Lectures du dimanche - 14/04/2028
📅 D'ar Gwener 14 a viz Ebrel 2028
📜 1ère lecture
Lennadenn eus levr Izaias (Iz 52, 13-53, 12)
Gloazet eo bet en abeg d'hor pec'hedoù
Setu ma raio berzh va servijer,
Kreskiñ a raio, sevel ; uhelaet e vo dreist pep tra.
Evel ma 'z eus bet kalz saouzanet ouzh e welout
ken disneuziet ma ne oa mui evel un den,
ken ne oa mui heñvel e stumm ouzh hini an dud.
Evel-se e vo kalz a vroadoù bamet ouzh e welout ;
ar rouaned dirazañ a chomo serret o genoù,
rak gwelout a raint ar pezh na oa ket bet c'hoazh danevellet,
anavezout a raint ar pezh na oa bet biskoazh diskleriet.
Piv a c'hellfe krediñ ar pezh hon eus klevet.
Ha brec'h an Aotrou, da biv ez eo en em ziskuliet ?
Rak evel ur vroustenn dister en deus kresket dirazomp,
evel ur vountadenn o sevel en un douar dizour :
na kaerder na kened dezhañ da dennañ hor selloù,
Na sked ebet da hoalañ hor c'halonoù.
Disprizet, distaolet gant an dud,
Den a c'hlac'har, e dalc'h ar boan,
Heñvel ouzh an dud lovr a droer an dremm diouto,
e oa displed, ha ne raemp van ebet anezhañ.
Ha koulskoude, hor c’hleñvedoù eo a zouge,
ha sammet en devoa hor poanioù warnañ e-unan.
Ha ni soñje ganeomp e oa
kastizet, skoet gant Doue hag izelaet.
Eñ avat a oa treuztoullet en abeg d'hor pec'hedoù
Ha brevet en abeg d'hon drougoberoù ;
Ar c'hastiz hag a ro deomp ar peoc'h a zo kouezet warnañ,
ha diwar bouez e c'houlioù an hini ez omp bet yac'haet.
Holl e oamp dianket evel deñved,
pep hini o vont gant e hent ; met Doue en deus lakaet da gouezhañ warnañ hor pec’hedoù deomp-ni holl.
En em lezel a rae da vezañ gwallgaset hag en e boanioù ne zigoras ket zoken e c’henoù, evel un oan a gaser d’ar c’higer, evel un dañvad dirak e douzer e tave. N’en deus ket digoret e c’henoù.
Dre zroukrañs ur varnedigezh eo bet skrapet kuit, ha piv a soñj difenn e gaoz ? Ya, lamet eo bet kuit eus douar ar re vev, ha skoet d’ar marv abalamour da bec’hedoù e bobl.
Aozet ez eus bet dezhañ ur bez e-touez ar re fallakr, hag en e varv emañ e renk an droug-oberourien ; ha koulskoude n’en deus graet, eñ, netra direizh, ha n’eus bet tromplezon ebet en e c’henoù.
An Aotrou eo bet plijet gantañ e vreviñ gant ar boan : P’en devo kinniget e vuhez evel sakrifis a zic’haou e welo ul lignez, deizioù didermen en devezo, ha mennad an Aotrou a zeuio drezañ da wir.
Goude poanioù hag amprou e ene e welo ar sklerijenn hag e walc’h en devo. An hini reizh, va servijer, a rento reizh engroez e-leizh a dud dre gemer warnañ e-unan bec’h o drougoberoù.
En abeg da se e roin dezhañ evit e lod ar pobladoù, evit e c’hounidoù an dud vrasañ, dre m’en deus en em roet e-unan d’ar marv ha dre m’eo bet renket e-touez ar bec’herien, pa oa pec’hedoù an dud a oa sammet gantañ ha pa bede evit ar re gablus
🎶 Psaume
(Sa 31 (30), 2 ha 6. 12-13. 15-16. 17 ha 25)
D : Tad, etre ho taouarn, e lakaan va spered.
Ennoc'h, Aotrou, e klaskan va goudor,
grit na vin morse divarc'het ;
en ho reizhder va difennit, va dieubit.
Etre ho taouarn e lakaan va spered ;
Aotrou, C'hwi an hini am daspreno, Doue a wirionez.
Setu ma 'z on danvez a zismegañs evit va holl enebourien,
un euzhadenn evit va amezeien, ur spont evit va mignoned :
ar re am gwel er-maez war ar straed a dec'h pell diouzhin.
Evel un den marv ez on rasket eus soñj an dud ;
evel ur pod torret ha taolet kuit.
Me avat am eus fiziañs ennoc'h, Aotrou ;
lavaret em eus : « Va Doue ez oc'h-C'hwi,
etre ho taouarn emañ va flanedenn. »
Va salvit eus va enebourien
eus ar re-se o redek war va lerc'h.
Lakait ho sklêrijenn da splannañ war ho servijer,
va salvit en ho madelezh.
Kreñvait, adnerzhit ho kalon,
C'hwi holl hag emañ o fiziañs en Aotrou !
📜 2ème lecture
Lennadenn eus al lizher d'an Hebreed (Heb 4, 14-16 ; 5, 7-9)
Desket en deus ar sentidigezh ha graet eo bet oberour ar silvidigezh evit an holl re a sent outañ.
Peogwir hon eus eta un Arc'hbeleg meur,
a zo aet dija e-barzh an Neñvoù, Jezuz, Mab Doue,
dalc'homp start d’hon diskleriadur a feiz.
Rak n’hon eus ket un Arc'hbeleg n’hellfe ket kendrueziñ d’hor gwanderioù,
met unan a zo bet amprouet e pep tra, da vezañ heñvel ouzhomp,
nemet ar pec'hed n’en deus ket bet.
Tostaomp eta gant surentez ouzh tron ar c'hras
evit kaout trugarez ha resev ar c'hras da vezañ skoazellet e koulz mat.
Eñ eo an hini en deus, e deizioù e vuhez douarel, gant garm bras ha daeroù,
kinniget aspedennoù hag azgoulennoù d’an Hini a c'helle e salviñ eus ar marv,
hag a voe selaouet en abeg d’e zoujañs ouzh Doue,
petra bennak ma oa Mab, en deus desket,
dre ar poanioù gouzañvet, petra eo ar sentidigezh ;
ha bet lakaet evel-se da vezañ peurvat,
eo deuet da vezañ evit ar re a sent outañ,
mammenn ar silvidigezh peurbadel.
✝️ Évangile
Pasion hon Aotrou Jezuz Krist hervez sant Yann (Yn 18, 1–19, 42)
O vezañ komzet evel se ez eas Jezuz gant e ziskibien en tu all d’ar froud, ar C'hedron, d’ul lec'h ma oa ul liorzh ma'z antreas enni, eñ hag e ziskibien. Judaz ivez, an hini a werzhe anezhañ, a anaveze al lec'h, rak alies e oa deuet Jezuz di gant e ziskibien. Judaz eta o vezañ kemeret gantañ ar gohortenn, ha gwarded a berzh an Arc'hbeleien hag ar Farizianed, a zeuas di gant leternioù torchadoù gouloù hag armoù.
Jezuz eta, o c'houzout kement a c'hoarvezfe gantañ, a yeas etrezek enno hag a lavaras dezho : « Piv a glaskit ? » Hag int a respontas dezhañ : « Jezuz an Nazaredad. » Eñ a lavaras : « Me eo. » Judaz ivez, an hini en gwerzhe, a oa ganto. Kerkent m’en devoe lavaret dezho : « Me eo », e souzjont hag e kouezjont d’an douar. A nevez eta e c'houlennas outo « Piv a glaskit ? » Hag int a lavaras : « Jezuz an Nazaredad »
« Lavaret em eus deoc'h, a respontas Jezuz, me eo ; ma'z eo me a glaskit, lezit ar re mañ da vont kuit. » Ha kement se evit ma teufe da wir ar gomz bet lavaret gantañ : « Eus ar re ac'h eus roet din, n’em eus kollet hini ebet. »
Pêr ha Malkuz.
Neuze Simon Pêr hag a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ hag a skoas gant mevel ar Beleg meur, hag a droc'has dezhañ e skouarn dehoù ; ar mevel se a oa Malkuz e anv. Met Jezuz a lavaras da Bêr : « Laka da gleze en e c'houin. Ar c'haliriad en deus an Tad roet din, daoust ha ne evin ket anezhañ ? »
Jezuz dirak Anna ha Kaifaz.
Dinac'hadennoù Pêr.
Neuze ar gohortenn, an ofisour ha mevelien ar Juzevien a grogas e Jezuz hag a liammas anezhañ. E gas a rejont da gentañ da di Anna, a oa tad kaer da Gaifaz, Beleg meur er bloaz se. Kaifaz a oa an hini en devoa roet an ali se d’ar Juzevien : « Gwelloc'h eo e varvfe un den hepken evit ar bobl. »
Hogen Simon Pêr hag un diskibl all a heulie Jezuz ; an diskibl se anavezet gant ar Beleg meur, a yeas tre gant Jezuz e porzh ar Beleg meur. Met Pêr a oa chomet er maez, e tal an nor. Mont a reas neuze an diskibl all se hag a oa anavezet gant ar Beleg meur da gomz ouzh ar borzhierez, hag e reas da Bêr mont e barzh. Neuze, ar vatezh se, ar borzhierez, a lavaras da Bêr : « Ha n’out ket te ivez unan eus diskibien an den se ? » « Ned on ket », emezañ. Eno edo ar servijerien hag ar warded o tommañ ouzh an tan regez o devoa enaouet, rak yen e oa an amzer, ha ganto edo Pêr ivez o tommañ.
Ar Beleg meur a reas eta goulenn ouzh Jezuz diwar benn e ziskibien hag e gelennadurezh. Respont a reas Jezuz dezhañ : « Dirak an holl em eus komzet d’ar bed. Bepred em eus kelennet er sinagogenn hag en Templ el lec'h ma 'n em vod an holl Juzevien, hag e kuzh n’em eus lavaret netra. Perak e rez goulenn ouzhin ? Goulenn digant ar re o deus klevet va c'homzoù. Gwel, ar re se a oar petra am eus lavaret. » Evel m’en devoa komzet evel se, unan eus ar vevelien hag a oa eno, a roas ur fasad da Jezuz, en ur lavarout : « Evel se e respontez d’ar Beleg meur ? » Jezuz a respontas dezhañ : « M’am eus komzet fall, diskouez petra zo fall em c'homzoù ; met mar em eus komzet mat, perak e skoez ganin ? » Neuze Anna er c’hasas ereet da Gaifaz, ar Beleg meur. Eno avat edo Pêr o tommañ ; ma lavarjont dezhañ : « Ha n’out ket te ivez unan eus e ziskibien ? » Nac'hañ a reas ha lavarout : « N’on ket ! » Unan eus mevelien ar Beleg meur, kar d’an hini en devoa Pêr troc'het dezhañ e skouarn, a lavaras dezhañ : « Ha n’em eus ket da welet el liorzh gantañ ? » Ha Pêr da nac'hañ adarre, ha raktal e kanas ar c'hilhog.
Jezuz dirak Pilat
Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi : ar beure e oa ; int avat n’ejont ket e barzh ar pretordi, evit na vijent ket saotret ha ma c'helljent debriñ ar Pask.
Pilat eta a zeuas er maez daveto, hag a lavaras : « Petra a damallit d’an den mañ ? » Respont a rejont dezhañ : « Mar ne vije ket hemañ un torfedour, n’hor bije ket e lakaet etre da zaouarn. » Ha Pilat da lavarout dezho : « Kemerit eñ, c'hwi hoc'h unan, ha barnit eñ hervez ho Lezenn. » Ar Juzevien a lavaras dezhañ : « N’hon eus ket ar gwir da gas un den d’ar marv. » Hag evel se evit ma teuje da wir ar gomz en devoa lavaret Jezuz, da verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
Neuze e tistroas Pilat e diabarzh ar pretordi ; gervel a reas Jezuz hag e lavaras dezhañ : « Ha te eo Roue ar Juzevien ? » Respont a reas Jezuz : « Hag ac'hanout da unan e lavarez se, pe reoù all o deus en lavaret dit diwar va fenn ? » « Daoust ha Juzev on me ? a respontas Pilat. Da bobl hag an Arc'hbeleien o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet ? » Ha Jezuz da respont : « Va Rouantelezh n’eo ket eus ar bed mañ. Ma vije va Rouantelezh eus ar bed mañ, o divije stourmet va servijerien evit mirout na vijen lakaet etre daouarn ar Juzevien ; hogen va Rouantelezh n’eo ket ac'hann. » Neuze e lavaras Pilat dezhañ : « Roue out eta ? » « Evel ma lavarez, a respontas Jezuz, roue on. Evit kement se ez on bet ganet, hag evit kement se ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. An neb a zo mab ar wirionez a selaou va mouezh. » Pilat a lavaras dezhañ : « Petra eo ar wirionez ? »
Goude bezañ lavaret se, ez eas er maez adarre da gaout ar Juzevien hag e lavaras dezho : « Me ne gavan abeg ebet ennañ. Peogwir emañ ar c'hiz ganeoc'h e laoskfen deoc'h, gant ar Pask, ur prizoniad bennak, daoust hag e fell deoc'h e laoskfen ganeoc'h roue ar Juzevien ? » Neuze en em lakajont a nevez da grial ha da lavarout : « Nann, ket hemañ, met Barabbas. » Hogen Barabbas a oa ul laer.
Jezuz skourjezet ; ar gurunenn spern
Neuze Pilat a gemeras Jezuz hag henn lakaas da vezañ skourjezet. Hag ar soudarded o vezañ plezhennet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn, hag a daolas warnañ ur vantell ruz mouk. Tostaat a raent outañ hag e lavarent : « Salud, Roue ar Juzevien ! », hag e tistagent palvadoù gantañ.
Ar Juzevien a c'houlenn e varv
Mont a reas Pilat er maez ur wech c'hoazh, hag e lavaras dezho : « Setu, henn degas a ran deoc'h er maez, evit ma ouiot ne gavan abeg ebet ennañ. » Neuze e teuas Jezuz er maez gant ar gurunenn spern war e benn, hag ar vantell ruz mouk. Hag e lavaras dezho : « Setu an Den. »
Met ouzh e welout, an Arc'hbeleien hag ar vevelien a grias o lavarout : « Ouzh ar groaz ! ouzh ar groaz ! » Pilat a lavaras dezho : « Kemerit eñ hoc'h unan, ha stagit eñ ouzh ar groaz, rak evidon me, ne gavan abeg ebet ennañ. » Ar Juzevien a respontas dezhañ : « Ul lezenn hon eus, hag hervez al lezenn se, e tle mervel, rak da Vab Doue eo en em dremenet. »
Jezuz barnet d’ar marv ar groaz
Pa glevas Pilat ar gomz se en devoe spont muioc'h c'hoazh. Mont a reas adarre e barzh ar pretordi hag e c'houlennas ouzh Jezuz : « A belec'h out te ? » Met Jezuz ne respontas netra dezhañ. Pilat eta a lavaras dezhañ : « Ne respontez ket din ? Ha n’ouzout ket em eus ar galloud d’az lezel da vont ha galloud d’az stagañ ouzh ar groaz ? » Respont a reas Jezuz : « N’az pije warnon galloud ebet, mar ne vije ket bet roet dit eus an nec'h ; rak se, an hini en deus va droukroet en deus brasoc'h pec'hed egedout. »
Diwar neuze, e klaske Pilat an tu d’e zieubiñ, met ar Juzevien a grias o lavarout : « Mar laoskez hemañ da vont, n’out ket mignon da Gaesar ; rak kement hini en em dremen da roue, en em sav a enep da Gaesar. » Pilat neuze, o klevout ar c'homzoù se, a zegasas Jezuz er maez hag a azezas war e gador varn, el lec'h anvet Litostroton, ar Pavezadur, en hebraeg Gabbata. Deiz ragaozadur ar Pask e oa, war dro kreisteiz. Hag e lavaras d’ar Juzevien : « Setu ho Roue. » Met int a grias : « Kas kuit ! Kas kuit ! Ouzh ar groaz ! » Lavarout a reas Pilat dezho : « Ho roue a groazstagin ? » An Arc'hbeleien a respontas : « N’hon eus roue nemet Kaesar. » Neuze e lakaas anezhañ etre o daouarn da vezañ staget ouzh ar groaz.
Kroazstagadur. Lodennerezh dilhad Jezuz
Kemer a rejont eta Jezuz ganto ; hag eñ o tougen e unan e groaz, a yeas etrezek al lec'h anvet ar C’hlopenn, pezh a vez lavaret en hebraeg Golgota. Eno her stagjont ouzh ar groaz, ha gantañ daou all, unan a bep tu ha Jezuz er c'hreiz. Pilat a reas ivez ur skritell hag he lakaas ouzh ar groaz. Warni e oa skrivet : Jezuz an Nazaredad, roue ar Juzevien. Ar skritell se a voe lennet gant kalz a Juzevien, rak tost da gêr edo al lec'h ma oa bet kroazstaget Jezuz. Ha skrivet e oa en hebraeg, e latin hag e gresianeg. En abeg da se e lavaras da Pilat Arc'hbeleien ar Juzevien : « Arabat dit skrivañ : Roue ar Juzevien, met penaos hennezh en deus lavaret : Me eo Roue ar Juzevien. » Pilat avat a respontas : « Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet. »
Neuze ar soudarded, goude bezañ savet Jezuz ouzh ar groaz, a gemeras e zilhad hag a reas peder lodenn ganto, ul lodenn evit pep unan ; hag ivez e sae. Homañ avat a oa hep gwri ebet ha bet gwiadet en ur pezh eus an nec'h d’an traoñ. Lavarout a rejont eta an eil d’egile : « N’he rogomp ket ; met tennomp ar sord warni da welout da biv e vo. » Evel se evit ma vefe sevenet ar Skritur : « Lodennet o deus va dilhad kenetrezo, war va sae tennet ar sord. » Ar soudarded eta a reas an dra se.
Jezuz ouzh ar groaz. E varv.
E kichen kroaz Jezuz edo e vamm ha c'hoar e vamm, Mari, gwreg Kleopaz, ha Mari Madalen. Ha Jezuz, o welout e vamm, hag e kichen, an diskibl a gare, a lavaras d’e vamm : « Maouez, setu aze da vab. » Da c'houde e lavaras d’an diskibl : « Setu da vamm. » Hag adalek neuze, an diskibl he c'hemeras en e di. Goude se, Jezuz, o c'houzout e oa peurc'hraet pep tra diwar neuze, a lavaras evit ma vefe sevenet ar Skritur : « Sec'hed am eus ! » Ur pod a oa eno, leun a winegr ; o vezañ lakaet ur spoueenn karget a winegr e penn ur gorzenn, e savjont anezhi betek e c'henou. Goude bezañ kemeret ar gwinegr, Jezuz a lavaras : « Peurechu eo ! » Hag o vezañ soublet e benn, e rentas e spered.
An taol goaf.
Hogen ar Juzevien, o vezañ ma oa ar Ragaozadur, evit na chomfe ket ar c'horfoù ouzh ar groaz e pad ar sabad, (rak un devezh bras e oa eus ar sabad se) a c'houlennas digant Pilat ma vije torret dezho o divhar, ha ma vijent lamet kuit. Dont a reas eta ar soudarded, hag e torrjont e zivhar d’an hini kentañ, ha goude se d’an eil a oa bet staget ouzh ar groaz gantañ. Met o tont da Jezuz, pa weljont e oa marv dija, ne dorrjont ket e zivhar dezhañ. Hogen, unan eus ar soudarded, gant un taol lañs, a zigoras e gostez, ha raktal e teuas dioutañ dour ha gwad. An hini en deus gwelet a ro testeni a gement se ha gwirion eo e desteni ; hag hennezh a oar e lavar ar wirionez, evit ma kredot, c'hwi ivez. Rak an traoù se a zo c'hoarvezet evit ma vefe sevenet ar Skritur : « Ne vo ket torret un askorn dezhañ. » Ha c'hoazh en ul lec'h all, e lavar ar Skritur : « Gwelout a raint an hini o deus treuzet. »
Beziadur Jezuz.
Goude se, Jozef Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e kuzh gant aon rak ar Juzevien, a c'houlennas digant Pilat kemer korf Jezuz. Nikodem ivez a zeuas, an hini a oa deuet da gentañ da gaout Jezuz en noz ; degas a rae ur c'hemmesk a vir hag a aloez, ur c'hant lur pouez bennak. Kemer a rejont korf Jezuz hag e liammjont anezhañ gant bandennoù goude skuilhañ warnañ louzoù frond, evel m’emañ ar c'hiz da sebeliañ gant ar Juzevien.
Hogen el lec'h ma oa bet kroazstaget e oa ul liorzh, hag el liorzh se ur bez nevez na oa bet biskoazh lakaet unan bennak ennañ. Eno eta, en abeg da Ragaozadur ar Juzevien, dre ma oa tost ar bez, e lakjont Jezuz.

