Lectures du dimanche
📅 D'ar Sul 16 a viz Du 2025
📜 1ère lecture
Lennadenn eus diougan Malac'hia (Ma 3, 19-20a)
Heol ar reizhder a savo evidoc'h
Komz an Aotrou : Setu ma teu an Deiz dêvus evel ur forn,
ma vo an holl dud rok,
an holl drougoberourien, evel plouz ; an Deiz o tont o fulluc’ho, eme Aotrou an armeoù ;
ha ne lezo dezho na gwrizienn na skourr.
Met evidoc’h hag a zouj va anv, e paro an heol a reizhder gant ar bareañs en e vannoù.
🎶 Psaume
Psaume 98 Salm 98 (97), 5-6. 7-8. 9
D : An Aotrou a zeu da varn ar pobloù gant eeunded.
Salmit d'an Aotrou war an delenn,
war an delenn ha gant son ar gitar ;
gant an drompilh ha gant mouezh ar c'horn,
youc'hit d'an Aotrou, ar roue !
Ra voudo ar mor gant kement a zo ennañ,
an hollved ha kement a zo warnañ.
Ra stlako ar stêrioù bras o daouarn,
ra drido a-unan ar menezioù !
Dirak an Aotrou, rak dont a ra,
dre m'emañ o tont da varn an douar.
Barn a raio an hollved gant reizhded,
hag ar pobloù gant eeunded !
📜 2ème lecture
Lennadenn eus an eil lizher d'an Desalonikiz (2Te 3, 7-12)
Ma 'z eus unan bennak ha na fell ket dezhañ labourat, arabat dezhañ debriñ.
Va breudeur, gouzout a rit mat hoc’h-unan penaos hoc’h eus da gemer skouer warnomp.
Rak n’hon eus ket bevet en ho touez hep labourat,
ha ne oa ket ur bara roet deomp e donezon an hini hon eus debret,
met labouret ha poaniet hon eus deiz ha noz,
evit diwall da sammañ hini ebet ac’hanoc’h.
N’eo ket n’hor boa ket ar gwir d’henn ober,
nemet e felle deomp en em reiñ deoc’h,
ni hon-unan, evel ur skouer da heuliañ.
Kenkoulz all, p’edomp en ho touez,
hon eus kemennet deoc’h an dra-mañ :
nep piv bennak na fell ket dezhañ labourat,
ne zle ket debriñ kennebeut all.
Hogen klevout a reomp lavarout ez eus en ho touez hiniennoù a vev en diegi,
hep ober netra met o firbouchal bepred.
Ar re-se, kemenn a reomp dezho hag e c’houlennomp outo,
en anv an Aotrou Jezuz Krist,
labourat er sioulder evit debriñ ur bara o devo gounezet o-unan.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 21, 5-19)
En ur zerc'hel mat d'ho feiz e virot hoc’h eneoù.
Allelouia ! Allelouia ! (Lk. 21, 28)
Sellit ha savit ho pennoù,
rak tost emañ ho tasprenidigezh.
Allelouia !
En amzer-se e lavaras hiniennoù diwar-benn an Templ,
a oa kinklet gant mein kaer ha donezonoù-gouestl :
« Evit an traoù-se a sellit outo e teuio deizioù ma ne chomo ken anezho maen war vaen a gement na vo ket diskaret ».
Goulenn a rejont ouzh Jezuz :
« Mestr, pegoulz eta e vo kement-se,
ha petra vo ar sin ma vo an traoù-se war-nes c’hoarvezout ? »
Eñ a respontas :
« Diwallit da ziheñchañ.
Rak kalz a zeuio dindan va anv hag a lavaro : Me eo ! ha : Tost eo ar c’houlz ! N’it ket d’o heul.
Ha pa glevot komz eus brezelioù ha taolioù-dispac’h,
na vezit ket spontet ;
ret eo e c’hoarvezfe kement-se da gentañ,
hogen n’eo ket diouzhtu e vo an diwezh ».
Neuze e lavaras dezho :
« Sevel a ray broad enep broad ha rouantelezh enep rouantelezh.
Krenoù-douar bras a vo,
hag amañ hag a-hont bosennoù, naonegezhioù ;
darvoudoù spontus a vo hag en neñv sinoù bras.
Met a-raok kement-se e taolint o daouarn warnoc’h,
ho stlejañ d’ar sinagogennoù ha d’ar prizonioù,
ho kas dirak ar rouaned hag ar c’houarnourien abalamour d’am anv.
Gant-se ho po tro da reiñ testeni din.
Lakait mat en ho soñj n’ho po ket da brederiañ en a-raok petra vo da respont.
Rak me eo a roio deoc’h komz ha furnez,
a seurt ma n’hello ket hoc’h enebourien herzel outo nag o dislavarout.
Gwerzhet e vezot zoken gant ho tad hag ho mamm, ho preudeur, ho tud kar hag ho mignoned ;
darn ac’hanoc’h a vo lazhet.
Ha kasaet e vezot gant an holl en abeg d’am anv.
Met, blevenn ebet diwar ho penn ne d-aio da goll.
Dre ho talc’hegezh er boan e c’hounezot hoc’h eneoù. »
