Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche

Lectures du dimanche

📅 D'ar Yaou 1 a viz Genver 2026

Santez Mari, Mamm Doue, Gouel-Meur⚪ Gwenn
Autres noms : Deiz kentañ miz Genver

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr an Niveroù (Ni 6, 22-27)

📖 Voir dans la Bible

Komz a reas an Aotrou ouzh Moizez en ur lavarout :
« Komz ouzh Aaron hag ouzh e vibien ha lavar dezho :
Evel-henn e vennigot mibien Israel en ur lavarout dezho :
An Aotrou Doue d’az pennigo ha d’az tiwallo.
An Aotrou Doue da lakaio e Zremm da lugerniñ warnout ha da raio trugarez ez keñver.
An Aotrou Doue da lakaio e Zremm da sevel war-zu ennout ha da roio dit ar peoc’h.
Evel-se eo e lakaint va anv war vugale Israel ha me a skuilho va bennozh warno. »

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

Psaume 67 Salm 67 (66), 2-3. 5-6, 8

📖 Psautier : Psaume 67

D : Doue da gaout truez ouzhimp ha
da reiñ deomp e vennozh.


Doue da gaout truez ouzhomp ha da reiñ deomp e vennozh ;
da lakaat e sklêrijenn da splannañ warnomp,

Ma vo anavezet e hent war an douar,
hag e silvidigezh e-touez an holl bobloù.

Ra drido a levenez ar Broadoù,
dre ma varnit ar pobloù gant reizhder,
dre ma c'houarnit broadoù an douar.

Deoc'h, o Doue, meuleudi ar pobloù.
Deoc’h-c’hwi meuleudi an holl bobloù !

Doue, hon Doue, en deus hor benniget,
Doue d'hor bennigo,
ha da vezo doujet betek broioù pellañ an douar.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar C'halated (Gal 4, 4-7)

📖 Voir dans la Bible

Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur vaouez.

Paz eo deuet leunder an amzer, en deus Doue kaset e Vab,
ganet eus ur vaouez, ganet dindan al Lezenn,
evit dasprenañ ar re a oa sujet d’al Lezenn, hag ober ac'hanomp e advibien.
Hag ar brouenn anat ez oc'h mibien, eo en deus kaset Doue
en hor c'halonoù Spered e Vab o krial ennomp : « Abba, Tad ! »
Neuze 'ta n’out ket sklav ken, met mab,
ha mard out mab ez out ivez hêr dre c'hras Doue.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 2, 16-21)

📖 Voir dans la Bible

Kavout a rejont Mari ha Jozef hag ar bugel ; ha goude eizh deiz, e voe roet Jezuz da anv dezhañ.

Allelouia ! Allelouia ! (Hb 1, 1-2)
Gwechall en devoa Doue komzet d'hon tadoù dre ar brofeded.
En amzer ziwezhañ, en deus komzet ouzhomp dre e Vab.
Allelouia !

En Amzer-se e kavas ar vesaerien Mari ha Jozef
hag ar bugelig gourvezet er prezeb.
O welout se ec'h anavezjont ar wirionez
eus ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel-se ;
a kement hini o c'hlevas a voe sebezet gant ar pezh a gonte ar vesaerien dezho.
Mari avat, a vire an holl draoù-se hag a brederie warno en he c'halon.
Neuze ez eas ar vesaerien en-dro, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue,
evit kement o devoa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
A-benn an eizhvet deiz merket evit amdroc'hañ ar bugel,
e voe roet Jezuz da anv dezhañ, evel ma oa bet anvet gant an Ael,
a-raok bezañ bet krouet e korf e vamm.

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Yaou 1 a viz Genver 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Retourner en haut de page