Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 29/11/2026

Lectures du dimanche - 29/11/2026

📅 D'ar Sul 29 a viz Du 2026

✨ 1añ sul an Azvent🟣 Mouk

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr Izaias (Iz 63, 16b-17. 19b ; 64, 2b-7)

📖 Voir dans la Bible

A, ma rogfes an Neñvoù ha ma tiskennfes !

C’hwi, Aotrou, a zo hon tad,
« hon dasprener a holl viskoazh », setu hoc’h anv.
Perak, O Aotrou, hon lezel da gantren
Pell eus hoc’h hentoù,
Lakaat hor c'halonoù da vezañ kaledet
Ha da chom hep ho toujañ ?
Distroit dre garantez 'vit ho servijerien,
Evit meuriadoù hoc’h hêrezh.
A-youl ma rogfec’h an Neñvoù evit diskenn,
Dirazoc’h e teuzfe ar menezioù.
Setu ma 'z oc’h diskennet, ha dirazoc’h ar menezioù
O deus teuzet evel koar.
Skouarn ebet n'he deus klevet biskoazh,
Lagad ebet n'en deus gwelet,
Un Doue estregedoc’h oc'h ober evel-se
Evit ar re a fiz ennañ. ;
Dont a rit a benn-hent d'ar re a vir ar reizhder
Hag o deus koun eus hoc’h hentoù :
Setu ma oac’h konnaret dre m'hor boa pec'het,
A-enep deoc’h, abaoe pell, e oamp disuj ;
Holl gwitibunan e oamp 'vel tud dic'hlan,
Hon oberoù kaer evel lienaj lous ;
Holl e oamp gweñvet evel delioù kras,
Hag hon drougoberoù hor c'hase ganto evel ur barr-avel.
Ne oa den ebet ken o pediñ hoc’h anv,
Den ne zihune, d'en em stagañ ouzhoc’h,
Rak kuzhet ho poa ho tremm diouzhomp,
Hon droukroet ho poa d'hor fallagriezhoù.
Ha koulskoude, Aotrou, C’hwi eo hon tad,
Ha ni ar pri ez oc’h-C’hwi ar stummer anezhañ,
Ni holl a zo labour ho taouarn.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 80 (79), 2ac ha 3b. 15-16. 18-19)

📖 Psautier : Psaume 80

D : Aotrou hon Doue, troit-ni davedoc'h ;
diskouezit ho tremm hag e vimp salvet !


Pastor Israel, taolit pled da selaou,
C'hwi hag a ren bugale Jozef evel un tropell-deñved.
C'hwi azezet war ar Gerubined.
Dihunit en ho kalloudegezh.

Doue ar galloudoù, distroit,
stouit eus lein an Neñvoù ha sellit ha deuit d'ober ur gwel d'ar winienn-se.
Hag he diwallit, hi hag a oa bet plantet gant ho torn dehou,
ar mab hoc'h eus kennerzhet evidoc'h.

Ra vo aze ho torn da skoazellañ den ho prec'h dehou,
ar mab hoc'h eus kennerzhet evidoc'h.
Ne fell ket deomp pellaat diouzhoc'h ken da virviken,
roit deomp buhez en-dro hag e kanmeulimp hoc'h anv.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol da Gorintiz (1Go 1, 3-9)

📖 Voir dans la Bible

Gortoz a reomp Diskuliadur hon Aotrou Jezuz Krist.

Va breudeur, gras deoc'h ha peoc'h
digant hon Tad ha digant an Aotrou Jezuz Krist.
Trugarekaat a ran dibaouez Doue diwar ho penn,
evit ar c'hras doueel en deus roet deoc'h er C'hrist Jezuz.
Rak pep pinvidigezh hoc'h eus resevet ennañ,
pep kelennadurezh ha pep anaoudegezh,
en doare ma 'z eo deuet testeni ar C'hrist d’en em startaat en ho touez,
ha ma ne vank gras ebet deoc'h-C'hwi
hag a c'hortoz Emziskleriadur hon Aotrou Jezuz Krist.
Doue eo an hini ho startaio betek an dibenn,
evit ma viot didamall e Deiz hon Aotrou Jezuz Krist :
Feal eo an Doue en deus ho kalvet da genvevañ
gant e Vab Jezuz Krist hon Aotrou.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez Mark (Mk 13, 33 -37)

📖 Voir dans la Bible

Beilhit : n'ouzit ket pegoulz e teuio an Aotrou.

Allelouia ! Allelouia ! (S 85 (84), 8)
Diskouezit deomp ho karantez, Aotrou,
Ha roit deomp ho silvidigezh.
Allelouia !

En amzer-se e komze Jezuz gant e ziskibien eus e zistro :
« Diwallit, beilhit, rak n’ouzit ket pegoulz e vo.
Hañval an traoù evel gant un den aet da bell vro, en deus kuitaet e di,
en ur reiñ ar renerezh anezhañ d’e servijerien, gant e labour da bep hini,
hag en deus gourc'hemennet d’ar porzhier beilhañ.
Beilhit eta, rak n’ouzit ket pe da vare e tistroio mestr an ti,
pe diouzh an abardaez, pe da hanternoz,
pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure,
gant aon na zegouezhfe a-greiz-holl ha n’ho kavfe kousket.
Ar pezh a lavaran deoc'h eo d’an holl en lavaran : Beilhit ! »

⇧ Retourner en haut de page