Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 19/03/2027

Lectures du dimanche - 19/03/2027

📅 D'ar Gwener 19 a viz Meurzh 2027

✨ Sant Jozef⚪ Gwenn
Autres noms : Sant Jozef, pried ar Werc’hez Vari Gouel-Meur

Sant Jozef, pried Mari, en devoe ar garg da "veilhañ war Jezuz evel un tad". Met fellout a reas d’an Aotrou e kendalc’hfe da embreg ar memes labour en Iliz, hag a zo Korf ar C’hrist. Mard eo Mari Mamm an Iliz, Jozef a zo ar Gwarezer anezhi.

📜 1ère lecture

Lennadenn eus eil levr Samouel (2Sa 7, 4-5a.12-14a.16)

📖 Voir dans la Bible

An Aotrou Doue a roy dezhañ tron David, e dad.

Un nozvezh, en deus komzet an Aotrou Doue ouzh ar profed Natan :
« Kae ! hag e lavari d’am servijer David :
Evel-henn e komz an Aotrou :
Pa vo leun da zeizioù hag e c'hourvezi gant da hendadoù,
e savin da lignez war da lerc'h :
da unan a zeuio eus da gorf e prientan ar rouantelezh.
Eñ eo a savo un ti d’am anv, hag e rin sonn tron e rouantelezh da viken.
Bez’ e vin evitañ un Tad, hag eñ a vo din ur mab.
Asur e vo da di, da rouantelezh da viken dirazon ;
da dron a vo diazezet da viken. »

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 89 (88), 2-3. 4-5. 27 ha 29)

📖 Psautier : Psaume 89

D : E lignez a bado da virviken !

Trugarezioù an Aotrou a fell din kanañ da viken,
a rummad da rummad
me a venn embann ho kwirionez gant va muzelloù.

En lavaret a ran : « Diazezet hoc'h eus ho madelezh evit atav »,
divrall emañ ho fealded en Neñvoù.

« Skoulmet em eus un emglev gant an den am eus dibabet,
touet em eus ul le da Zavid va servijer :
Diazezañ a ran da lignez evit atav,
startaat a ran da dron evit an holl remziadoù. »

Eñ am galvo : « Va Zad oc'h-C'hwi,
va Doue ha roc'h va silvidigezh. »
Va gras a virin gantañ da viken,
ha va emglev a chomo feal en e geñver.

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (Ro 4, 13.16-18.22)

📖 Voir dans la Bible

O c'hoanagiñ enep da bep goanag e kredas.

Va breudeur, n’eo ket evit gwir diwar-bouez ul Lezenn
eo bet graet da Abraham ha d’e ziskennadur
ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh,
met diwar-bouez ar reizhder o tont eus ar feiz.
Gant se eta eo dre ar feiz ez omp hêred,
evit ma vo roet an hêrezh deomp dre c'hras
hag evit ma teuio da wir ar bromesa graet da holl vugale Abraham,
n’eo ket hepken da dud al Lezenn,
met ivez d’ar re a gemer skouer war feiz Abraham.
Eñ a zo hon tad deomp-ni holl-a-unan evel ma 'z eo skrivet :
« Da lakaet em eus da vezañ tad da bobloù e-leizh »,
hon tad deomp-ni holl dirak an Hini en deus kredet Abraham ennañ,
an Doue a ro buhez d’ar re varv
hag a c'halv d’ar bezoud an traoù n’eus ket c'hoazh anezho.
O c'hoanagiñ enep da bep goanag e kredas,
hag e teuas evel-se da vezañ tad da bobloù e-leizh,
hervez ma voe lavaret dezhañ : « Evel-se e vo da ziskennadur. »
Setu perak e voe kontet kement-se dezhañ da reizhder.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 1, 16.18-21.24a)

📖 Voir dans la Bible

Jozef a reas hervez m’en devoa gourc'hemennet Ael an Aotrou.

Meuleudi hag enor deoc'h, Aotrou Jezuz !
Eürus ar re a zo chom en ho ti, Aotrou,
dalc'hmat ouzh ho meuliñ.
Meuleudi hag enor deoc'h, Aotrou Jezuz !

Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari,
an hini m’eo bet ganet anezhi Jezuz a anver Krist.
Hogen, ginivelezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn.
Mari, e vamm, o vezañ prometet da Jozef e dimezi,
en em gavas dougerez dre c'halloud ar Spered Santel,
a raok dezho mont da vevañ a-gevret.
Jozef, he fried, dre ma oa un den reizh anezhañ,
ha ne felle ket dezhañ he gwallvrudañ,
a reas e vennozh d’en em zispartiañ dre guzh diouti.
Divizet en devoa kement-se pa 'n em ziskouezas dezhañ dre e gousk,
un Ael eus an Aotrou, a lavaras dezhañ :
« Jozef, mab David,
n’az pez ket aon da gemer ganit Mari da bried ;
rak ar pezh a zo krouet enni a zo eus ar Spered Santel.
Genel a raio ur mab hag e roi dezhañ Jezuz da anv,
rak eñ a salvo e bobl eus he fec'hedoù. »
Jozef, ur wech dihunet eus e gousk,
a reas hervez m’en devoa gourc'hemennet dezhañ Ael an Aotrou.

⇧ Retourner en haut de page

Pe

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 2, 41-51a)

📖 Voir dans la Bible

Sell ’ta ! Da dad ha me a oa ouzh da glask ankeniet-bras.

Bep bloaz ez ae kerent Jezuz da Jeruzalem da-geñver gouel Pask.
Pa voe deuet d’e zaouzek vloaz, e savas da Jeruzalem,
hervez ma vez graet evit ar Gouel.
Met war-lerc'h an deizioù-gouel,
evel ma tistroent d’ar gêr
e chomas ar bugel Jezuz e Jeruzalem, hep gouzout d’e dud.
O krediñ edo gant o c'henveajourien, e rejont un devezh-kerzhed,
ha neuze d'e glask e mesk o c'herentiezh ha tud o anaoudegezh.
Ha pa n’e gavent ket, e tistrojont da Jeruzalem, bepred ouzh e glask.
A-benn tri devezh er c’havjont en Templ, azezet e touez an Doktored,
ouzh o selaou, hag oc'h ober goulennoù outo.
Ha sebezet e chome kement hini e gleve, gant e skiant hag e respontoù.
Ouzh e welet e vanjont fromet hag e vamm a lavaras dezhañ :
« Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp ?
Sell ’ta ! Da dad ha me a oa ouzh da glask ankeniet-bras. »
Hag e respontas dezho : « Perak eta am c'hlaskec'h.
N’ouzoc'h ket em eus da vezañ gant traoù va Zad ? »
Met int ne gomprenjont ket ar gomz a lavare dezho.
Diskenn a eure ganto hag e teuas da Nazared, ha sujañ a rae dezho.

⇧ Retourner en haut de page


🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Yaou 19 a viz Meurzh 2026

📅 D'ar Merc'her 19 a viz Meurzh 2025
Lukas 2, 42-51 - Gant Jean Simier ha Mariannic Trebaol eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 19 a viz Meurzh 2024
Maze 1, 16-18 hag 21-24 - Gant Mariannick Trebaol eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 19 a viz Meurzh 2024
Maze 1, 16-18 hag 21-24 - Gant Mariannick Trebaol eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 19 a viz Meurzh 2021
Mz 1, 16, 18-21 ha 24a - An Aviel lennet gant Gwen.
📅 D'ar Yaou 19 a viz Meurzh 2020
Mz 1, 16, 18-21 ha 24a - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Meurzh 19 a viz Meurzh 2019
Mz 1, 16, 18-21 ha 24a - An Aviel lennet gant Simone.

⇧ Retourner en haut de page