Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sul 7 a viz Gwengolo 2025

23vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 1ère lecture

Lennadenn diwar levr ar Furnezh (Fu 9, 13-18)

📖 Voir dans la Bible

Piv a c'hell intent petra a fell d'an Aotrou ?

Pehini an den a c’hell anavezout mennad Doue ? Ha piv a c’hell meizañ bolontez an Aotrou ?
Rak lent eo soñjoù an dud varvus hag horjellus hor mennadoù ; hor c’horf breinadus a bonnera hon ene, hag an ti-annez priek-mañ a sach d’an traoñ ar spered mil-ha-mil e nec’hamantoù.
A vec’h ma tivinomp ar pezh a zo war an douar, a boan ma kavomp ar pezh a zo dindan hon dorn : piv eta en deus dizoloet ar pezh a zo en Neñvoù ?
Ha da youl, piv en divije anavezet anezhi, mar n’az pije da-unan roet ar Furnez, ha kaset eus an nec’h da Spered santel ?
Evel-se eo bet lakaet reizh hentoù ar re a chom war an douar, evel-se o deus desket an dud petra ’zo plijus dit, ha gant ar Furnez int bet salvet".

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 90 Salm 90 (89), 3-4, 5-6, 12-13, 14.17abc

📖 Psautier : Psaume 90

D : Aotrou, C’hwi zo bet evidomp ur repu a rummad da rummad.

Addegas a rit an den d'ar boultrenn,
pa lavarit : «Distroit, bugale Adam.»
Rak mil bloaz dirak ho taoulagad 'zo evel un devezh,
evel ur veilhadenn eus an noz.
O c'has a rit ganeoc'h ken bresk hag un hunvre :
heñvel eo an dud ouzh ar geot a dremen,
a vleugn hag a sav gant ar beure,
hag a vez gant an noz gweñvet ha disec'het.
Deskit deomp kontañ mat niver hon deizioù,
evit gounit furnezh ar galon.
Distroit, Aotrou, betek pegoulz?
Bezit leun a druez ouzh ho servijerion.
Roit deomp gant ar beure hor gwalc'h eus ho trugarez,
ma tridimp ha m'hor bo levenez a-hed hon deizioù.
Ra baro warnomp madelezh an Aotrou, hon Doue !
roit deomp ho skoazell evit labour hon daouarn.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher an Abostol Paol da Filemon (Fil 9b-10.12-17)

📖 Voir dans la Bible

Degemer eñ, n'eo ken evel ur sklav, met evel ur breur dreist-karet.

Va mab muiañ-karet : Evel ma 'z on, me Paol gozh,
bremañ zoken prizoniad ar C'hrist Jezuz,
eo me az ped evit va mab, an hini am eus ganet em chadennoù, Onezimoz.
E gas a ran dit en-dro, evel ma vefe hemañ va c'halon-me.
C'hoant am boa d'e virout em c'hichen, evit bezañ servijet gantañ
ez anv e seurt chadennoù a zougan evit an Aviel ;
koulskoude ne felle din ober netra hep da asant
evit na vefe ket ar madober-se un dra graet evel dre heg, met unan sevenet a-youl vat.
Marteze n’eo bet dispartiet diouzhit e-pad ur pennad,
nemet evit ma c'hellfes e gaout en-dro da viken ;
n’eo ket avat evel ur sklav ken,
met evel kalz gwelloc'h eget ur sklav, e-giz ur breur karet-meurbet :
Evidon eo deuet da vezañ kement-se,
na pegement muioc'h ne vo ket se ivez evidout,
war dachenn ar bed kenkoulz hag e-keñver an Aotrou.
Neuze ma ’m sellez evel ur mignon, degemer anezhañ eveldon va-unan.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 14, 25-33)

📖 Voir dans la Bible

An neb na zilez ket kement tra en deus, n'hell ket bezañ va diskibl.

En amzer-se, engroezioù bras a oa oc'h ober hent gant Jezuz,
hag eñ, o treiñ etrezek an dud, a lavaras dezho :
« Ma teu unan bennak davedon,
ha mar n’en deus ket kasoni ouzh e dad hag ouzh e vamm,
ouzh e wreg hag ouzh e vugale, ouzh e vreudeur, ouzh e c'hoarezed,
hag ouzh e vuhez zoken, n’hell ket bezañ diskibl din-me.
An neb na zoug ket e groaz ha na zeu ket war va lerc'h,
n’hell ket bezañ diskibl din-me.
«Rak piv ac'hanoc'h, ma fell dezhañ sevel un tour,
n’azez ket da gentañ d’ober ar gont eus an dispign,
da welout ha peadra a-walc'h en deus d’e beurober,
gant aon na c'hellfe ket, goude bezañ graet an diazez, kas al labour da benn,
ha na zeufe ar re a welje se d’ober goap anezhañ dre lavarout :
'' Sed aze unan en deus klasket sevel un tour ha n’en deus ket gellet e gas da benn ! ''
Pe c'hoazh, pe roue o vont d’ober brezel ouzh ur roue all,
n’azez ket da gentañ d’en em soñjal ha gallout a raio
gant dek mil den derc'hel penn ouzh an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil?
Anez-se, e-keit ha m’emañ pell c'hoazh egile,
e kas kannaded da c'houlenn ar peoc'h.
Evel-se kement hini ac'hanoc'h na zilez ket kement en deus,
n’hell ket bezañ diskibl din-me. »

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 7 a viz Gwengolo 2025
Lukaz 14, 25-33 - Gant Madalen Manac\'h ha Bastian Davy eo displeget an Aviel.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page