Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 25/01/2026

Lectures du dimanche - 25/01/2026

📅 D'ar Sul 25 a viz Genver 2026

✨ 3e sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr Izaia (Iz 8, 23b – 9, 3)

📖 Voir dans la Bible

E Galilea ar broadoù e welas ar bobl ur sklêrijenn vras.

Evel m'he deus an amzer gentañ degaset gwallerezh
Da zouar Zaboulon ha da zouar Neftali,
Evel-se an amzer diwezhañ a leunio a glod Hent ar Mor,
An tu all d'ar Yordan, tolead ar Baganed.
Ar bobl a gerzhe en deñvalijenn
He deus gwelet ur sklêrijenn vras,
Ar re a oa o chom e bro skeud an Ankoù
Eo paret ar gouloù warno.
Laouenaet hoc'h eus tud ho poblad ha kresket o levenez ;
Tridal a reont dirazoc'h
Evel ma trider da vare an eost,
Evel ma trivli an drec'hourien,
Pa lodennont an dibourc'hioù.
3 Rak ar yev a veze o pouezañ warno,
Ar gelastrenn a skoe gant o c'hein,
Gwialenn o gwaskour,
O zorret hoc'h eus evel e deiz Madian.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 27 (26), 1. 4. 13-14)

📖 Psautier : Psaume 27

D : An Aotrou eo va sklêrijenn ha va silvidigezh !

Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou,
piv am lakafe da spontañ ?
Difenn va buhez eo an Aotrou,
piv am lakafe da grenañ ?

Un dra a c'houlennan digant an Aotrou,
sed ar pezh a glaskan :
ma vin o chom e ti an Aotrou
a-hed deizioù va buhez.

Krediñ a ran e welin madelezh an Aotrou
e douar ar re vev.
Laka da fiziañs en Aotrou, bez kalonek ha start,
ya, laka da fiziañs en Aotrou.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go 1, 10-13.17)

📖 Voir dans la Bible

Klaskit bezañ a-unan en ho komzoù ha diwallit na vefe disrannoù en ho touez.

Hoc'h aspediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist,
klaskit bezañ a-unan en ho komzoù, diwallit na vefe disrannoù en ho touez,
met bezit unanet-mat en un hevelep spered, en un hevelep soñj.
Rak diskleriet eo bet din diwar ho penn, va breudeur,
gant tud Kloe, ez eus tabutoù etrezoc'h.
Sed amañ petra a rebechan deoc'h,
e vefe pep hini ac'hanoc'h o lavarout : «Me 'zo evit Paol»
- «Ha me 'zo evit Apolloz» - «Ha me evit Kefas» - «Ha me evit ar C'hrist.»
Hag-eñ e vefe lodennet ar C'hrist etre tammoù ?
Hag-eñ eo Paol a zo bet staget ouzh ar Groaz evidoc'h ?
Pe daoust hag en anv Paol oc'h bet badezet ?
Rak n’eo ket da vadeziñ en deus va c'haset ar C'hrist,
met da embann an Aviel ; n’eo ket da brezeg gant furnez ar gomz,
gant aon na ve sellet evel netra galloud Kroaz ar C'hrist.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 4, 12-23)

📖 Voir dans la Bible

Dont a reas da Gafarnaoum, ma vefe sevenet ar pezh en devoa lavaret Izaias.

Allelouia ! Allelouia ! (Kv. Mzh 4, 23)
Jezuz a embanne Keloù Mat ar rouantelezh hag a baree an holl gleñvedoù er bobl.
Allelouia !

O vezañ klevet e oa bet taolet Yann er prizon, Jezuz en em dennas e Galilea.
Ha kuitaet gantañ Nazared e teuas da chom e Kafarnaoum,
war ribl ar mor, war harzoù Zaboulon ha Neftali,
evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant Izaias :
« Douar Zaboulon ha douar Neftali, hent ar mor,
bro en tu all d’ar Yordan, Galilea ar Broadoù,
ar bobl o chom en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras ;
ha war ar re azezet e bro skeud ar marv eo paret ar sklêrijenn. »
Diwar neuze en em lakaas Jezuz da brezeg ha da lavarout :
« Ho pezet keuz d’ho pec'hedoù, rak tost emañ Rouantelezh an Neñvoù. »

Evel ma kerzhe a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon, an hini anvet Pêr,
hag Andrev, e vreur, o teurel ar roued er mor ; rak pesketaerien e oant.
Hag e lavaras dezho : «Deuit d’am heul hag e rin ac'hanoc'h pesketaerien dud.»
Hag i raktal da zilezel o rouedoù ha da vont d’e heul.
O vezañ aet larkoc'h e welas daou vreur all, Jakez, mab Zebedea, ha Yann, e vreur,
en o bag, gant o zad Zebedea, oc'h addresañ o rouedoù ;
o gervel a reas, hag i raktal da zilezel o bag hag o zad ha da vont d’e heul.
Mont a rae Jezuz dre C'halilea a-bezh o kelenn er sinagogennoù,
oc'h embann Keloù mat ar Rouantelezh
hag o pareañ kement kleñved ha kement langis a oa er bobl.

⇧ Retourner en haut de page

pe al lennadenn verr :

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 4, 12-17)

📖 Voir dans la Bible

Dont a reas da Gafarnaoum, ma vefe sevenet ar pezh en devoa lavaret Izaias.

Allelouia ! Allelouia ! (Kv. Mzh 4, 23)
Jezuz a embanne Keloù Mat ar rouantelezh hag a baree an holl gleñvedoù er bobl.
Allelouia !

O vezañ klevet e oa bet taolet Yann er prizon, Jezuz en em dennas e Galilea.
Ha kuitaet gantañ Nazared e teuas da chom e Kafarnaoum,
war ribl ar mor, war harzoù Zaboulon ha Neftali,
evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant Izaias :
« Douar Zaboulon ha douar Neftali, hent ar mor,
bro en tu all d’ar Yordan, Galilea ar Broadoù,
ar bobl o chom en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras ;
ha war ar re azezet e bro skeud ar marv eo paret ar sklêrijenn. »
Diwar neuze en em lakaas Jezuz da brezeg ha da lavarout :
« Ho pezet keuz d’ho pec'hedoù, rak tost emañ Rouantelezh an Neñvoù. »

⇧ Retourner en haut de page


🎙️ Écouter l'Évangile du jour

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 25 a viz Genver 2026

⇧ Retourner en haut de page