Lectures du dimanche
📅 D'ar Sul 29 a viz Mezheven 2025
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (eb 12, 1-11)
En amzer-se, e teuas Herodez da heskinañ hiniennoù eus an Iliz. Lakaat a reas dibennañ Jakez, breur Yann. O welout e plije an dra-se d'ar Yuzevien, e lakas kregiñ ivez e Pêr. Kement-se a zegouezhas e deizioù ar bara-dic'hoell. Lakaat a reas kregiñ ennañ, e deurel er prizon ; ha pevar rummad, a bevar soudard pep hini, a voe lakaet d'e ziwall. En e soñj edo degas anezhañ dirak ar bobl goude gouelioù Pask. Pêr a oa eta er prizon. Met an Iliz ne ehane ket da bediñ Doue evitañ.
En noz a-raok ma tlee Herodez e zegas dirak ar bobl, Pêr, staget gant div chadenn, a oa kousket etre daou soudard, ha gwardoù a oa dirak an nor o tiwall ar prizon. Ha setu, en un taol, ec'h erruas Ael an Aotrou hag e voe an toull-bac'h karget a Sklêrijenn. An ael, o skeiñ Pêr en e gostez, a zihunas anezhañ en ur lavarout : “ Sav buan ! ” Hag e kouezhas ar chadennoù eus e zaouarn. “ Lak da c'houriz ha da sandalennoù ”, eme adarre an ael ; ar pezh a reas. “ Gwisk da vantell, emezañ, ha deus ganin ”.
Pêr a yeas er maez d'e heul, hep gouzout e oa gwirion-mat ar pezh a oa graet gant an ael. Krediñ a rae dezhañ kaout ur weledigezh. Treuziñ a rejont ar post-gward kentañ, hag an eil, hag e tegouezhjont dirak an nor-houarn a zigor war kêr ; anezhi hec'h-unan e tigoras dirazo. Mont a rejont er-maez, ha kerzhout betek penn ar ru, hag en un taol ez eas an ael kuit dioutañ.
Neuze e teuas Pêr ennañ e-unan hag e lavaras : “ En dro-mañ ec'h ouzon en deus Doue degaset e ael ha va zennet a-dre daouarn Herodez hag eus kement edo ar Yuzevien o c'hortoz ”.
🎶 Psaume
Psaume 34 Salm 34 (33), 2-3. 4-5. 6-7. 8-
D : Eus va holl spontoù en deus va dieubet an Aotrou.
Pe : Emañ ael an Aotrou o kampañ en-dro d'e zoujerien.
Bennigañ a rin an Aotrou e pep amzer,
dalc'hmat e vezo e veuleudi em genou.
Rak en Aotrou emañ klod va ene,
ra glevo, ra vo laouen an dud vihan.
Kanmeulit ganin braster an Aotrou,
holl a-gevret, enoromp uhelder e anv.
Klasket em eus an Aotrou ha va selaouet en deus,
eus va holl spontoù en deus va dieubet.
Sellit outañ ha sklêrijennet e vezot,
ha n'ho po ket da ruziañ gant ar vezh.
Galvadenn ar paour, an Aotrou he selaou,
hag eus e holl ankenioù en tenn.
Emañ ael an Aotrou o kampañ en-dro d'e zoujerien evit o dieubiñ.
Tañvait ha gwelit pegen kuñv eo an Aotrou ;
eürus an den en em c'houdor ennañ.
Sellit outañ hag e viot Sklêrijennet,
Hag ho tremm ne ruzio ket gant ar vezh.
Ur paour-kaezh a c'halv : an Aotrou a selaou,
Hag eus e holl ankenioù e salv anezhañ.
Kampañ a ra ael an Aotrou
E-kichen ar re a zouj anezhañ, d'o saveteiñ.
Tañvait ha gwelit pegen mat eo an Aotrou !
Eürus an den en em c'houdor ennañ.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus eil lizher an abostol sant Paol da Dimoteoz (2Tz 4, 6-8. 17-18)
Chom a ra ouzh va gortoz ar gurunenn a reizhded.
Va muiañ-karet : Me avat a zo dare va gwad da vezañ skuilhet da brofadenn,
ha deuet eo koulz va disparti.
Stourmet em eus an emgann mat, echuet em eus va redadenn, miret em eus ar feiz.
Chom a ra ouzh va gortoz ar gurunenn a reizhded, a vo roet din en Deiz-se,
gant an Aotrou, ar barner reizh, ha n’eo ket hepken din-me, met da gement hini en devezo gortozet gant karantez e Emziskleriadur.
An Aotrou a oa em c'hichen, ha va c'hennerzhet en deus, evit ma vefe peurembannet ganin ar silvidigezh ha ma vefe klevet gant an holl baganed.
A-benn ar fin ez on bet tennet eus genou al leon. An Aotrou am dieubo eus pep drougoberenn hag am salvo en e rouantelezh neñvel. Dezhañ gloar da holl viken. Amen.
✝️ Évangile
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Mazhev (Mz 16, 13-19)
Jezuz, deuet e korn-bro Sezare-Filip, a c'houlennas ouzh e ziskibien : “ Piv, eme an dud, eo Mab an Den ?” Int-i ‘respont : “Evit lod eo Yann Vadezour, evit re all Eliaz, evit re all c’hoazh Jeremiaz pe unan eus ar brofeded”.
“Ha c’hwi, piv e lavarit ez on-me ?” Simon Pêr a respont o lavarout : “Te eo ar Mesiaz, Mab an Doue bev !” Jezuz ivez a respontas o lavarout : “Eürus out, Simon, Mab Jonaz, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad n’o deus disklêriet dit da anaout an dra-se, met va Zad hag a zo en Neñv. Ha me ’lavar dit : te ’zo roc’h ha war ar roc’h-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegezhioù ar marv trec’h dezhi. Dit e roin alc’hwezioù Rouantelezh an Neñvoù ha kement az po liammet war an douar, a vo liammet en Neñvoù, ha kement az po diliammet war an douar a vo diliammet en Neñvoù”.
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Sul 29 a viz Mezheven 2025Maze 16, 13 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.
