Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 30 a viz Du 2025

1añ sul an Azvent🟣 Mouk

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Izaia (Iz 2, 1-5)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

An Aotrou a zastum an holl bobloù e peoc'h peurbadel Rouantelezh Doue.

Sed ar gomz a welas Izaia, mab Amos, diwar-benn Judea ha Jeruzalem :
E dibenn an amzer e vo diazezet Menez ti an Aotrou
War gern ar menezioù,
Hag e savo a-us d'an tosennoù,
Ha war-zu ennañ e teredo an holl vroadoù.
Pobloù e-leizh a zeuio hag a lavaro :
«Deuit ha pignomp war-zu Menez an Aotrou,
War-zu ti Doue Yakob !
Ma kelenno deomp e hentoù
Ha ma kerzhimp en e wenodennoù.»
Rak eus Sion e teuio al Lezenn
Hag eus Jeruzalem lavar an Aotrou.
Barn a raio etre ar broadoù
Ha tredeog e vo etre e-leizh a vroadoù.
Terriñ a raint o c'hlezeier evit ober soc'hioù ganto
Ha filzier gant o goafioù ;
Ne vo ket savet mui ar c'hleze enep ur vroad
Ha ne vo mui desket ober brezel.
Tud tiegezh Yakob, deuit,
Ha kerzhomp e sklêrijenn an Aotrou !

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 122 Salm 122 (121), 1-2. 4-5. 6-7. 8-9

📖 Levr ar salmoù : Salm 122

D : Mont a raimp laouen da di an Aotrou !

Na laouen on bet p'eo bet lavaret din :
« deomp da di an Aotrou ! »
Ha setu bremañ hon treid o chom a-sav
e-harz da zorojoù, Jeruzalem !

Betek enni e pign ar meuriadoù, meuriadoù an Aotrou,
ur c'hustum eo en Israel, evit meuliñ anv an Aotrou.

Rak eno eo bet diazezet kadorioù al lez-varn,
kadorioù tiegezh David.

Pedit eta evit eurvad Jeruzalem :
« Ra vo surentez d'ar re az kar !
An eurvad dit etre da vogerioù,
ar peoc'h evit da balezioù ! »

Abalamour d'am breudeur, d'am mignoned,
e c'houlennan ar peoc'h warnout.
Dre ma 'z out ti an Aotrou, ti hon Doue
e pedan evit da eurvad.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (ro 13, 11-14a)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Tostoc'h ouzhimp emañ ar silvidigezh.

Va breudeur,
An eur eo bremañ evidoc'h d’en em dennañ eus ar c'housked ;
tostoc'h deomp emañ bremañ ar silvidigezh eget paz oamp deuet d’ar feiz.
An noz a zo aet war-raok ; emañ an deiz o tostaat.
Distaolomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn.
E-giz ma reer en deiz, en em renomp evel ma tere :
Hep korfadoù na mezventi ;
hep riboderezh nag hudurniezh ;
hep trouz kenetrezomp na gwarizi.
Met gwiskit warnoc’h an Aotrou Jezuz Krist,
ha na vezit ket chalet gant ho korf, nag ober e c’hoantegezhioù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 24, 37-44)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Beilhit evit bezañ prest.

Allelouia ! Allelouia ! (S 85 (84), 8)
Diskouezit dimp, Aotrou, ho trugarez,
Grit deomp gwelout deiz ho silvidigezh.
Allelouia !

En amzer-se, e lavaras Jezuz d'e ziskibien :
« Evel ma voe e deizioù Noe, evel-se e vo ivez e Donedigezh Mab an Den.
Rak en deizioù a-raok an Dour-beuz e veze an dud o tebriñ, oc'h evañ,
o timeziñ paotred ha merc'hed, betek ma 'z antreas Noe en arc'h,
hag an dud ne ouezjont netra betek ma teuas an Dour-beuz
o c'hasas holl gantañ ; evel-se e vo ivez Donedigezh Mab an Den.
Neuze, eus daou zen a vo er park e vo kemeret unan ha lezet egile ;
eus div vaouez a vo o valañ gant ar vrev e vo kemeret unan ha lezet eben.
Beilhit eta peogwir n’ouzoc’h ket pegoulz e tle ho Mestr dont en-dro.
Komprenit mat kement-mañ :
Mar ouije ar penn-tiegezh da bet eur eus an noz e tle dont al laer,
e veilhje mat ha ne devije ket lezet ober un toull en e di.
Rak-se bezit prest, c'hwi ivez, rak d’an eur na soñjit ket e teuio Mab an Den. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 30 a viz Du 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn