Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 19 a viz Here 2025

29vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr an Ermaeziadeg (Er 17, 8-13)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Pa save Moizez e zaouarn, e trec'he Israel.

En deizioù-se e teuas Amalek d’ober brezel da Israel e Refidim.
Neuze e lavaras Moizez da Josoua :
"Dibab tud ha kae war-raok d’en em gannañ ouzh Amalek ;
Arc'hoazh e vin em sav war benn ar run, ha bazh Doue em dorn."
Ha Josoua a reas evel m’en devoa lavaret Moizez dezhañ hag e stourmas ouzh Amalek ;
e-pad ar c’heit-se Moizez, Aaron hag Hour a bignas war-lein ar grec’henn.
Ha pa save Moizez e zorn, e trec'he Israel,
hogen p’henn izelae, e trec'he Amalek.
Evel ma oa aet pounner daouarn Moizez,
e kemerjont ur maen a lakjont dindanañ,
hag eñ a azezas warnañ.
Aaron hag Hour a harpe e zaouarn, unan diouzh un tu hag egile diouzh an tu all :
evel-se e chomas sonn e zaouarn betek kuzh-heol.
Ha Josoua a faezhas Amalek hag e dud gant barvenn ar c’hleze.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 121 Salm 121 (120), 1-2, 3-4, 5-6, 7-8

📖 Levr ar salmoù : Salm 121

D : Hor sikour eo anv an Aotrou,
oberour an neñv hag an douar !


Sevel a ran va daoulagad war-zu ar menezioù,
e teuio diouto va sikour.
Va sikour din eo an Aotrou,
oberour an neñv hag an douar.

Ne lezo ket da droad da strebotiñ,
ne gousko ket da ziwaller.
Nann, morse ne vored na ne gousk,
diwaller Israel.

An Aotrou eo da ziwaller,
an Aotrou da warez,
emañ a-zehou dit-te.
E-pad an deiz ne skoio ket an heol ouzhit,
nag al loar e-pad an noz.

An Aotrou az tiwall diouzh pep droug,
diwall a ra da ene.
Diwall a raio da vonedone
bremañ evel da holl viken.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus an eil lizher da Dimoteoz (2Tz 3, 14 – 4, 2)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ra vo peurvat an den a Zoue
ha prest d'ober kement a zo mat.


Va mab muiañ-karet :
Te avat, dalc'h d’ar pezh ac'h eus desket,
a welez ar suradenn anezhañ.
Gouzout a rez pere eo ar vistri o deus da gelennet.
Rak adal da vugaleaj ec'h anavezez ar Skriturioù Sakr ;
int hag a c'hell reiñ dit ar furnez a gas d’ar silvidigezh, dre ar feiz er C'hrist Jezuz.
An holl Skritur a zo awenet gant Doue,
ha talvoudus eo da reiñ kelennadurezh, difaziañ, adreizhañ, stummañ d’ar reizhded,
ma vo peurvat an den a Zoue ha paramantet d’ober kement zo mat.
Da c'hourfediñ a ran dirak Doue an Tad ha dirak ar C'hrist Jezuz
a zle dont da varn ar re vev hag ar re varv,
en anv an Deiz m’en em ziskouezo en e c'halloud-roue,
prezeg ar gomz, dalc'h war an dud a-dreuz hag a-hed,
difazi, gourdrouz, asped gant pasianted divrall ha gant youl da genteliañ.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 18, 1-8)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Doue a roio o gwir d'ar re zibabet gantañ a youc'h war-zu ennañ.

Allelouia ! Allelouia ! (Kv. Hb 4, 12)
Komz Doue zo bev, nerzhus, hag efedus ;
gouest eo da varn mennadoù ha soñjoù ar galon.
Allelouia !

En amzer-se e lavare Jezuz d'e ziskibien ur barabolenn
diwar-benn ar ret ma 'z eo pediñ dalc'hmat hep laoskaat :
« En ur gêr bennak, emezañ, e oa ur barner ha na zouje ket Doue,
ha n’en devoa resped ebet evit an dud.
Hag er gêr-se ivez e oa un intañvez a zeue d’e gaout en ur lavarout dezhañ :
Ro va gwir din enep va enebour.
Hag e-pad pell, ne fellas ket dezhañ.
Met a-benn ar fin, e lavaras ennañ e-unan : Ha goude na zoujan ket Doue ha n’em eus resped ebet evit den,
koulskoude, dre ma 'z eo un torr-penn an intañvez-se,
e roin he gwir dezhi, gant aon na zalc’hfe da zont hep fin ebet d’ober trouz din ».
Hag an Aotrou a lavaras : « Klevit ar pezh a lavar ar barner disleal-se.
Ha Doue ne roje ket o gwir d’e dud dibabet pa c’harmont etrezek ennañ, noz-deiz,
hag a chomfe o taleañ en o c’heñver ?
Me a lavar deoc’h, e roio prim o gwir dezho.
Hogen pa zeuy Mab an Den, daoust hag e kavo feiz war an douar ? »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 19 a viz Here 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn