Lectures du dimanche - 30/04/2028
📅 D'ar Sul 30 a viz Ebrel 2028
📜 1ère lecture
Lennadenn eus Oberoù an Ebestel (Eb 5, 27b-32.40b-41)
Degaset e oa bet an Ebestel dirak ar C'huzul-meur, hag ar beleg-bras a lavaras dezho : “ Difennet hor boa strizh ouzhoc'h, emezañ, kelenn an Anv-se, ha padal hoc’h eus skignet dre Jeruzalem ar gelennadurezh-se, hag e fell deoc'h lakaat da gouezhañ warnomp gwad an den-se ! ” Met respont a reas Per hag an Ebestel : “ Ret eo sentiñ ouzh Doue kentoc'h eget ouzh an dud. Doue hon tadoù en deus adsavet, a-douez ar re varv, Jezuz ho poa-c'hwi lakaet d'ar marv, o stagañ anezhañ ouzh ar c'hoad. Hennezh eo en deus Doue uhelaet dre nerzh e zorn dehou, da vezañ rener ha salver, evit ober da Israel cheñch buhez ha kaout ar pardon eus ar pec'hedoù. Test omp a gement-se, ni hag ar Spered Santel, roet gant Doue d'ar re a sent outañ. ”
Goude bezañ skourjezet an Ebestel ha kemennet dezho chom hep lavaret anv Jezuz, e voent lezet da vont. Laouen e oa an Ebestel, o kuitaat ar C'huzul-meur, da vezañ bet kavet din da c'houzañv dismegañsoù abalamour da anv Jezuz.
🎶 Psaume
(Sa 29 (30), 3-4, 5-6ab, 6cd.12, 13)
Ho meuliñ a ran, Aotrou,
Dre m'hoc’h eus va adsavet.
Aotrou, va Doue, etrezek ennoc'h am eus kriet,
Hag hoc’h eus va 'fareet.
Aotrou, savet 'peus eus an toull don va ene,
Ha roet buhez din, pa oan o tiskenn er bez.
Sonit evit an Aotrou, c'hwi e vignoned,
Meulit e Anv santel.
Ur frapadig hepken e pad e gounnar,
Met ar vuhez penn-da-benn e vadelezh.
Diouzh an noz ez aer da gousket en ur ouelañ,
Diouzh ar mintin avat e youc'her a levenez.
Troet 'peus va c'hañvoù e dañsoù,
Va dilhad kañv, ho peus graet anezho re a levenez.
Ha va ene a veulo ac'hanoc'h hep paouez,
Abalamour deoc'h e vo laouen,
Da virviken, Aotrou va Doue,
E kanin bennozh deoc'h !
📜 2ème lecture
Lennadenn eus levr an Diskuliadur (Dis 5, 11-14)
Neuze e welis, me, Yann : hag e klevis mouezh aelez niverus en-dro d'an tron, d'al loened ha d'ar gozhidi, miliadoù ha miliadoù anezho. Hag ec'h embannent a vouezh uhel : “ Din eo an Oan lidlazhet da resev galloud, pinvidigezh ha furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi ”. Hag an holl grouadurien a zo en neñv, war an douar, dindan an douar ha war ar mor, ha kement tra a zo enno, me o c'hlevas oc'h embann : “ D'an hini a zo azezet war an tron ha d'an Oan, meuleudi, enor, gloar, galloud da virviken ”. Hag ar pevar loen a lavare : “ Amen ”, hag ar gozhidi a stouas hag a adoras.
✝️ Évangile
Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann (Yn 21, 1-19)
Goude-se ec'h en em ziskouezas adarre Jezuz d'e ziskibien war ribl mor Tiberiad ; ha setu amañ penaos. Bez’e oa eno asambles Simon-Per, Tomaz lesanvet ar Gevell, Natanael eus Kana e Bro-C'halilea, mibien Zebede, ha daou ziskibl all. Lavaret a reas Simon-Per : “ Mont a ran da besketa ”. Ar re all a lavaras dezhañ : “ Mont a reomp, ni ivez ”. Hag ez ejont er-maez, ha pignat er vag ; met e-pad an nozvezh-se ne bakjont netra.
Da c’houloù-deiz e oa pa zeuas Jezuz war an aod ; an diskibien avat ne ouient ket e oa eñ. Lavaret a reas dezho : “ Paotred, n'hoc’h eus netra da zebriñ ? ” - “ Nann ”, emezo dezhañ.
Lavaret a reas dezho : “ Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag hag e kavot ”. E deurel a rejont, ha ne voent ket evit e sachañ ganto, gant ar stank ma oa ar pesked. Neuze e lavaras da Ber an diskibl karet gant Jezuz : “ An Aotrou eo ! ” O klevet e oa an Aotrou, e wiskas Per un tamm dilhad – rak en noazh edo – hag e lammas er mor. An diskibien all a zeuas gant ar vag, en ur stlejañ ar roued leun a besked ; n'edont ket gwall bell diouzh an douar : ur c'hant metrad bennak.
Pa voent diskennet en douar, e weljont un tan glaou bev, ha warnañ pesked, ha bara. Jezuz a lavaras dezho : “ Degasit eus ar pesked emaoc'h o paouez pakañ ”. Simon-Per a bignas en-dro er vag hag a sachas d'an douar ar roued leun a besked bras, a oa anezho kant tri hag hanter-kant ; ha daoust dezho da vezañ ken niverus, ne oa ket roget ar roued.
Jezuz a lavaras dezho : “ Deuit d'ho tijuniñ ”. Nikun eus an diskibien na grede goulenn outañ : “ Piv out ? ” Met gouzout a raent mat ez oa eñ an Aotrou. Neuze e teuas Jezuz, e kemeras bara hag her roas dezho, ha kemend-all a reas gant ar pesked. An drede gwech a oa da Jezuz d'en em ziskouez d'e ziskibien abaoe m'oa adsavet a-douez ar re varv. (Amañ ec'h echu al lennadenn verr)
Goude ar pred, e lavaras Jezuz da Simon-Per : “ Simon, mab da Yann, ha karet a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ ? ” Respont a reas : “ Ya, Aotrou, te a oar e karan ac'hanout ”. Ha Jezuz dezhañ : “ Bez pastor va deñvedigoù ”. Evit an eil gwech, e c'houlennas Jezuz outañ : “ Simon, mab da Yann, ha karet a rez ac'hanon ? ” Respont a reas : “ Ya, Aotrou, te 'oar e karan ac'hanout ”. Hag e lavar Jezuz, dezhañ : “ Bez pastor va deñved ”. Evit an trede gwech, e lavaras : “ Simon, mab da Yann, ha karet a rez ac'hanon ? ”
Per a oa glac'haret, pa n'oa Jezuz goulennet outañ evit an trede gwech : “ Ha karet a rez ac'hanon ”, hag e respontas dezhañ : “ Aotrou, te anavez pep tra ; gouzout a c'houzout mat e karan ac'hanout ”. Hag e lavaras Jezuz dezhañ : “ Bez pastor va deñved. E gwirionez, e gwirionez, m'en lavar dit : pa oas yaouank, e lakaes da-unan da c'houriz en-dro dit, hag ez aes d'al lec'h ma kares ; met pa vi deuet kozh, ec'h astenni da zaouarn, hag unan all a lako dit da c'houriz, hag a gaso ac'hanout da lec'h n’az pefe ket c’hoant ”.
Kement-se e lavaras Jezuz evit reiñ da intent dre beseurt marv e tlee Per rentañ gloar da Zoue. Hag e lavaras dezhañ c’hoazh : “Deus d’am heul“.
🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet
Yann 21, 1-14 - Gant Bastian Davy ha Madalen Manac\'h eo displeget an Aviel.

