Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Luc » Chapitre 11

Evangile de Jésus-Christ selon saint Luc - Chapitre 11

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Chapitre 11



Il arriva que Jésus, en un certain lieu, était en prière. Quand il eut terminé, un de ses disciples lui demanda : « Seigneur, apprends-nous à prier, comme Jean le Baptiste, lui aussi, l’a appris à ses disciples. » Lc 11, 1 : Un deiz ma oa en ul lec’h bennak o pediñ, echu gantañ e bedenn, e lavaras dezhañ unan eus e ziskibien : « Mestr, desk deomp pediñ evel m’en deus Yann e-unan desket d’e ziskibien ».

Il leur répondit : « Quand vous priez, dites : Père, que ton nom soit sanctifié, que ton règne vienne. Lc 11, 2 : Hag e lavaras dezho : « Pa bedot, lavarit : Tad, ra vo santelaet da anv, Ra zeuio da Rouantelezh ;

Donne-nous le pain dont nous avons besoin pour chaque jour. Lc 11, 3 : bara hor bevañs, her ro deomp bemdez ;

Pardonne-nous nos péchés, car nous-mêmes, nous pardonnons aussi à tous ceux qui ont des torts envers nous. Et ne nous laisse pas entrer en tentation. » Lc 11, 4 : Distaol deomp hor pec’hedoù, rak ni hon-unan ivez a zistaol da gement hini a zle deomp ; Ha mir n’afemp da heul an temptadur ».

Jésus leur dit encore : « Imaginez que l’un de vous ait un ami et aille le trouver au milieu de la nuit pour lui demander : “Mon ami, prête-moi trois pains, Lc 11, 5 : Hag e lavaras dezho : « Piv ac’hanoc’h m’en deus ur mignon, ha ma teu d’e gaout da hanternoz da lavarout dezhañ : Va mignon, prest din tri baraig,

car un de mes amis est arrivé de voyage chez moi, et je n’ai rien à lui offrir.” Lc 11, 6 : rak ur mignon din a zo du-mañ diwar veajiñ, ha n’em eus netra da ginnig dezhañ ;

Et si, de l’intérieur, l’autre lui répond : “Ne viens pas m’importuner ! La porte est déjà fermée ; mes enfants et moi, nous sommes couchés. Je ne puis pas me lever pour te donner quelque chose.” Lc 11, 7 : ha ma respont egile eus an diabarzh : Na dorr ket din va fenn ; prennet eo an nor bremañ, hag emañ va bugale ganin en hor gwele, n’hellan ket sevel da reiñ dit ;

Eh bien ! je vous le dis : même s’il ne se lève pas pour donner par amitié, il se lèvera à cause du sans-gêne de cet ami, et il lui donnera tout ce qu’il lui faut. Lc 11, 8 : me 'lavar deoc’h, ha pa ne savfe ket da reiñ dezhañ dre ma-z eo e vignon, e savo evelkent dre forzh bezañ tregaset gantañ, hag e roio dezhañ kement en deus ezhomm.

Moi, je vous dis : Demandez, on vous donnera ; cherchez, vous trouverez ; frappez, on vous ouvrira. Lc 11, 9 : « Ha me a lavar deoc’h : Goulennit hag e vo roet deoc’h ; klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc’h.

En effet, quiconque demande reçoit ; qui cherche trouve ; à qui frappe, on ouvrira. Lc 11, 10 : Rak an neb a c’houlenn a resev, an neb a glask a gav, hag an neb a sko, e vo digoret dezhañ.

Quel père parmi vous, quand son fils lui demande un poisson, lui donnera un serpent au lieu du poisson ? Lc 11, 11 : En ho touez, pehini eo an tad a rofe ur maen d’e vab ma c’houlennfe bara digantañ ? Pe ma c’houlennfe ur pesk daoust hag e-lec’h pesk eo un naer a rofe dezhañ ?

ou lui donnera un scorpion quand il demande un œuf ? Lc 11, 12 : Ha ma c’houlennfe ur vi, daoust hag e rofe dezhañ ur grug ?

Si donc vous, qui êtes mauvais, vous savez donner de bonnes choses à vos enfants, combien plus le Père du ciel donnera-t-il l’Esprit Saint à ceux qui le lui demandent ! » Lc 11, 13 : C’hwi eta, evidoc’h da vezañ fall, ma ouzoc’h reiñ traoù mat d’ho pugale, na pegen muioc’h ne roio ket an Tad eus an Neñv ar Spered Santel d’ar re a c’houlenno ».

Jésus expulsait un démon qui rendait un homme muet. Lorsque le démon fut sorti, le muet se mit à parler, et les foules furent dans l’admiration. Lc 11, 14 : Edo oc’h argas un droukspered hag hemañ a oa mut. Neuze pa oa aet an droukspered kuit, e komzas an den mut. Ma vanas ar bobl sebezet.

Mais certains d’entre eux dirent : « C’est par Béelzéboul, le chef des démons, qu’il expulse les démons. » Lc 11, 15 : Hiniennoù avat, a lavaras : « Dre nerzh Beelzeboul, priñs an drouksperedoù, eo e argas an drouksperedoù ».

D’autres, pour le mettre à l’épreuve, cherchaient à obtenir de lui un signe venant du ciel. Lc 11, 16 : Re all evit e demptañ, a c’houlenne digantañ ur sin eus an Neñv.

Jésus, connaissant leurs pensées, leur dit : « Tout royaume divisé contre lui-même devient désert, ses maisons s’écroulent les unes sur les autres. Lc 11, 17 : Eñ avat oc’h anavezout o soñjoù, a lavaras dezho : « Pep rouantelezh disrannet a-enep dezhi hec’h-unan, a ya da goll, hag an tiez anezhi a gouezh neuze an eil war egile.

Si Satan, lui aussi, est divisé contre lui-même, comment son royaume tiendra-t-il ? Vous dites en effet que c’est par Béelzéboul que j’expulse les démons. Lc 11, 18 : M’emañ ivez rouantelezh Satan disrannet a-enep dezhi hec’h-unan, penaos e chomo en he sav ? peogwir e lavarit ez eo dre nerzh Beelzeboul e argasan-me an drouksperedoù.

Mais si c’est par Béelzéboul que moi, je les expulse, vos disciples, par qui les expulsent-ils ? Dès lors, ils seront eux-mêmes vos juges. Lc 11, 19 : Ha ma-z eo dre Beelzeboul e argasan-me an drouksperedoù, ho mibien-c’hwi, dre biv e argasont anezho ? Dre-se int o-unan a vo ho parnerien.

En revanche, si c’est par le doigt de Dieu que j’expulse les démons, c’est donc que le règne de Dieu est venu jusqu’à vous. Lc 11, 20 : Met ma-z eo dre viz Doue e argasan an drouksperedoù, neuze eo deuet evidoc’h Rouantelezh Doue.

Quand l’homme fort, et bien armé, garde son palais, tout ce qui lui appartient est en sécurité. Lc 11, 21 : P’emañ an den kreñv hag armet-mat o tiwall e di, emañ e peoc’h kement en deus.

Mais si un plus fort survient et triomphe de lui, il lui enlève son armement auquel il se fiait, et il distribue tout ce dont il l’a dépouillé. Lc 11, 22 : Met ma c’hoarvez d’unan all kreñvoc’h egetañ dont da drec’hiñ warnañ, e lamo digantañ an armoù ma fizie enno, hag e lodenno e zibourc’hioù.

Celui qui n’est pas avec moi est contre moi ; celui qui ne rassemble pas avec moi disperse. Lc 11, 23 : An hini n’emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a vez o foranañ.

Quand l’esprit impur est sorti de l’homme, il parcourt des lieux arides en cherchant où se reposer. Et il ne trouve pas. Alors il se dit : “Je vais retourner dans ma maison, d’où je suis sorti.” Lc 11, 24 : « Pa ’z a ar spered hudur er-maez eus an den, e kantre dre lec’hioù dizour o klask diskuizh ; ha pa chom hep kaout, e lavar : Distreiñ a rin d’am zi, ez on aet er-maez anezhañ.

En arrivant, il la trouve balayée et bien rangée. Lc 11, 25 : Ha pa zegouezh, e kav an ti skubet ha kempennet.

Alors il s’en va, et il prend d’autres esprits encore plus mauvais que lui, au nombre de sept ; ils entrent et s’y installent. Ainsi, l’état de cet homme-là est pire à la fin qu’au début. » Lc 11, 26 : Neuze ez a da glask seizh spered all droukoc’h egetañ ; hag antreet e-barzh, e reont o chomadur ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu da vezañ gwashoc’h eget an hini gentañ ».

Comme Jésus disait cela, une femme éleva la voix au milieu de la foule pour lui dire : « Heureuse la mère qui t’a porté en elle, et dont les seins t’ont nourri ! » Lc 11, 27 : Ha neuze, endra ma lavare kement-se, setu ur vaouez o sevel he mouezh eus a-douez ar bobl, a lavaras : « Evurus ar c’horf en deus da zouget hag an divronn ac’h eus sunet ».

Alors Jésus lui déclara : « Heureux plutôt ceux qui écoutent la parole de Dieu, et qui la gardent ! » Lc 11, 28 : Eñ avat a respontas : « Evurus muioc’h c’hoazh ar re a selaou komzoù Doue hag a vir anezho ».

Comme les foules s’amassaient, Jésus se mit à dire : « Cette génération est une génération mauvaise : elle cherche un signe, mais en fait de signe il ne lui sera donné que le signe de Jonas. Lc 11, 29 : Evel ma teue ar bobl stankoc’h-stankañ, e krogas da lavarout : « Ur rummad fall eo ar rummad-mañ. Ur sin emañ o c’houlenn, ha sin ebet ne vo roet dezhañ estreget sin Jonas.

Car Jonas a été un signe pour les habitants de Ninive ; il en sera de même avec le Fils de l’homme pour cette génération. Lc 11, 30 : Evel ma voe Jonas ur sin evit Niniveiz, evel-se e vo ivez Mab an Den evit ar rummad-mañ.

Lors du Jugement, la reine de Saba se dressera en même temps que les hommes de cette génération, et elle les condamnera. En effet, elle est venue des extrémités de la terre pour écouter la sagesse de Salomon, et il y a ici bien plus que Salomon. Lc 11, 31 : Rouanez ar C’hreisteiz a adsavo da zeiz ar varn gant gwazed ar rummad-mañ hag o c’hondaono. Rak dont a reas eus penn pellañ an douar da selaou furnez Salomon, ha setu, brasoc’h eget Salomon a zo amañ.

Lors du Jugement, les habitants de Ninive se lèveront en même temps que cette génération, et ils la condamneront ; en effet, ils se sont convertis en réponse à la proclamation faite par Jonas, et il y a ici bien plus que Jonas. Lc 11, 32 : Gwazed Ninive a savo en o sav da zeiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag o c’hondaono ; rak pinijenn a rejont o klevout Jonas, ha setu, brasoc’h eget Jonas a zo amañ.

Personne, après avoir allumé une lampe, ne la met dans une cachette ou bien sous le boisseau : on la met sur le lampadaire pour que ceux qui entrent voient la lumière. Lc 11, 33 : Den ebet n’enaou ur gouloù evit e lakaat en ul lec’h kuzh, pe dindan ar boezell, hogen war ar c’hantolor, d’ar re a zeu e-barzh da welout ar gouloù.

La lampe de ton corps, c’est ton œil. Quand ton œil est limpide, ton corps tout entier est aussi dans la lumière ; mais quand ton œil est mauvais, ton corps aussi est dans les ténèbres. Lc 11, 34 : Lamp da gorf eo da lagad. Ma-z eo naet da lagad, eo ivez da gorf a-bezh a vo goulaouet. Ma-z eo fall, e vo da gorf ivez en deñvalijenn.

Examine donc si la lumière qui est en toi n’est pas ténèbres ; Lc 11, 35 : Sell eta na vo ket teñvalijenn ar gouloù a zo ez kreiz.

si ton corps tout entier est dans la lumière sans aucune part de ténèbres, alors il sera dans la lumière tout entier, comme lorsque la lampe t’illumine de son éclat. » Lc 11, 36 : Ma vez goulaouet da gorf a-bezh, hep tamm lodenn ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklerijennet en e bezh evel pa vez al lamp ouzh da sklerijennañ gant e sked ».

Pendant que Jésus parlait, un pharisien l’invita pour le repas de midi. Jésus entra chez lui et prit place. Lc 11, 37 : A-greiz ma komze, setu m’hen pedas ur Farizian da leinañ en e di. Jezuz o vezañ antreet en em lakaas ouzh taol.

Le pharisien fut étonné en voyant qu’il n’avait pas fait d’abord les ablutions précédant le repas. Lc 11, 38 : Met ar Farizian o welout se a voe souezhet, o vezañ ma ne oa ket en em walc’het a-raok ar pred.

Le Seigneur lui dit : « Bien sûr, vous les pharisiens, vous purifiez l’extérieur de la coupe et du plat, mais à l’intérieur de vous-mêmes vous êtes remplis de cupidité et de méchanceté. Lc 11, 39 : Ma lavaras an Aotrou dezhañ : « Setu c’hwi, ar Farizianed, naetaat a rit diavaez an hanaf hag ar plad, hogen ho tiabarzh-c’hwi a zo leun a laeroñsi hag a zrougiezh.

Insensés ! Celui qui a fait l’extérieur n’a-t-il pas fait aussi l’intérieur ? Lc 11, 40 : Tud diboell ! Daoust hag an hini en deus graet an diavaez n’en deus ket graet ivez an diabarzh ?

Donnez plutôt en aumône ce que vous avez, et alors tout sera pur pour vous. Lc 11, 41 : Hervez ma c’hellit, grit aluzon, ha neuze e vo glan pep tra evidoc’h.

Quel malheur pour vous, pharisiens, parce que vous payez la dîme sur toutes les plantes du jardin, comme la menthe et la rue et vous passez à côté du jugement et de l’amour de Dieu. Ceci, il fallait l’observer, sans abandonner cela. Lc 11, 42 : Hogen gwa c’hwi, Farizianed, o vezañ ma paeit an deog diwar ar vent hag ar ruz, ha diwar an holl louzoù, e-keit ma lezit a-gostez ar justis ha karantez Doue. Kement-mañ a oa d’ober, hep dilezel kement-se.

Quel malheur pour vous, pharisiens, parce que vous aimez le premier siège dans les synagogues, et les salutations sur les places publiques. Lc 11, 43 : Gwa c’hwi, Farizianed, o vezañ ma plij deoc’h ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar saludoù war ar plasennoù.

Quel malheur pour vous, parce que vous êtes comme ces tombeaux qu’on ne voit pas et sur lesquels on marche sans le savoir. » Lc 11, 44 : Gwa c’hwi o vezañ ma-z oc’h evel ar bezioù-se n’eus netra ouzh o diskouez, ma kerzh an dud warno hep gouzout dezho ».

Alors un docteur de la Loi prit la parole et lui dit : « Maître, en parlant ainsi, c’est nous aussi que tu insultes. » Lc 11, 45 : Neuze, unan eus Doktored al Lezenn a savas e vouezh da lavarout dezhañ : « Mestr, o komz evel-se eo ni ivez a zismegañsez ».

Jésus reprit : « Vous aussi, les docteurs de la Loi, malheureux êtes-vous, parce que vous chargez les gens de fardeaux impossibles à porter, et vous-mêmes, vous ne touchez même pas ces fardeaux d’un seul doigt. Lc 11, 46 : Eñ a respontas : « C’hwi ivez, Doktored al Lezenn, gwa c’hwi, dre ma sammit war an dud bec’hioù gwall-bounner da zougen ; e-keit na stokit ket hoc’h-unan ouzh ar sammoù-se gant unan eus ho pizied.

Quel malheur pour vous, parce que vous bâtissez les tombeaux des prophètes, alors que vos pères les ont tués. Lc 11, 47 : Gwa c’hwi, dre ma savit bezioù kaer d’ar brofeded, pa’z eo ho tadoù o deus o lazhet.

Ainsi vous témoignez que vous approuvez les actes de vos pères, puisque eux-mêmes ont tué les prophètes, et vous, vous bâtissez leurs tombeaux. Lc 11, 48 : Evel-se e tougit testeni e asantit da oberoù ho tadoù, peogwir eo int o deus lazhet ar brofeded, ha c’hwi ar re a sav bezioù dezho.

C’est pourquoi la Sagesse de Dieu elle-même a dit : Je leur enverrai des prophètes et des apôtres ; parmi eux, ils en tueront et en persécuteront. Lc 11, 49 : En abeg da se he deus lavaret Furnez Doue : Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag ar re-mañ a lazhint, hag ar re-se a wallgasint,

Ainsi cette génération devra rendre compte du sang de tous les prophètes qui a été versé depuis la fondation du monde, Lc 11, 50 : evit ma vo goulennet kont digant ar rummad-mañ, eus gwad an holl brofeded bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,

depuis le sang d’Abel jusqu’au sang de Zacharie, qui a péri entre l’autel et le sanctuaire. Oui, je vous le déclare : on en demandera compte à cette génération. Lc 11, 51 : adal gwad Abel betek hini Zakaria, a zo bet lazhet etre an aoter hag ar santual. Ya, me 'lavar deoc’h, goulennet e vo ar gont-se digant ar rummad-mañ.

Quel malheur pour vous, docteurs de la Loi, parce que vous avez enlevé la clé de la connaissance ; vous-mêmes n’êtes pas entrés, et ceux qui voulaient entrer, vous les en avez empêchés. » Lc 11, 52 : Gwa c’hwi, Doktored al Lezenn, dre m’hoc’h eus skrapet ganeoc’h alc’hwez ar ouiziegezh. C’hwi hoc’h-unan n’oc’h ket antreet enni, hag ar re a glaske antren, hoc’h eus harzet outo ».

Quand Jésus fut sorti de la maison, les scribes et les pharisiens commencèrent à s’acharner contre lui et à le harceler de questions ; Lc 11, 53 : Jezuz a yeas er-maez, hogen ac’hano ivez en em lakaas ar Skribed hag ar Farizianed da gaout droug outañ ha da waskañ warnañ gant o goulennoù,

ils lui tendaient des pièges pour traquer la moindre de ses paroles. Lc 11, 54 : en ur stegnañ pechoù dezhañ da bakañ ur gomz bennak eus e c’henou.