Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Luc » Chapitre 12

Evangile de Jésus-Christ selon saint Luc - Chapitre 12

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Chapitre 12



Comme la foule s’était rassemblée par milliers au point qu’on s’écrasait, Jésus, s’adressant d’abord à ses disciples, se mit à dire : « Méfiez-vous du levain des pharisiens, c’est-à-dire de leur hypocrisie. Lc 12, 1 : Ha neuze pa oa en em zastumet tud a viliadoù betek m’en em waskent an eil egile, en em lakaas Jezuz da gomz, ouzh e ziskibien da gentañ : « Diwallit diouzh goell ar Farizianed, da lavarout eo, ar pilpouzerezh.

Tout ce qui est couvert d’un voile sera dévoilé, tout ce qui est caché sera connu. Lc 12, 2 : N’eus netra goloet na vo ket dizoloet, na n’eus netra kuzhet na vo ket anavezet.

Aussi tout ce que vous aurez dit dans les ténèbres sera entendu en pleine lumière, ce que vous aurez dit à l’oreille dans le fond de la maison sera proclamé sur les toits. Lc 12, 3 : Gant-se, kement ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklerijenn ; hag ar pezh ho po lavaret e pleg ar skouarn, er c’havioù, a vo embannet war an toennoù.

Je vous le dis, à vous mes amis : Ne craignez pas ceux qui tuent le corps, et après cela ne peuvent rien faire de plus. Lc 12, 4 : « Me a lavar deoc’h, va mignoned, n’ho pet ket aon rak ar re a lazh ar c’horf, ha n’hellont goude-se ober netra ouzhpenn.

Je vais vous montrer qui vous devez craindre : craignez celui qui, après avoir tué, a le pouvoir d’envoyer dans la géhenne. Oui, je vous le dis : c’est celui-là que vous devez craindre. Lc 12, 5 : Ez an da ziskouez deoc’h piv a zleit kaout aon razañ : an hini en deus, goude lazhañ, galloud da deurel er gehenn. Ya, me a lavar deoc’h, hennezh ho pet aon razañ.

Est-ce que l’on ne vend pas cinq moineaux pour deux sous ? Or pas un seul n’est oublié au regard de Dieu. Lc 12, 6 : Daoust ha n’eo ket daou wenneg e werzher pemp golvan ? Ha koulskoude n’eus ket unan anezho a ve ankounac’haet gant Doue.

À plus forte raison les cheveux de votre tête sont tous comptés. Soyez sans crainte : vous valez plus qu’une multitude de moineaux. Lc 12, 7 : Betek blev ho penn a zo kontet holl. N’ho pet ket aon eta : muioc’h a dalvezit eget ur bern golveni.

Je vous le dis : Quiconque se sera déclaré pour moi devant les hommes, le Fils de l’homme aussi se déclarera pour lui devant les anges de Dieu. Lc 12, 8 : Me a lavar deoc’h : neb hini en devo va anzavet dirak an dud, Mab an Den ivez hen anzavo dirak Aelez Doue.

Mais celui qui m’aura renié en face des hommes sera renié à son tour en face des anges de Dieu. Lc 12, 9 : Met an hini en devo va dianzavet dirak an dud, a vo dianzavet dirak Aelez Doue.

Quiconque dira une parole contre le Fils de l’homme, cela lui sera pardonné ; mais si quelqu’un blasphème contre l’Esprit Saint, cela ne lui sera pas pardonné. Lc 12, 10 : « Hag an hini a lavaro ur gomz bennak enep Mab an Den, e vo pardonet dezhañ, met an hini a wallgomzo enep ar Spered Santel, ne vo ket pardonet dezhañ.

Quand on vous traduira devant les gens des synagogues, les magistrats et les autorités, ne vous inquiétez pas de la façon dont vous vous défendrez ni de ce que vous direz. Lc 12, 11 : « Pa vezot kaset dirak ar sinagogennoù, ar pennadurezhioù hag an dud e karg, na vezit ket chalet penaos respont na petra da lavarout.

Car l’Esprit Saint vous enseignera à cette heure-là ce qu’il faudra dire. » Lc 12, 12 : Rak ar Spered Santel a zesko deoc’h d’an eur-se petra a zleot da respont.

Du milieu de la foule, quelqu’un demanda à Jésus : « Maître, dis à mon frère de partager avec moi notre héritage. » Lc 12, 13 : Unan bennak a-douez ar bobl a lavaras dezhañ : « Mestr, lavar d’am breur rannañ an hêrezh ganin ».

Jésus lui répondit : « Homme, qui donc m’a établi pour être votre juge ou l’arbitre de vos partages ? » Lc 12, 14 : Eñ avat a respontas : « Piv en deus va lakaet da varner pe da ranner kenetrezoc’h ? »

Puis, s’adressant à tous : « Gardez-vous bien de toute avidité, car la vie de quelqu’un, même dans l’abondance, ne dépend pas de ce qu’il possède. » Lc 12, 15 : Neuze e lavaras dezho : « Taolit evezh, ha diwallit diouzh pep gwallc’hoantegezh. Rak goude ma ve stank madoù an den, n’emañ ket e vuhez diouzh e beadra ».

Et il leur dit cette parabole : « Il y avait un homme riche, dont le domaine avait bien rapporté. Lc 12, 16 : Hag e lavaras dezho ur barabolenn : « Un den pinvidik a oa hag en devoa e zouar taolet kalz a frouezh dezhañ.

Il se demandait : “Que vais-je faire ? Car je n’ai pas de place pour mettre ma récolte.” Lc 12, 17 : Hag e soñje ennañ e-unan : Petra a rin, pa n’em eus lec’h ebet da serriñ va eost ?

Puis il se dit : “Voici ce que je vais faire : je vais démolir mes greniers, j’en construirai de plus grands et j’y mettrai tout mon blé et tous mes biens. Lc 12, 18 : Ma lavaras : Kement-mañ a rin : diskar va solieroù ha sevel reoù vrasoc’h ; eno e tastumin va holl ed ha va madoù.

Alors je me dirai à moi-même : Te voilà donc avec de nombreux biens à ta disposition, pour de nombreuses années. Repose-toi, mange, bois, jouis de l’existence.” Lc 12, 19 : Hag e lavarin d’am ene : Va ene, bez’ ez eus ur bern madoù sanailhet evit kalz a vloavezhioù. Diskuizh, debr hag ev, ha bez laouen.

Mais Dieu lui dit : “Tu es fou : cette nuit même, on va te redemander ta vie. Et ce que tu auras accumulé, qui l’aura ?” Lc 12, 20 : Hogen Doue a lavaras dezhañ : Den diskiant, en noz-mañ end-eeun, e vo goulennet da ene diganit. Hag ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo ?

Voilà ce qui arrive à celui qui amasse pour lui-même, au lieu d’être riche en vue de Dieu. » Lc 12, 21 : Evel-se emañ an hini a zastum madoù evitañ e-unan e-lec’h pinvidikaat e-keñver Doue ».

Puis il dit à ses disciples : « C’est pourquoi, je vous dis : À propos de votre vie, ne vous souciez pas de ce que vous mangerez, ni, à propos de votre corps, de quoi vous allez le vêtir. Lc 12, 22 : Lavarout a reas ivez d’e ziskibien : « Setu perak e lavaran deoc’h : n’en em chalit ket evit ho puhez, da c’houzout petra vo deoc’h da zebriñ, nag evit ho korf gant petra e vo gwisket.

En effet, la vie vaut plus que la nourriture, et le corps plus que le vêtement. Lc 12, 23 : Rak ar vuhez a zo muioc’h eget ar boued, hag ar c’horf muioc’h eget ar gwiskamant.

Observez les corbeaux : ils ne font ni semailles ni moisson, ils n’ont ni réserves ni greniers, et Dieu les nourrit. Vous valez tellement plus que les oiseaux ! Lc 12, 24 : Sellit ouzh ar brini : ne hadont ket, ne vedont ket, n’o deus na kav na solier ; ha koulskoude Doue a ro boued dezho. Na pegement muioc’h eget an evned ne dalvezit ket c’hwi !

D’ailleurs qui d’entre vous, en se faisant du souci, peut ajouter une coudée à la longueur de sa vie ? Lc 12, 25 : Piv ac’hanoc’h a c’hell dre ziaezañ e spered, astenn e vuhez eus un ilinad ?

Si donc vous n’êtes pas capables de la moindre chose, pourquoi vous faire du souci pour le reste ? Lc 12, 26 : Ma n’oc’h ket evit ober ar pezh a zo nebeut, perak bezañ diaes ho spered gant ar peurrest ?

Observez les lis : comment poussent-ils ? Ils ne filent pas, ils ne tissent pas. Or je vous le dis : Salomon lui-même, dans toute sa gloire, n’était pas habillé comme l’un d’entre eux. Lc 12, 27 : Taolit evezh ouzh al lili, penaos ne labouront ket, ne nezont ket, ha koulskoude, me a lavar deoc’h, na Salomon e-unan en e holl splannder, ne oa ket gwisket evel unan anezho.

Si Dieu revêt ainsi l’herbe qui aujourd’hui est dans le champ et demain sera jetée dans le feu, il fera tellement plus pour vous, hommes de peu de foi ! Lc 12, 28 : Ma-z eo gwisket evel-se gant Doue war ar maez, ar geot a zo hiziv anezho, hag a vo warc’hoazh stlapet er forn, na pegement muioc’h ne raio ket evidoc’h, tud amgredik.

Ne cherchez donc pas ce que vous allez manger et boire ; ne soyez pas anxieux. Lc 12, 29 : Na c’hwi kennebeut-all na glaskit ket petra a zebrot na petra a evot, na gemerit ket trubuilh gant se.

Tout cela, les nations du monde le recherchent, mais votre Père sait que vous en avez besoin. Lc 12, 30 : An holl draoù-se, Paganed ar bed a glask anezho. Evidoc’h avat, ho Tad a oar hoc’h eus ezhomm anezho.

Cherchez plutôt son Royaume, et cela vous sera donné par surcroît. Lc 12, 31 : Rak-se klaskit e Rouantelezh, hag an traoù-se a vo roet deoc’h en tu-hont.

Sois sans crainte, petit troupeau : votre Père a trouvé bon de vous donner le Royaume. Lc 12, 32 : N’ho pet ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar Rouantelezh.

Vendez ce que vous possédez et donnez-le en aumône. Faites-vous des bourses qui ne s’usent pas, un trésor inépuisable dans les cieux, là où le voleur n’approche pas, où la mite ne détruit pas. Lc 12, 33 : Gwerzhit ho peadra, ha roit-eñ en aluzon. Aozit evidoc’h yilc’hier na uzont ket, un teñzor diheskus en Neñvoù, ' lec’h na c’hello ket al laer tostaat outañ ha na vo ket dispennet gant an tartouzed.

Car là où est votre trésor, là aussi sera votre cœur. Lc 12, 34 : Rak el lec’h m’emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.

Restez en tenue de service, votre ceinture autour des reins, et vos lampes allumées. Lc 12, 35 : « Ra vo bepred gourizet ho targreiz hag ho lampoù war elum.

Soyez comme des gens qui attendent leur maître à son retour des noces, pour lui ouvrir dès qu’il arrivera et frappera à la porte. Lc 12, 36 : Ha bezit heñvel ouzh tud o c’hortoz o mestr da zistreiñ eus an eured, ma tigorint dezhañ kerkent ha ma tegouezho ha ma skoio.

Heureux ces serviteurs-là que le maître, à son arrivée, trouvera en train de veiller. Amen, je vous le dis : c’est lui qui, la ceinture autour des reins, les fera prendre place à table et passera pour les servir. Lc 12, 37 : Evurus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa zistroio. E gwirionez, me 'lavar deoc’h, lakaat a raio e c’houriz en-dro dezhañ hag e ray dezho azezañ ouzh taol, hag o tremen en o zouez e servijo anezho.

S’il revient vers minuit ou vers trois heures du matin et qu’il les trouve ainsi, heureux sont-ils ! Lc 12, 38 : Ha ma teu d’an eil beilhadenn pe d’an trede, ha m’o c’hav evel-se, evurus ar re-se.

Vous le savez bien : si le maître de maison avait su à quelle heure le voleur viendrait, il n’aurait pas laissé percer le mur de sa maison. Lc 12, 39 : Komprenit kement-mañ : ma ouije mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e veilhje, ha ne lezje ket toullañ e di.

Vous aussi, tenez-vous prêts : c’est à l’heure où vous n’y penserez pas que le Fils de l’homme viendra. » Lc 12, 40 : C’hwi ivez, bezit prest, rak d’an eur na soñjit ket, e teuio Mab an Den ».

Pierre dit alors : « Seigneur, est-ce pour nous que tu dis cette parabole, ou bien pour tous ? » Lc 12, 41 : Neuze e lavaras Pêr : « Aotrou, evidomp-ni e lavarez ar barabolenn-se, pe evit an holl ? »

Le Seigneur répondit : « Que dire de l’intendant fidèle et sensé à qui le maître confiera la charge de son personnel pour distribuer, en temps voulu, la ration de nourriture ? Lc 12, 42 : Hag e respontas an Aotrou : « Piv eo ar merour feal ha fur a vo lakaet gant e vestr e penn e servijerien da reiñ dezho e koulz o muzuliad gwinizh ?

Heureux ce serviteur que son maître, en arrivant, trouvera en train d’agir ainsi ! Lc 12, 43 : Evurus ar servijer-se a vo kavet gant e vestr, pa zistroio, oc’h ober evel-se.

Vraiment, je vous le déclare : il l’établira sur tous ses biens. Lc 12, 44 : E gwirionez, me 'lavar deoc’h, e lakaat a ray e penn e holl vadoù.

Mais si le serviteur se dit en lui-même : “Mon maître tarde à venir”, et s’il se met à frapper les serviteurs et les servantes, à manger, à boire et à s’enivrer, Lc 12, 45 : Met ma lavar ar servijer-se ennañ e-unan : daleañ a ra va mestr da zont ! ha ma krog da skeiñ gant ar vevelien hag ar mitizhien, ha da zebriñ ha da evañ ha d’en em vezviñ,

alors quand le maître viendra, le jour où son serviteur ne s’y attend pas et à l’heure qu’il ne connaît pas, il l’écartera et lui fera partager le sort des infidèles. Lc 12, 46 : e tistroio mestr ar servijer-se d’an deiz n’emañ ket o c’hortoz ha d’an eur na oar ket pehini ; en em zisrannañ a raio dioutañ hag e roio dezhañ lod gant an dud difeiz.

Le serviteur qui, connaissant la volonté de son maître, n’a rien préparé et n’a pas accompli cette volonté, recevra un grand nombre de coups. Lc 12, 47 : Ar servijer hag a anavez youl e vestr ha n’en devo ket aozet an traoù pe n’en devo ket labouret hervez ar youl-se, hennezh en devo ur gwiskad-bazhadoù.

Mais celui qui ne la connaissait pas, et qui a mérité des coups pour sa conduite, celui-là n’en recevra qu’un petit nombre. À qui l’on a beaucoup donné, on demandera beaucoup ; à qui l’on a beaucoup confié, on réclamera davantage. Lc 12, 48 : Met an hini n’anavez ket ar youl-se hag en devo graet traoù o veritout kastiz, a vo bazhataet un nebeudig. Kement hini a vo roet kalz dezhañ, e vo goulennet kalz digantañ ; hag an hini a vo fiziet kalz ennañ, e vo goulennet muioc’h digantañ.

Je suis venu apporter un feu sur la terre, et comme je voudrais qu’il soit déjà allumé ! Lc 12, 49 : « An tan ez on deuet da zegas war an douar, ha nag e karfen e vefe krog a-benn bremañ.

Je dois recevoir un baptême, et quelle angoisse est la mienne jusqu’à ce qu’il soit accompli ! Lc 12, 50 : Ur vadeziant am eus da vezañ badezet enni, ha pegen enkrezet ez on ken na vo kaset da benn.

Pensez-vous que je sois venu mettre la paix sur la terre ? Non, je vous le dis, mais bien plutôt la division. Lc 12, 51 : Krediñ a ra deoc’h ez eo ar peoc’h ez on deuet da zegas war an douar ? N’eo ket, me 'lavar deoc’h, hogen an disrann.

Car désormais cinq personnes de la même famille seront divisées : trois contre deux et deux contre trois ; Lc 12, 52 : Rak adalek bremañ en un tiegezh a bemp e vo disrann, tri oc’h enebiñ ouzh daou, ha daou ouzh tri.

ils se diviseront : le père contre le fils et le fils contre le père, la mère contre la fille et la fille contre la mère, la belle-mère contre la belle-fille et la belle-fille contre la belle-mère. » Lc 12, 53 : Disrannet e vo an tad enep e vab, hag ar mab enep e dad, ar vamm enep he merc’h, hag ar verc’h enep he mamm, ar vamm-gaer enep he merc’h-kaer, hag ar verc’h-kaer enep he mamm-gaer ».

S’adressant aussi aux foules, Jésus disait : « Quand vous voyez un nuage monter au couchant, vous dites aussitôt qu’il va pleuvoir, et c’est ce qui arrive. Lc 12, 54 : Lavarout a rae c’hoazh d’an engroez : « Pa welit ur goabrenn o sevel diouzh tu ar c’huzh-heol, e lavarit diouzhtu : Glav a zo o tont, hag e c’hoarvez kement-se.

Et quand vous voyez souffler le vent du sud, vous dites qu’il fera une chaleur torride, et cela arrive. Lc 12, 55 : Ha pa c’hwezh avel ar c’hreisteiz e lavarit : Ez a da dommañ ! hag e c’hoarvez.

Hypocrites ! Vous savez interpréter l’aspect de la terre et du ciel ; mais ce moment-ci, pourquoi ne savez-vous pas l’interpréter ? Lc 12, 56 : Pilpouzed, gouzout a rit anavezout an amzer diouzh doareoù an neñv hag an douar, hag an amzer-mañ penaos n’hellit ket hec’h anavezout ?

Et pourquoi aussi ne jugez-vous pas par vous-mêmes ce qui est juste ? Lc 12, 57 : Perak eta ne varnit ket drezoc’h hoc’h-unan petra zo reizh ?

Ainsi, quand tu vas avec ton adversaire devant le magistrat, pendant que tu es en chemin mets tout en œuvre pour t’arranger avec lui, afin d’éviter qu’il ne te traîne devant le juge, que le juge ne te livre à l’huissier, et que l’huissier ne te jette en prison. Lc 12, 58 : Evel-se, pa c’hoarvez ganit mont gant da enebour da gaout ar penn-rener, klask war an hent an tu da vezañ kuit en e geñver, gant aon n’az sachfe dirak ar barner ha na vefes lakaet gant ar barner etre daouarn ar c’homiser, ha na zeufe ar c’homiser d’az teurel er prizon.

Je te le dis : tu n’en sortiras pas avant d’avoir payé jusqu’au dernier centime. » Lc 12, 59 : me 'lavar dit : n’i ket er-maez alese ken n’az po rentet betek ar gwenneg diwezhañ ».