Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 26 a viz Here 2025

30vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Sirac'h (Sir 35, 15b-17.20-22a)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Pedenn an den izelek a-dreuz an oabl.

Ur barner eo an Aotrou, na zalc'h ket kont eus diavaezioù an dud ;
Ne ra ket diouzh diavaezioù an dud a-enep ar paour,
Ha selaou a ra goulenn an den gwasket.
Ne zispriz ket aspedenn an emzivad, nag an intañvez pa ziskuilh he c’hlemmadenn.
An hini a servij Doue hervez e c'hrad a vo degemeret,
Hag e c'houlenn a savo betek an neñv.
Pedenn an den izelek a dreant an neñvoù,
Keit ha n'he deus ket tizhet he fal, ne gav ket frealz.
Ken n'en devo torret kein an dud didruez
Ha douget kastiz d'ar baganed ;
Ken n'en devo diwriziennet engroez al lorc'heien
Ha torret bazh-ren an dud direizh ;
Ken n'en devo talvezet da bep unan hervez e oberoù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 34 Salm 34 (33), 2-3, 16.18, 19.23

📖 Levr ar salmoù : Salm 34

D : Ar paour en deus garmet,
hag an Aotrou en deus e selaouet.


Bennigañ a rin an Aotrou e pep amzer,
dalc'hmat e vezo e veuleudi em genou.
Rak en Aotrou emañ gloar va ene,
ra glevo, ra vo laouen an dud vihan.

Rak an Aotrou a dro e selloù enep ar re a ra an droug,
evit raskañ a-diwar an douar an eñvor anezho.
Huchal a reont, hag o selaou a ra an Aotrou,
o dieubiñ a ra eus o holl enkrezioù.

Tost emañ an Aotrou d'ar re brevet o c'halonoù,
ar speredoù mantret, o salviñ a ra.
Met an Aotrou a zaspren e servijerien,
nann, ne vo ket kondaonet an neb en em repu ennañ.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus an eil lizher da Dimoteoz (2Tz 4, 6-8.16-18)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

En diwezh ez eo roet din kurunenn ar reizhded.

Va mab muiañ-karet :
Me avat a zo dare va gwad da vezañ skuilhet da brofadenn,
ha deuet eo koulz va disparti.
Stourmet em eus an emgann mat,
echuet em eus va redadenn, miret em eus ar feiz.
Chom a ra ouzh va gortoz ar gurunenn a reizhded,
a vo roet din en Deiz-se, gant an Aotrou, ar barner reizh,
ha n’eo ket hepken din-me, met da gement hini en devezo gortozet gant karantez e Emziskleriadur.
Ar wech kentañ, evit va difennadur,
n’eus bet den o tont d’am skoazellañ ;
dilezet on bet gant an holl.
Gant na vo ket kontet se dezho !
An Aotrou a oa em c’hichen, ha va c’hennerzhet en deus,
evit ma vefe peur-embannet ganin ar silvidigezh
ha ma vefe klevet gant an holl Baganed.
A-benn ar fin ez on bet tennet eus genou al leon.
An Aotrou am dieubo diouzh pep droug-oberenn
hag am salvo en e rouantelezh neñvel.
Dezhañ gloar da holl viken. Amen.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 18, 9-14)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ar Publikan a ziskennas reizhet d'e di, ha nann ar Farizian.

Allelouia ! Allelouia ! (Kv. 2 Kor 5, 19)
Bez e oa Doue, er C'hrist, oc'h adunvaniñ ar bed gantañ e-unan,
hag en deus skuilhet ennomp komz an adunvanidigezh-se.
Allelouia !

En amzer-se e lavaras Jezuz ar barabolenn-mañ evit ar re a gave dezho e oant reizh,
hag a zisprize ar peurrest eus an dud :
« Daou zen a bignas d’an Templ da bediñ :
unan anezho a oa Farizian hag egile Publikan.
Ar Farizian sonn en e sav,
a bede evel-hen ennañ e-unan :
Doue, da drugarekaat a ran dre ma n’on ket evel ar peurrest eus an dud,
a zo laeron, tud disleal, avoultrerien, nag evel ar Publikan-mañ.
Yunañ a ran div wech ar sizhun,
hag e roan an deog eus kement a c’hounezan.
Ar Publikan avat, o ’n em zerc’hel pell-bras,
ne grede ket zoken sevel e zaoulagad etrezek an Neñv,
nemet skeiñ a rae war boull e galon en ur lavarout :
Doue, az pez truez ouzhin-me, pec’her ma-z on !
Me 'lavar deoc’h, hemañ a ziskennas d’e di reizh dirak Doue ha n’eo ket egile,
rak an neb en em uhela a vezo izelaet, hag an neb en em izela a vezo uhelaet ».

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 26 a viz Here 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
📅 D'ar Sul 26 a viz Here 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn