Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Sul 9 a viz Du 2025

Gouel Dedi Iliz-Veur al Latran⚪ Gwenn

Penniliz al ‘Laterano’ zo bet savet war-dro 320 e Roma gant an impalaer Kustentin e-kichen Palez tiegezh kozh al Lateraned ha gouestlet e oa bet d’ar C’hrist Salver. Iliz-kador ar Pab eo. Pemp Sened Ekoumenek zo bet dalc’het eno. Bez' ez eo an hini gentañ e keñver hender ha dellid eus holl ilizoù ar gristeniezh. Gant gouel he dedi e reer koun eus ar Pab, warlerc'hiad Pêr, en deus karg da vezañ evit pobl Doue, pennabeg ha diazez gwelus hec’h unanded.

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr Ezekiel  (Ek 47, 1-2.8-9.12)

📖 Voir dans la Bible

Gwelout a ris an dour o tont er-maez eus an Templ,
hag an holl el lec'h ma teue a voe salvet.


En deizioù-se an ael am c'hasas en-dro da zor an Ti,
ha setu ma strinke dour eus dindan treuzoù an Ti,
war-zu ar Reter, rak troet e oa talbenn an Ti war-zu ar Reter.
An dour a ziskenne eus dindan kostez dehou an Templ,
e kreisteiz an aoter.
Ha goude-se em lakaas da vont er-maez dre zor an hanternoz,
hag e reas din ober an dro dre an diavaez,
betek an nor diavaez a sell ouzh ar Reter,
ha setu ma rede an dour eus tu ar c'hreisteiz.
Hag e lavaras din : « An dour-se a ya da gaout rann-vro ar Reter ;
diskenn a ra er blaenenn evit mont d'ar Mor,
en dourioù heugus, ma vo yac'haet an dourioù-se.
Kement loen bev o fonnañ eno a vevo,
e kement lec'h ma tizho ar froud,
pesked niverus-kenañ a vo lec'h ma teuio an dour-se,
rak yac'haat a ra, hag ar vuhez en em zispak e kement lec'h ma-z a ar froud.
E-kichen ar froud, war e ribloù,
war an eil tu hag egile,
e kresko gwez frouezh a bep seurt na weñvo ket o deliadur na ne baouezo ket o frouezhioù :
bep miz e taolint frouezh nevez, rak o dourioù a zeu eus ar Santual ;
hag e servijo o frouezh da vagadur hag o delioù da louzoù-pareañ. »

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 46 Salm 46 (45), 2-3. 5-6. 8-9

📖 Psautier : Psaume 46

D : Gwazhioù ur Stêr vras a ro levenez da Gêr-veur Doue,
chomadur santelañ an Uhel-meurbet.


Doue a zo evidomp ur repu hag un difenn,
ur skoazell bepred ganeomp e pep anken.
Gant se n'hor bez ket aon pa vez eilpennet an douar,
pa drabidell ar menezioù e-kreiz ar mor,

Gwazhioù ur stêr vras a ro levenez da Gêr veur Doue,
chomadur santelañ an Uhel-meurbet.
En he c'hreiz emañ Doue ha divrall e chomo ;
aze emañ Doue d'he sikour da darzh an deiz.

Aotrou ar galloudoù a zo ganimp,
hon difenner eo Doue Yakob.
Deuit ha gwelit oberoù an Aotrou,
an taolioù sebezus en deus graet war an douar.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus al Lizher gentañ d’ar Gorintiz (1Go 3, 9c-11.16-17)

📖 Voir dans la Bible

C'hwi a zo Templ Doue.

Va breudeur, c'hwi eo park Doue, ti Doue.
Hervez ar c'hras en deus roet Doue din, em eus,
e-giz un tisaver fur, diazezet an ti ;
hag unan all a vañson warnañ.
Padal, da bep hini da deurel pled,
peseurt labour emañ oc'h ober war-c'horre.
Rak evit ar font ne c'hell den lakaat un all
estreget an hini a zo bet lakaet dija, da lavarout eo Jezuz-Krist.
Ha n’ouzoc'h ket ez oc'h templ Doue,
hag emañ Spered Doue o chom ennoc'h ?
Mar distruj unan bennak templ Doue,
Doue a zistrujo an den-se.
Rak sakr eo santual Doue, ha C'hwi eo ar santual-se.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann  (Yn 2, 13-22)

📖 Voir dans la Bible

Lavarout a rae se diwar-benn Templ e gorf.

Allelouia ! Allelouia ! (2 Dnv 7, 16)
Hag adal bremañ e tibaban hag e santelaan an Ti-mañ, eme an Aotrou,
ma vezo va Anv e-barzh da viken.
Allelouia !

Tost e oa Pask ar Yuzevien ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.
Kavout a reas en Templ ar werzherien ejened, deñved ha koulmed,
hag an drokerien-voneiz en o c'hoazez.
Hag o vezañ graet ur skourjez gant kerdin,
ec'h argasas an holl er-maez eus an Templ,
hag an deñved hag an ejened ;
stlabezañ a reas moneiz an drokerien hag ec'h eilpennas o zaolioù.
Ha d’ar varc'hadourien-goulmed e lavaras :
« Kasit kement-se ac'hann, ha na rit ket eus ti va Zad un ti-kenwerzh. »
Neuze e teuas soñj d’e ziskibien ez eo bet skrivet :
« Ar gred evit ho ti am debro-me. »
Ar Yuzevien avat a savas o mouezh hag a lavaras dezhañ :
« Peseurt arouez a ziskouezez deomp evit gallout ober kement-se ? »
Ha Jezuz da respont ha da lavarout dezho :
« Diskarit an Templ-mañ hag en ur ober tri devezh me en adsavo. »
Neuze ar Yuzevien a lavaras :
« C’hwec'h vloaz ha daou-ugent eo bet padet sevel an Templ-mañ,
ha te en ur ober tri devezh en adsavo ? »
Met eñ a gomze eus Templ e gorf.
Neuze pa voe adsavet a-douez ar re varv,
e teuas soñj d’e ziskibien en devoa lavaret an dra-se,
hag e kredjont er Skritur hag er gomz bet diskleriet gant Jezuz.

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 9 a viz Du 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page