Evangile de Jésus-Christ selon saint Luc - Chapitre 15
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24
Chapitre 15
Les publicains et les pécheurs venaient tous à Jésus pour l’écouter. Lc 15, 1 : Ar Bublikaned hag ar bec’herien a dostae holl outañ evit e glevout.
Les pharisiens et les scribes récriminaient contre lui : « Cet homme fait bon accueil aux pécheurs, et il mange avec eux ! » Lc 15, 2 : Ma c’hrozmole ar Farizianed hag ar Skribed o lavarout : « Hennezh a zegemer ar bec’herien hag a zebr ganto! »
Alors Jésus leur dit cette parabole : Lc 15, 3 : Neuze e lavaras dezho ar barabolenn-mañ :
« Si l’un de vous a cent brebis et qu’il en perd une, n’abandonne-t-il pas les quatre-vingt-dix-neuf autres dans le désert pour aller chercher celle qui est perdue, jusqu’à ce qu’il la retrouve ? Lc 15, 4 : « Piv ac’hanoc’h, dezhañ kant dañvad, ma teu da goll unan anezho, daoust ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all er gouelec’h, da vont da glask an hini kollet, ken n’en devo e adkavet ?
Quand il l’a retrouvée, il la prend sur ses épaules, tout joyeux, Lc 15, 5 : Ha p’en deus e adkavet, e laka anezhañ gant levenez war e zivskoaz,
et, de retour chez lui, il rassemble ses amis et ses voisins pour leur dire : “Réjouissez-vous avec moi, car j’ai retrouvé ma brebis, celle qui était perdue !” Lc 15, 6 : ha distroet er gêr, e c’halv e vignoned hag e amezeien, en ur lavarout dezho : Bezit laouen ganin, rak kavet em eus va dañvad, an hini a oa kollet !
Je vous le dis : C’est ainsi qu’il y aura de la joie dans le ciel pour un seul pécheur qui se convertit, plus que pour quatre-vingt-dix-neuf justes qui n’ont pas besoin de conversion. Lc 15, 7 : me 'lavar deoc’h, evel-se e vo levenez en Neñvoù evit ur pec’her oc’h ober pinijenn kentoc’h eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh ha n’o deus ket ezhomm a binijenn.
Ou encore, si une femme a dix pièces d’argent et qu’elle en perd une, ne va-t-elle pas allumer une lampe, balayer la maison, et chercher avec soin jusqu’à ce qu’elle la retrouve ? Lc 15, 8 : « Pe c’hoazh, pehini ar vaouez hag he deus dek drakm, ma teu da goll unan, daoust ha n’enaou ket ar gouloù ha ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh betek m’he devo e gavet.
Quand elle l’a retrouvée, elle rassemble ses amies et ses voisines pour leur dire : “Réjouissez-vous avec moi, car j’ai retrouvé la pièce d’argent que j’avais perdue !” Lc 15, 9 : Ha p’he deus e gavet, e c’halv he mignonezed hag hec’h amezegezed en ur lavarout dezho : Bezit laouen ganin, rak kavet em eus an drakm am boa kollet !
Ainsi je vous le dis : Il y a de la joie devant les anges de Dieu pour un seul pécheur qui se convertit. » Lc 15, 10 : Evel-se, me a lavar deoc’h, e vo levenez e-touez Aelez Doue evit ur pec’her oc’h ober pinijenn ».
Jésus dit encore : « Un homme avait deux fils. Lc 15, 11 : Lavarout a reas c’hoazh : « Un den a oa hag en devoa daou vab.
Le plus jeune dit à son père : “Père, donne-moi la part de fortune qui me revient.” Et le père leur partagea ses biens. Lc 15, 12 : An hini yaouankañ anezho a lavaras d’e dad : Tad, ro din al lod eus an danvez a zle degouezhout din. Hag an tad a rannas e vadoù etrezo.
Peu de jours après, le plus jeune rassembla tout ce qu’il avait, et partit pour un pays lointain où il dilapida sa fortune en menant une vie de désordre. Lc 15, 13 : Un nebeud deizioù goude, e tastumas ar mab yaouankañ e holl beadra hag ez eas kuit da bell vro ; hag eno e foetas e zanvez o ren ur vuhez diroll.
Il avait tout dépensé, quand une grande famine survint dans ce pays, et il commença à se trouver dans le besoin. Lc 15, 14 : Pa voe dispignet pep tra gantañ, e teuas ur gernez vras war ar vro-se, hag eñ e-unan a grogas da santout dienez.
Il alla s’engager auprès d’un habitant de ce pays, qui l’envoya dans ses champs garder les porcs. Lc 15, 15 : Mont a reas neuze d’en em c’hoprañ gant unan eus tud ar vro, hag hemañ a gasas anezhañ d’e barkeier da vesa moc’h.
Il aurait bien voulu se remplir le ventre avec les gousses que mangeaient les porcs, mais personne ne lui donnait rien. Lc 15, 16 : Karet en dije leuniañ e gof gant ar c’hlos a zebre ar moc’h, met den ne roe dezhañ.
Alors il rentra en lui-même et se dit : “Combien d’ouvriers de mon père ont du pain en abondance, et moi, ici, je meurs de faim ! Lc 15, 17 : Neuze o tistreiñ outañ e-unan e lavaras : Nag a vevelien e ti va zad o deus bara ouzhpenn o gwalc’h, ha me amañ o vervel gant an aon.
Je me lèverai, j’irai vers mon père, et je lui dirai : Père, j’ai péché contre le ciel et envers toi. Lc 15, 18 : Sevel a rin hag ez in da gaout va zad hag e lavarin dezhañ : Tad, pec’het em eus enep an Neñv hag enep dit.
Je ne suis plus digne d’être appelé ton fils. Traite-moi comme l’un de tes ouvriers.” Lc 15, 19 : Ne veritan ken bezañ anvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelien.
Il se leva et s’en alla vers son père. Comme il était encore loin, son père l’aperçut et fut saisi de compassion ; il courut se jeter à son cou et le couvrit de baisers. Lc 15, 20 : Hag e savas da vont etrezek e dad. Pell bras c’hoazh e oa pa welas e dad anezhañ o teredek, ma savas ennañ truez outañ, e lammas en e gerc’henn hag e pokas dezhañ gant karantez.
Le fils lui dit : “Père, j’ai péché contre le ciel et envers toi. Je ne suis plus digne d’être appelé ton fils.” Lc 15, 21 : Neuze e lavaras e vab dezhañ : Tad, pec’het em eus enep an Neñv hag enep dit, ne veritan ken bezañ anvet da vab.
Mais le père dit à ses serviteurs : “Vite, apportez le plus beau vêtement pour l’habiller, mettez-lui une bague au doigt et des sandales aux pieds, Lc 15, 22 : Hogen an tad a lavaras d’e vevelien : Degasit buan ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ ; lakait ur bizoù en e zorn, ha botoù en e dreid.
allez chercher le veau gras, tuez-le, mangeons et festoyons, Lc 15, 23 : Degasit al leue lart ha lazhit-eñ ; debromp ha greomp fest,
car mon fils que voilà était mort, et il est revenu à la vie ; il était perdu, et il est retrouvé.” Et ils commencèrent à festoyer. Lc 15, 24 : rak ar mab-mañ din a oa marv, ha setu-eñ advevet ; kollet e oa ha setu-eñ adkavet. Hag en em lakjont d’ober fest.
Or le fils aîné était aux champs. Quand il revint et fut près de la maison, il entendit la musique et les danses. Lc 15, 25 : Hogen ar mab henañ a oa er park ; en ur zistreiñ evel ma tostae d’an ti, e klevas sonerezh ha dañsoù.
Appelant un des serviteurs, il s’informa de ce qui se passait. Lc 15, 26 : Hag eñ, o c’hervel unan eus ar servijerien, a c’houlennas outañ petra 'oa kement-se.
Celui-ci répondit : “Ton frère est arrivé, et ton père a tué le veau gras, parce qu’il a retrouvé ton frère en bonne santé.” Lc 15, 27 : Hag hemañ a respontas dezhañ : Da vreur eo a zo distro, ha da dad en deus lazhet al leue lart, dre m’en deus e adkavet yac’h.
Alors le fils aîné se mit en colère, et il refusait d’entrer. Son père sortit le supplier. Lc 15, 28 : Met droug a yeas ennañ ha n’houlle ket mont en ti. Neuze e teuas e dad er-maez d’e aspediñ.
Mais il répliqua à son père : “Il y a tant d’années que je suis à ton service sans avoir jamais transgressé tes ordres, et jamais tu ne m’as donné un chevreau pour festoyer avec mes amis. Lc 15, 29 : Met eñ a respontas d’e dad : Setu nouspet bloavezh m’az servijan, ha gwech ebet n’em eus torret da c’hourc’hemennoù, met biskoazh n’ec’h eus roet din-me ur c’havrig d’ober fest gant va mignoned.
Mais, quand ton fils que voilà est revenu après avoir dévoré ton bien avec des prostituées, tu as fait tuer pour lui le veau gras !” Lc 15, 30 : Hogen kerkent ha m’eo deuet en-dro ar mab-se dit-te hag en deus debret da beadra gant merc’hed fall, e lazhez evitañ al leue lart.
Le père répondit : “Toi, mon enfant, tu es toujours avec moi, et tout ce qui est à moi est à toi. Lc 15, 31 : An tad a lavaras dezhañ : Va bugel, te ’zo dalc’hmat ganin, ha kement am eus-me a zo dit-te.
Il fallait festoyer et se réjouir ; car ton frère que voilà était mort, et il est revenu à la vie ; il était perdu, et il est retrouvé !” » Lc 15, 32 : Met ret e oa ober fest hag en em laouenaat, rak da vreur amañ a oa marv, hag advevet eo ; kollet e oa hag adkavet eo ».
