Da betra en deus talvezet deomp hol lorc’h ? Pinvidigezh ha pompad, petra o deus degaset deomp ?

Tout cela a passé comme une ombre, comme une rumeur fugace. Sg 5, 9 : Evel ur skeud eo tremenet kement-se, evel ur c’heloù o redek prim ;

Comme le navire traverse une mer agitée sans qu’on puisse retrouver la trace de son passage, ni le sillage de sa coque sur les vagues… Sg 5, 10 : evel ur vag o regiñ an houl fiñvus hep ma c’hellfe bezañ adkavet tres hec’h hent na roudenn he staon er c’hoummoù ;

Comme l’oiseau vole à travers l’espace sans qu’on trouve aucune empreinte de son parcours : du battement de ses ailes, il fouette l’air léger, le fend avec violence dans le sifflement de son vol et le traverse sans qu’on trouve signe de ce passage… Sg 5, 11 : pe c’hoazh evel al labous a nij a-dreuz an aer hep lezel war e lerc’h arouez ebet eus e dreug : A daolioù-pluñv e flap an aezhenn skañv ouzh he regiñ gant sourradenn nerzhus ; mont a ra war-raok war-bouez taolioù e zivaskell, ha goude-se ne weler merk ebet eus e dremen ;

Comme la flèche lancée vers la cible déchire l’air aussitôt refermé, si bien qu’on ignore quelle fut sa trajectoire… Sg 5, 12 : pe c’hoazh evel ur bir bannet war-du e bal dre an aer roget o tistreiñ diouzhtu warnañ e-unan ken na c’heller ket gouzout dre belec’h eo aet hebiou.

Ainsi de nous : à peine nés, nous avons disparu, nous n’avons pu montrer aucun signe de vertu et, dans notre malice, nous nous sommes consumés. » Sg 5, 13 : Evel-se ni ivez, a vec’h ganet, hon eus paouezet da vezañ, ha n’hon eus da ziskouez tres ebet a vertuz, nemet en hor fallagriezh hon eus bevezet hor buhez".

L’espoir de l’impie est comme un brin de paille emporté par le vent, comme l’écume légère chassée par l’ouragan ; il se dissipe comme fumée au vent, il passe son chemin comme le souvenir de l’hôte d’un jour. Sg 5, 14 : Ya, evel pell skubet gant an avel eo goanag an den fall, evel an eon skañv skrapet kuit gant ar gorventenn, evel moged o steuziañ er gwent, evel eñvor dibad ostiziad un deiz.

Les justes, eux, vivent pour toujours, le Seigneur détient leur récompense, le Très-Haut prend soin d’eux. Sg 5, 15 : Ar re reizh avat a vev da virviken : Etre daouarn an Aotrou emañ o gopr, an Uhelañ eo an hini a breder outo :

Aussi recevront-ils de la main du Seigneur le royaume de splendeur et le diadème de beauté, car de sa droite il les protégera, et son bras les couvrira. Sg 5, 16 : Gant se e resevint digant dorn an Aotrou ar gurunenn roueel skedus hag an taled kenedus. Rak o goudoriñ a ray gant e vrec’h dehoù, o gwaskediñ a ray dindan e gazel.

Il prendra pour armure son ardeur jalouse, il armera la création pour réprimer ses ennemis. Sg 5, 17 : Da harnez-brezel e kemero e warizi a dan, hag armañ a ray ar c’hrouadurioù evit dizarbenn e enebourien ;

Il revêtira la justice comme cuirasse et mettra comme casque le jugement sans appel ; Sg 5, 18 : e-giz hobregon e wisko ar Justis, hag evel tok-houarn e lakay war e benn barnerezh peurleal.

il prendra comme bouclier l’invincible sainteté ; Sg 5, 19 : Evit e skoed e kemero krog er santelezh didrec’hus.

en guise d’épée, il affûtera sa colère implacable, et l’univers, à ses côtés, combattra les insensés. Sg 5, 20 : Lemmañ a ray e gounnar dibleg e-giz ur c’hleze : Hag an hollved a-gevret gantañ a stourmo ouzh an diskianted.

Flèches bien ajustées, les éclairs partiront, comme tirés depuis l’arc bien tendu des nuages, et frapperont leur cible ; Sg 5, 21 : E luc’hed a darzho, daredoù heñchet mat, hag a nijo eus ar c’houmoul betek o fal.

d’une catapulte jailliront des grêlons pleins de fureur, l’eau de la mer se déchaînera contre ces gens-là, et les fleuves les submergeront implacablement. Sg 5, 22 : Evel gant ur vatalm e vo stlapet mein-kazarc’h leun a gounnar. Dourioù ar mor a fuloro en o enep, ar stêrioù bras o beuzo didruez.

Un souffle puissant se lèvera contre eux et, tel un ouragan, les dispersera ; l’injustice transformera la terre entière en désert, et la dépravation renversera les trônes des puissants. Sg 5, 23 : Ur c’hwezh c’halloudus a savo enep dezho hag o skubo evel un tarzh-avel. Evel-se ar fallagriezh a wasto an douar a-bezh, hag an drougiezh a ziskaro tron ar C’halloudeien.