Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 17 a viz Eost 2025
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Jeremias (Lje 38, 4-6.8-10)
Va lakaet ec'h eus da vezañ un den a zizunvaniezh evit an douar a-bezh.
En deizioù-se ar renerien a lavaras d'ar roue Sedekias :
« Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, peogwir e tigaloneka ar vrezelourien,
chomet e-barzh ar gêr-mañ, koulz hag ar bobl a-bezh, o lavarout seurt komzoù.
An den-se, e gwirionez, ne glask ket silvidigezh ar bobl-mañ,
met he gwalleur. »
Respont a reas ar roue Sedekias : « Setu-eñ amañ !
Etre ho taouarn emañ, rak ar roue ne c'hell netra en hoc'h enep ! »
Kregiñ a rejont eta e Jeremias hag e stlepel e puñs-glav Malkia, mab ar roue,
a oa e-barzh porzh ar warded ;
diskenn a rejont Jeremias war-bouez kerdin.
E-barzh ar puñs-glav ne oa ket a zour, met fank hepken,
ha Jeremias a sankas er fank.
Ebed-Melek, eus palez ar roue, a zeuas neuze er-maez anezhañ da gomz ouzh ar roue,
en ur lavarout dezhañ :
« Aotrou va roue, an dud-se o deus graet fall
e kement o deus graet da Jeremias, ar profed :
E stlapet o deus er puñs-glav, e lec'h ma varvo gant an aon,
rak n'eus mui a vara e kêr. »
Ar roue a roas neuze an urzh-mañ da Ebed-Melek, an Etiopiad :
« Kemer ac'hann tregont gwaz da vont ganit,
ha laka da zont er-maez eus ar puñs-glav Jeremias,
ar profed, a-raok ma varvo. »
🎶 Salm
Salm 40 Salm 40 (39), 2, 3, 4, 18
D : Deuit d'hor sikour, Aotrou !
Deuit buan d'hor skoazellañ.
Esperet, esperet em eus en Aotrou,
ha stouet en deus war-zu ennon.
Klevet en deus va galvadenn
va zennet en deus eus poull ar marv.
Kadarnaet en deus va zreid war ar roc'hell,
startaet va c'hammedoù.
Lakaet en deus em genou ur ganaouenn nevez,
ur veuleudi d'hon Doue.
Me avat, reuzeudik ha paour evel ma 'z on,
an Aotrou en deus preder ouzhin.
Va skoazell ha va dieuber ez oc'h-c'hwi ;
na zaleit ket, o va Doue.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher d'an Hebreed (Heb 12, 1-4)
Redomp gant habaskted d'an emgann kinniget dimp.
Breudeur : ni ivez, o kaout en-dro deomp un niver ken stank a destoù,
taolomp kuit diwarnomp kement tra hor ponnerafe,
hag ar pec'hed strobinellus.
Stourmomp gant dalc'hegezh,
evit trec'hiñ er redadenn kinniget deomp,
en ur stagañ hor selloù ouzh an Hini a ren hor feiz
hag he c'has d’ar barfeted, Jezuz.
Eñ hag en deus graet fae war an eurvad en em ginnige dezhañ,
evit gouzañv ar Groaz, hep derc'hel kont eus an dismegañs,
eñ hag a zo azezet hiviziken en tu dehou da gador-veur Doue.
Soñjit tostoc'h pebezh enebiezh outañ
e-unan en deus gouzañvet a-berzh ar bec'herien,
evit na zeuio ket hoc'h eneoù da skuizhañ na da semplañ.
N’eo ket c'hoazh betek ar gwad
hoc'h eus bet da enebiñ en ho stourm-c'hwi ouzh ar pec'hed.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 12, 49-53)
N'on ket deut da reiñ ar peoc'h, hogen an disranniezh.
En amzer-se e lavare Jezuz d'e ziskibien :
« An tan ez on deuet da zegas war an douar,
ha nag e karfen e vefe krog a-benn bremañ !
Ur vadeziant am eus da vezañ badezet enni,
ha pegen enkrezet ez on ken na vo kaset da benn !
Krediñ a ra deoc'h ez eo ar peoc'h ez on deuet da zegas war an douar ?
N’eo ket, me lavar deoc'h, hogen an disrann.
Rak adalek bremañ en un tiegezh a bemp e vo disrann,
tri oc'h enebiñ ouzh daou, ha daou ouzh tri.
Disrannet e vo an tad a-enep e vab, hag ar mab a-enep e dad,
ar vamm a-enep he merc'h, hag ar verc'h a-enep he mamm,
ar vamm-gaer a-enep he merc'h-kaer,
hag ar verc'h-kaer enep he mamm-gaer. »
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 17 a viz Eost 2025Lukaz 12, 49-53 - Gant Anne Bodennec ha Fulup Guillou eo displeget an Aviel.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
