Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Yaou 25 a viz Kerzu 2025

Oferenn deiz an Nedeleg⚪ Gwenn

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr Izaia (Iz 52, 7-10)

📖 Voir dans la Bible

Holl pennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.

Pegen kaer war-lein ar menezioù treid ar c'hannad a geloù mat,
Degaser ar peoc'h, degemenner an eürusted,
Embanner ar silvidigezh,
An hini a lavar da Sion : Da Zoue a ya da ren !
Ur vouezh ! Da c'hedourien a sav o mouezh,
Hag holl a-gevret e youc'hont,
Hag o daoulagad a wel dirak o daoulagad
An Aotrou o tistreiñ da Sion.
Youc'hit a levenez, holl a-unan, o dismantroù Jeruzalem !
Rak an Aotrou a ro frealz d'e bobl, dasprenañ a ra Jeruzalem.
An Aotrou a ziskouez e vrec'h a santelezh a-wel d'an holl vroadoù,
Hag holl dibennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 98 Salm 98 (97), 1, 2-3ab, 3cd-4, 5-6

📖 Psautier : Psaume 98

D : Holl harzoù an douar o deus gwelet silvidigezh hon Aotrou.

Kanit d'an Aotrou ur ganenn nevez,
dre m'en deus graet burzhudoù.
Gounezet en deus an trec'h gant e zorn dehou,
ha gant e vrec'h santel.
An Aotrou en deus diskouezet e silvidigezh,
diskleriet en deus e reizhder d'an holl vroioù.
Soñj en deus bet eus e vadelezh
hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel.
Gwelet o deus broioù pellañ an douar
silvidigezh hon Doue.
Youc'hit d'an Aotrou, C'hwi an holl douaroù,
tridit gant levenez ha kanit.
Salmit d'an Aotrou war an delenn,
war an delenn ha gant son ar gitar ;
gant an drompilh ha gant mouezh ar c'horn,
youc'hit d'an Aotrou, ar roue.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher d'an Hebreed (Heb 1, 1-6)

📖 Voir dans la Bible

Doue en deus komzet ouzhomp en e Vab.

Goude bezañ, meur a wech hag e meur a c'hiz,
komzet gwezhall ouzh hon Tadoù dre ar Brofeded,
Doue, en deizioù-mañ, ar re ziwezhañ,
en deus komzet ouzhomp dre ar Mab,
an hini bet lakaet gantañ da benn-hêr war bep tra,
hag ez eo drezañ ivez en deus krouet ar bedoù.
Sked e splannder hag eilskeudenn e anien,
ar Mab-se hag a zalc'h pep tra er bed dre nerzh e Gomz,
goude bezañ kaset da benn puridigezh ar pec'hedoù,
a zo aet d’azezañ en tu dehou da Veurdez-Doue e barr an neñvoù,
O tont evel-se da vezañ seul uheloc'h a-us d’an Aeled,
m'en deus resevet da hêrezh un anv a-us d’o hini.
Da behini eus an Aeled en deus Doue lavaret biskoazh :
« Va Mab out-te ; me eo am eus da c'hanet hiziv. »
Pe c'hoazh : « Me a vo evitañ un Tad, hag eñ a vo evidon ur Mab. »
Hag adarre, p’emañ o tegas war an douar e Vab kentañ-ganet e lavar :
« Ra vo azeulet gant holl Aeled Doue. »

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 1, 1-18)

📖 Voir dans la Bible

Ar Gomz a zo en em c'hraet den hag en deus bevet en hon touez.

Allelouia ! Allelouia !
Hiziv ar sklêrijenn he deus skedet war an douar.
Pobloù ar bed-holl, antreit e sklaerder Doue ;
deuit holl da azeuliñ an Aotrou.
Allelouia !

Er penn kentañ edo ar Gomz, hag ar Gomz a oa gant Doue hag ar Gomz a oa Doue.
Er penn kentañ e oa gant Doue.
Drezañ eo bet graet pep tra, hag heptañ n’eus bet graet netra.
Ar pezh a zo bet graet ennañ a oa buhez, hag ar vuhez-se a oa sklêrijenn an dud.
Hag ar sklêrijenn a splann en deñvalijenn hag an deñvalijenn
n’he deus ket he dalc'het.
Bez’ e voe un den kaset gant Doue, Yann e anv.
Hemañ a zeuas evit un testeni, evit bezañ test d’ar sklêrijenn,
evit ma kredje an holl drezañ.
N’eo ket eñ a oa ar sklêrijenn, met dont a rae evit reiñ testeni d’ar sklêrijenn.
Ar sklêrijenn, an hini wirion hag a sklaera pep den, a oa o tont er bed.
Er bed edo, ha drezañ eo bet graet ar bed,
met ar bed n’en deus ket e anavezet.
Deuet eo en e dra, hag e re n’o deus ket e zegemeret.
Met da gement hini en deus e zegemeret,
en deus roet ar galloud da vezañ bugel da Zoue, d’an neb a gred en e anv,
eñ ha n’eo ket bet ganet eus ar gwad, nag eus youl ar c'horf,
nag eus youl an den, met eus Doue.
Hag ar Gomz a zo deuet da vezañ korf
ha savet en deus e deltenn en hon touez,
ha gwelet hon eus e c'hloar, gloar o tont dezhañ eus e Dad,
evel Mab unganet, leun a c'hras hag a wirionez.
Yann a ro testeni diwar e benn hag a youc'h en ur lavarout :
« Hemañ eo an hini a lavaren dioutañ :
An hini a zeu war va lerc'h a zo tremenet dirazon, dre m’edo araozon o vezañ. »
Ya, eus e leunder hon eus resevet holl, ha gras evit gras.
Rak al Lezenn a zo bet roet dre Voizez,
met ar c'hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
Doue, den ebet n’en deus e welet biskoazh ;
ar Mab unganet Doue, an hini a zo en askre an Tad, hennezh en deus e roet da anavezout.

pe al lennadenn verr :

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 1, 1-5.9-14)

📖 Voir dans la Bible

Ar Gomz a zo en em c'hraet den hag en deus bevet en hon touez.

Allelouia ! Allelouia !
Hiziv ar sklêrijenn he deus skedet war an douar.
Pobloù ar bed-holl, antreit e sklaerder Doue ;
deuit holl da azeuliñ an Aotrou.
Allelouia !

Er penn kentañ edo ar Gomz, hag ar Gomz a oa gant Doue hag ar Gomz a oa Doue.
Er penn kentañ e oa gant Doue.
Drezañ eo bet graet pep tra, hag heptañ n’eus bet graet netra.
Ar pezh a zo bet graet ennañ a oa buhez, hag ar vuhez-se a oa sklêrijenn an dud.
Hag ar sklêrijenn a splann en deñvalijenn hag an deñvalijenn
n’he deus ket he dalc'het.

Ar sklêrijenn, an hini wirion hag a sklaera pep den, a oa o tont er bed.
Er bed edo, ha drezañ eo bet graet ar bed,
met ar bed n’en deus ket e anavezet.
Deuet eo en e dra, hag e re n’o deus ket e zegemeret.
Met da gement hini en deus e zegemeret,
en deus roet ar galloud da vezañ bugel da Zoue, d’an neb a gred en e anv,
eñ ha n’eo ket bet ganet eus ar gwad, nag eus youl ar c'horf,
nag eus youl an den, met eus Doue.
Hag ar Gomz a zo deuet da vezañ korf
ha savet en deus e deltenn en hon touez,
ha gwelet hon eus e c'hloar, gloar o tont dezhañ eus e Dad,
evel Mab unganet, leun a c'hras hag a wirionez.

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Yaou 25 a viz Kerzu 2025
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page