Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 23/04/2028

Lectures du dimanche - 23/04/2028

📅 D'ar Sul 23 a viz Ebrel 2028

✨ Eil sul Fask⚪ Gwenn

📜 1ère lecture

Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (Eb 5, 12-16)

📖 Voir dans la Bible

E Jeruzalem, dre zaouarn an ebestel, e c'hoarveze kalz sinoù ha burzhudoù graet e-touez ar bobl. Chom a raent holl unanet dindan porched Salomon. Den all ebet ne grede mont ganto, ha koulskoude ar bobl a veule anezho. Muioc'h-mui e kreske an dud o doa feiz en Aotrou, gwazed e-leizh hag ivez merc'hed. Mont a raent betek degas ar re glañv war ar plasennoù, d'o lakaat war gweleoù pe war gravazhoù, evit ma teufe, pa vefe Per o tremen, e skeud da vihanañ da bara war hini pe hini anezho. Diredek a rae ivez kalz tud eus ar c'hêrioù tro-war-dro da Jeruzalem, ganto tud klañv pe dud gwallgaset gant drouksperedoù, hag holl e kavent ar pare.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 117 (118), 2-4, 22-24, 25-27a)

📖 Psautier : Psaume 117

Mat eo an Aotrou,
Da virviken e garantez.


Meulit an Aotrou, rak mat eo !
Da virviken e garantez !
Ra lavaro ar re a zouj an Aotrou :
Da virviken e garantez !

Ar maen distaolet gant ar vañsonerien
'Zo deut da vezañ ar maen-korn :
Setu ar pezh a ra an Aotrou,
Ur burzhud dirak hon daoulagad.

Setu an deiz graet gant an Aotrou,
Tridomp ha bezomp laouen ennañ.
Saveteit, Aotrou, saveteit bremañ !
O Aotrou, roit deomp an trec'h !

Benniget ra vo an hini a zeu en Anv an Aotrou.
Sklêrijennet omp gant an Aotrou Doue.
Meulit an Aotrou, rak mat eo !
Da viken e drugarez !

⇧ Retourner en haut de page

📜 2ème lecture

Lennadenn eus levr an Diskuliadur (Dis 1, 9-11a.12-13.17-19)

📖 Voir dans la Bible

Me Yann, ho preur hag ho kenseurt en drubuilh, er rouantelezh hag er basianted e Jezuz, me a oa en Enez Patmoz, abalamour da gomz Doue ha da desteni Jezuz. E dalc'h ar Spered edon ; da zeiz an Aotrou, a-dreñv kein din, e klevis ur vouezh kreñv evel hini un drompilh, a lavare : “ Ar pezh a welez, skriv anezhañ en ul levr, ha kas anezhañ d'ar seizh Iliz a zo e Bro-Azia ”.
Distreiñ a ris evit sellet piv a oa o komz ouzhin, hag, o tistreiñ, e welis seizh kantolor aour, hag e-kreiz ar seizh kantolor, unan damheñvel ouzh ur mab-den, gwisket gantañ ur sae hir, ur gouzia aour gantañ en-dro d’e zargreiz.
Ouzh e welet, e kouezhis evel marv e-harz e dreid ; met lakaat a reas e zorn dehou warnon, en ur lavarout : “ Arabat eo dit kaout aon, emezañ, me eo ar C'hentañ hag an Diwezhañ, an Hini bev : marv on bet, ha setu me bev da virviken ; em c'herz emañ alc'hwezioù ar marv hag an ifernioù. Skriv eta ar pezh az peus gwelet, hag ar pezh a c’hoarvezo goude-se ”.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann (Yn 20, 19-31)

📖 Voir dans la Bible

D'an deiz-se, hag a oa deiz kentañ ar sizhun, diouzh an noz, ha goude ma oa bet, gant aon rak ar Yuzevien, prennet dorioù an ti m'edo ennañ an diskibien, e teuas Jezuz. Chom a reas en e sav en o zouez, hag e lavaras dezho : “ Ar peoc'h ra vo ganeoc'h ! ” Goude ar c'homzoù-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. O welout an Aotrou e voe laouen-bras an diskibien. A-nevez e lavaras Jezuz dezho : “ Ar peoc'h ra vo ganeoc'h ! Evel m'en deus va Zad va c’haset, me ho kas d'am zro ”. Goude ar c'homzoù-se, e c'hwezh warno en ur lavarout : “ Resevit ar Spered Santel. Ar re ho po pardonet dezho o fec'hedoù, e vezint pardonet dezho, hag ar re ho po o dalc'het outo, e vezint dalc'het outo ”.
Tomaz avat, unan eus an diskibien, an hini anvet Gevell, n'edo ket ganto pa oa deuet Jezuz. An diskibien all eta a lavaras dezhañ : “ Gwelet hon eus an Aotrou ! ”. Met eñ a lavaras dezho : “ Ma ne welan ket en e zaouarn ar merk eus an tachoù, ma ne lakan ket va biz e toulloù an tachoù ha va dorn en e gostez, nann, me ne gredin ket ”.
Eizh devezh goude, edo adarre an diskibien en ti, hag e oa Tomaz ganto.
Jezuz a zeuas ; an holl zorioù a oa prennet ; hag Eñ, en o zouez, a lavaras dezho : “ Ar peoc'h ra vo ganeoc'h ”.
Goude-se e lavaras da Domaz : “ Lak da viz amañ, ha gwel va daouarn, tosta da zorn ha lak anezhañ em c'hostez ; paouez da vezañ diskredik, bez den a feiz ”. “ Va Aotrou ha va Doue ! ” eme dezhañ Tomaz. Jezuz a lavaras dezhañ : “ Abalamour m'az peus va gwelet az peus kredet. Eürus ar re o deus kredet hep bezañ gwelet ”.
Stank eo ar burzhudoù a reas Jezuz dirak e ziskibien, ha n'int ket skrivet el levr-mañ. Ar re-mañ a zo bet skrivet abalamour deoc'h da grediñ ez eo Jezuz ar C'hrist, Mab Doue, hag evit m'ho po, en ur grediñ, ar vuhez en e anv.

⇧ Retourner en haut de page


🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'ar Sul 27 a viz Ebrel 2025
Yann 20, 19-29 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.

⇧ Retourner en haut de page