Lectures du dimanche - 26/03/2028
📅 D'ar Sul 26 a viz Meurzh 2028
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Jozue (Jo 5, 9a.10-12)
Goude ma oa bet treuzet ar stêr Jordan gant pobl Israel, an Aotrou Doue en deus lavaret da Josue : “ Hiziv am eus lamet diwarnoc'h ar vezh ho poa da zougen e Bro-Ejipt. ” Bugale Israel, neuze, o deus graet o c'hamp e Gilgal, hag o deus lidet gouel ar Pask, d'ar pevarzekvet devezh eus ar miz, d'ar pardaez-noz, er blaenenn en-dro da gêr Jeriko. Antronoz ar Pask, o deus debret eus traoù ar vro, bara hep goell ha greun krazet. En-deiz-se end-eeun, eo paouezet ar mann da gouezhañ, peogwir o doa bet eus traoù ar vro da zebriñ. Diwar neuze, n'eus ket bet a vann ken evit bugale Israel, hag er bloavezh-se o deus bet da zebriñ traoù eostet war zouar Kanaan.
🎶 Psaume
(Sa 33 (34), 2-3, 4-5, 6-7)
Tañvait ha gwelit
Pegen mat eo an Aotrou.
Bennigañ a rin an Aotrou e pep amzer,
bepred e veuleudi em genoù.
Va ene a lako e c'hloar en Aotrou :
Klevit, tud izel, ha bezit laouen !
Lavarit ganin braster an Aotrou,
Uhel-veulomp e Anv asambles.
Klasket am eus an Aotrou, hag en deus respontet din,
Eus va holl spontoù en deus va zennet.
Sellit outañ hag e viot sklêrijennet,
Hag ho tremm ne ruzio ket gant ar vezh.
Ur paour-kaezh a c'halv : an Aotrou a selaou,
Hag eus e holl ankenioù e salv anezhañ.
📜 2ème lecture
Lennadenn eus eil lizher an abostol sant Paol d'ar Gorintianed (2Go Co 5, 17-21)
Va breudeur : kement hini a zo en Aotrou Krist a zo deuet da vezañ un den nevez. Ar bed kozh a zo aet e-biou, setu ganet ar bed nevez. Kement-se a zeu eus a Zoue en deus graet ar peoc'h dre ar C'hrist, hag en deus fiziet ennomp ministrerezh ar peoc'h.
Rak, e pep doare, Doue eo a rae ar peoc'h etrezañ hag ar bed, o chom hep lakaat o fec'hedoù e kont an dud, hag o lakaat ennomp komz ar peoc'h. En anv ar C'hrist eta ez omp bet kaset, ha drezomp Doue e-unan, e gwirionez, a zeu d'ho kervel. En anv ar C'hrist e teuomp d'hoc'h aspediñ : lezit ar peoc'h d'hoc'h unaniñ gant Doue.
✝️ Évangile
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Lukaz (Lk 15, 1-3.11-32)
Ar bublikaned hag ar bec'herien a veze holl o klask mont tost da Jezuz evit e selaou.
Ar Farizianed hag ar Skribed a c'hrozmole, en ur lavarout : “ Hennezh a ra degemer vat d'ar bec'herien hag a zebr ganto ”.
Neuze e lavaras Jezuz dezho ar barabolenn-mañ : “ Un den en doa daou vab. Ar yaouankañ a lavaras d'e dad : “ Tad, ro din va lod ”. Hag an tad a rannas evito e vadoù.
Un nebeud devezhioù goude, dastumet gantañ e holl beadra, e kerzh ar mab yaouankañ d'ur vro, pell diouzh ar gêr ; foraniñ a ra eno e beadra o vevañ en dizurzh.
Goude m'en doa dispignet e holl vadoù, e teuas ur gernez vras er vro, hag eñ ivez a gouezhas en dienez. Mont a reas da servicher gant un den eus ar vro, hag hemañ e gasas war ar-maez da ziwall ar moc'h. C'hoant a-walc'h en deveze da gargañ e gof gant ar c'hlosoù a zebre ar moc'h, met den ebet ne roe dezhañ.
Deuet ennañ e-unan e soñjas : nag a vevelien e ti va zad o deus o gwalc’h a vara, ha me 'zo amañ o vervel gant an naon ! Sevel a rin ha mont da gavout va zad, hag e lavarin dezhañ : “ Tad, pec'hed am eus a-enep an neñv hag en da geñver. N'on ket din mui da vezañ anvet da vab ; kemer ac'hanon evit unan eus da vevelien ”.
Sevel a reas eta ha mont davet e dad. Pell edo c'hoazh pa welas e dad anezhañ. E galon leun a druez, e redas an tad da vriata e vab ha da bokat dezhañ. Ar mab neuze a lavaras : “ Tad, pec'hed am eus a-enep an Neñv hag en da geñver. N'on ket din mui da vezañ anvet da vab ”.
Met an tad a lavaras d'e vevelien : “ Buan, degasit ar sae gaerañ da wiskañ anezhañ, lakait ur walenn war e viz ha gwiskit botoù dezhañ en e dreid. Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ. Debromp ha greomp fest. Rak va mab amañ a oa marv hag adsavet eo da vev,kollet e oa ha setu m'eo kavet ”. Kregiñ 'rejont eta d'ober fest.
Ar mab henañ a oa er park. En ur zont d'ar gêr, dre ma tostae ouzh an ti, e klevas sonioù ha dañsoù. Gervel a ra unan eus ar vevelien hag e c'houlenn outañ petra 'zo a nevez. “ Da vreur, eme ar mevel, a zo erruet, ha da dad en deus lakaet lazhañ al leue lard, peogwir en deus adkavet anezhañ yac'h ”.
Aet droug ennañ, ne felle ket dezhañ mont en ti. Dont a reas an tad er-maez d'e aspediñ. Met eñ a respontas dezhañ : “ Setu nouspet a vloavezh a zo emaon en da servij, hep disentiñ ouzhit morse, ha gwech ebet n'az peus roet din ur c'havrig d'ober fest gant va mignoned. Met kerkent ha m'eo deuet en-dro ar mab-se dit, hag en deus debret da zanvez gant serc'hed, az peus lazhet evitañ al leue lard ”. An tad a lavaras dezhañ : “ Va mab, te 'zo dalc'hmat ganin ha kement tra am eus a zo dit. Met ret e oa ober fest ha bezañ laouen, peogwir ar breur-se dit a oa marv hag a zo deuet da advevañ, kollet e oa, ha kavet eo ”.
🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet
Lukas 15, 11-24 - Gant Dominique Thepaut eo displeget an Aviel.

