Lectures du dimanche
📅 D'ar Sul 28 a viz Kerzu 2025
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Sirac'h (Sir 3, 2-6.12-14)
Neb a zouj an Aotrou a ra enor e dud.
An Aotrou a ro gloar d'an tad gant e vugale,
Hag ar varnadenn diwar-benn ur vamm a vez diazezet war he mibien.
An neb a enor e dad a zic'haou e bec'hedoù,
Hag an neb a ro gloar d'e vamm a zastum un teñzor.
Enorer e dad a gavo levenez en e vugale,
E deiz e bedenn e vezo selaouet.
An neb a ro gloar d'e dad en devo deizioù hir,
An neb a sent ouzh an Aotrou a roio diskuizh d'e vamm.
Bugel, kemer pled gant da dad en e gozhni,
Arabat dit e c'hlac'hariñ en e vuhez.
Zoken pa gollfe e skiant, bez damant outañ,
Ha n'e zispriz ket p'emaout-te e kreiz da nerzh.
Rak ar garantez e-keñver un tad ne vez ket ankounac’haet ,
A-enep ar pec'hed e vezo dit un ti a warez.
🎶 Psaume
Psaume 128 Salm 128, (127), 1-2, 3, 4-5
D : Eürus an holl dud a zouj an Aotrou, hag a gerzh en e hentoù !
Eürus out-te a zouj an Aotrou,
a gerzh en e hentoù.
Diwar frouezh da labour en em vagi,
eürus, en aezamant.
Da wreg evel ur winienn frouezhus
e diabarzh da di ;
da vibien evel plant yaouank olivez
en-dro d'az taol.
Setu penaos e vo benniget an den
hag a zouj an Aotrou.
An Aotrou d'az pennigo eus Sion,
ra weli eurvad Jeruzalem holl deizioù da vuhez.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Golosiz (Gol 3, 12-21)
Buhez an tiegezh en Aotrou.
Va Breudeur, c’hwi eta, dibabidi Doue, e sent hag e dud karet,
lakait ennoc'h soñjoù a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted.
En em c'houzañvit an eil egile.
Pardonit an eil d’egile mar en deus unan bennak tro da glemm eus unan all.
Evel m’en deus an Aotrou pardonet deoc'h, evel-se pardonit c'hwi ivez.
Dreist pep tra lakait ennoc'h ar garantez, hi hag a zo al liamm peurvat.
Ha peoc'h ar C'hrist da reno en ho kalonoù,
rak d’ar peoc'h-se oc'h bet galvet dre vezañ bodet en un hevelep korf.
en diwezh, bezit troet da drugarekaat.
Ra vezo komz ar C'hrist o chom en ho touez gant leunder ;
en em gelennit an eil egile, gant en em aliañ e pep furnez.
Kanit a-greiz kalon da Zoue gant salmoù, meulganoù ha kanaouennoù,
en ur drugarekaat dindan lusk ar Spered.
Ha petra bennak a c'hellfec'h lavarout pe ober,
ra vo bepred e anv an Aotrou Jezuz,
en ur zougen bennozh drezañ da Zoue an Tad.
C’hwi, gwragez, bezit sentus ouzh ho pried evel ma 'z eo dleet en Aotrou.
C’hwi gwazed, karit ho kwragez,
ha na vezit ket diaes en o c'heñver.
Bugale, sentit e pep tra ouzh ho tud,
rak kement-se a zo diouzh grad an Aotrou.
Tadoù, na hegit ket ho pugale, gant aon na zeufent da fallgaloniñ.
✝️ Évangile
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 2, 13-15.19-23)
Kemer ar bugel hag e vamm, ha tec'h d'an Egipt.
Allelouia ! Allelouia ! (Kol 3, 15a. 16a)
Peoc'h ar C'hrist da reno en ho kalonoù.
Ra vezo komz ar C'hrist o chom en ho touez gant leunder.
Allelouia !
Goude ma voe aet kuit ar vajed, setu un Ael eus an Aotrou
en em ziskouezas da Jozef dre e gousk, hag a lavaras dezhañ :
« Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h d’an Egipt,
ha chom eno betek ma lavarin dit ;
rak Herodez a ya da glask ar bugel evit e lazhañ. »
Eñ neuze a savas, a gemeras ar bugel hag e vamm e-kreiz an noz,
hag en em dennas d’an Egipt.
Chom a reas eno betek marv Herodez,
evit ma teufe da wir pezh en devoa lavaret an Aotrou dre gomzoù ar profed :
« Eus an Egipt em eus galvet va mab. »
Goude marv Herodez, setu an Ael eus an Aotrou
en em ziskouezas dre e gousk da Jozef en Egipt, da lavarout dezhañ :
« Sav, kemer ar bugel hag e vamm, ha kae da vro Israel ;
rak marv eo ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ. »
Eñ avat a savas, a gemeras ar bugel hag e vamm
hag a zeuas en-dro da vro Israel.
Met o klevout e rene Arkelaus war Judea e-lec'h e dad Herodez,
en devoe aon da vont di.
Aliet dre e gousk ec'h en em dennas e Galilea,
hag e teuas da chom en ur gêr anvet Nazared,
evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded :
« Nazaredad a vo graet anezhañ. »
🎙️ Écouter l'Évangile du jour
📅 D'ar Sul 28 a viz Kerzu 2025Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
