Aller au contenu
Accueil » Lectures du dimanche » 08/09/2028

Lectures du dimanche - 08/09/2028

📅 D'ar Gwener 8 a viz Gwengolo 2028

✨ Ginivelezh ar Werc'hez⚪ Gwenn
Autres noms : Ginivelezh ar Werc'hez glorius Vari

A-raok zoken ginivelezh Yann an Diaraoger, hini Mari zo ur c'hemenn eus Ginivelezh Jezuz, raksonadenn ar C'heloù-Mat. Donedigezh ur verc'h e ti Anna ha Joakim he deus lakaet da "sevel war ar bed goanag ha gouloù-deiz ar silvidigezh". Setu perak ez omp kouviet gant an Iliz d’he lidañ el levenez.

📜 1ère lecture

Lennadenn eus diougan Mic'ha (Mik 5, 1-4a)

📖 Voir dans la Bible

An amzer ma c'hano an hini a zle genel.

An Aotrou a lavar :
Ha te, Betlehem Efrata,
Evidout da vezañ bihan e-touez strolladoù Youda,
Eo ac'hanout a lakain da zont
An hini a zle gouarn Israel
Hag a sav e benn-orin d'an amzerioù kentañ,
Gant an deizioù pellañ.
Neuze an Aotrou o dilezo
Betek an amzer ma c'hano an hini a zle genel,
Ha ma tistroio restad e vreudeur
Etrezek mibien Israel.
Sonn e vo en e sav
Hag e vêsaio e dropell dre nerzh an Aotrou,
Dre veurded anv an Aotrou, e Zoue :
Divrall e vo e dud hag e c'halloud en em astenno
Betek termenoù an douar.
Eñ eo an hini a vo ar Peoc'h !

⇧ Retourner en haut de page

Pe

Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar Romaned (Ro 8, 28,30)

📖 Voir dans la Bible

Ar re en deus anavezet a-ziaraok eo ar re en deus rakverket.

Va breudeur, gouzout a reomp emañ Doue
o kenlabourat e pep tra evit o mad gant ar re a gar anezhañ,
gant ar re en deus galvez hervez e vennad.
Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok eo ar re en deus rakverket
da vezañ heñvel ouzh patrom e Vab,
evit ma vo eñ ar mab-henañ da vreudeur e-leizh ;
Hag ar re en deus rakverket, o galvet en deus ;
ar re en deus galvet, o lakaet en deus ivez da reizh ;
hag ar re en deus lakaet da reizh, eo dezho ivez en deus roet ar c'hloar.

⇧ Retourner en haut de page

🎶 Psaume

 (Sa 13 (12), 6ab, 6c)

📖 Psautier : Psaume 13

D : Tridal a rin gant al levenez e Doue, va Salver.

P'em eus lakaet va fiziañs en ho madelezh, Aotrou,
ra drido va c'halon dre m'hoc'h eus va salvet.
Ra ganin an Aotrou
evit ar vadelezh en deus bet ouzhin.
Allelouia, Allelouia

Eürus oc’h-c’hwi, Gwerc'hez santel Vari, ha dellezek da vezañ meulet,
rak ac'hanoc’h eo bet ganet heol ar reizhded, ar C'hrist hon Doue.

⇧ Retourner en haut de page

✝️ Évangile

Pennad eus ar santel Aviel hervez sant Mazhev (Mz 1, 1-16.18-23)

📖 Voir dans la Bible

Mari, an hini m’eo bet ganet anezhi Jezuz a anver Krist.

Levr geneliezh Jezuz-Krist, mab David, mab Abraham.
Abraham a engehentas Izaag. Izaag a engehentas Yakob.
Yakob a engehentas Youda hag e vreudeur.
Youda, eus Tamar, a engehentas Farez ha Zara. Farez a engehentas Esrom.
Esrom a engehentas Aram. Aram a engehentas Aminadab.
Aminadab a engehentas Naason. Naason a engehentas Salmon.
Salmon, eus Rac'hab, a engehentas Booz. Booz, eus Roud, a engehentas Obed.
Obed a engehentas Jese. Jese a voe tad d'ar roue David.
David a engehentas Salomon eus an hini a oa pried Ouri.
Salomon a engehentas Roboam. Roboam a engehentas Abia.
Abia a engehentas Asa. Asa a engehentas Josafat. Josafat a engehentas Joram.
Joram a engehentas Ozias. Ozias a engehentas Joatam. Joatam a engehentas Ac'haz. Ac'haz a engehentas Ezekias. Ezekias a engehentas Manase.
Manase a engehentas Amon. Amon a engehentas Josias.
Josias a engehentas Iekonias hag e vreudeur da vare an harlu e Babilon.
Ha goude an harlu e Babilon, Iekonias a engehentas Salatiel.
Salatiel a engehentas Zorobabel. Zorobabel a engehentas Abiud.
Abiud a engehentas Eliakim. Eliakim a engehentas Azor. Azor a engehentas Sadok. Sadok a engehentas Ac'him. Ac'him a engehentas Eliud. Eliud a engehentas Eleazar. Eleazar a engehentas Mattan. Mattan a engehentas Yakob.
Yakob a engehentas Jozef, pried Mari,
an hini m’eo bet ganet anezhi Jezuz a anver Krist.

Hogen, ginivelezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn.
Mari, e vamm, o vezañ grataet da Jozef e dimezi,
en em gavas dougerez dre c'halloud ar Spered Santel,
a raok dezho mont da vevañ a-gevret.
Jozef, he fried, dre ma oa un den just anezhañ,
ha ne felle ket dezhañ he gwallvrudañ,
a reas e vennozh d’en em zispartiañ dre guzh diouti.
Divizet en devoa kement-se pa 'n em ziskouezas dezhañ dre e gousk,
un Ael eus an Aotrou, a lavaras dezhañ :
« Jozef, mab David, n’az pez ket aon da gemer ganit Mari da bried ;
rak ar pezh koñsevet enni a zo eus ar Spered Santel.
Genel a raio ur mab hag e roi dezhañ Jezuz da anv,
rak eñ a salvo e bobl eus he fec'hedoù. »
Ha kement-se holl a c'hoarvezas evit ma teufe da wir ar pezh
en devoa lavaret an Aotrou dre gomz ar profed :
« Setu ma vo ar Werc'hez dougerez ha ma c'hano ur mab a vo anvet Emmanouel »,
da lavarout eo Doue ganeomp.

⇧ Retourner en haut de page

pe al lennadenn verr :

Pennad eus ar santel Aviel hervez sant Mazhev (Mz 1, 18-23)

📖 Voir dans la Bible

Hogen, ginivelezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn.
Mari, e vamm, o vezañ grataet da Jozef e dimezi,
en em gavas dougerez dre c'halloud ar Spered Santel,
a-raok dezho mont da vevañ a-gevret.
Jozef, he fried, dre ma oa un den just anezhañ,
ha ne felle ket dezhañ he gwallvrudañ,
a reas e vennozh d’en em zispartiañ dre guzh diouti.
Divizet en devoa kement-se pa 'n em ziskouezas dezhañ dre e gousk,
un Ael eus an Aotrou, a lavaras dezhañ :
« Jozef, mab David, n’az pez ket aon da gemer ganit Mari da bried ;
rak ar pezh koñsevet enni a zo eus ar Spered Santel.
Genel a raio ur mab hag e roi dezhañ Jezuz da anv,
rak eñ a salvo e bobl eus he fec'hedoù. »
Ha kement-se holl a c'hoarvezas evit ma teufe da wir ar pezh
en devoa lavaret an Aotrou dre gomz ar profed :
« Setu ma vo ar Werc'hez dougerez ha ma c'hano ur mab a vo anvet Emmanouel »,
da lavarout eo Doue ganeomp.

⇧ Retourner en haut de page


🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet

🎙 Voir l'émission sur RCF

📅 D'al Lun 8 a viz Gwengolo 2025
Maze 1, 1-16.18-23 - Gant Madalen Manac\'h ha Bastian Davy eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Gwener 8 a viz Gwengolo 2023
Maze 1, 18-23 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Yaou 8 a viz Gwengolo 2022
Maze 1, 1-16 ha 18-23 - Gant Madalen eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Merc'her 8 a viz Gwengolo 2021
Mz 1, 18-23 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 8 a viz Gwengolo 2019
Mz 1, 1-16 ha 18-23 - An Aviel lennet gant Anne Bodénec.

⇧ Retourner en haut de page