Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Première lettre de saint Pierre Apôtre » Chapitre 1

Première lettre de saint Pierre Apôtre - Chapitre 1

Levr : Lizher kentañ Sant Pêr
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5

Chapitre 1



PIERRE, APOTRE DE JESUS CHRIST, à ceux qui sont choisis par Dieu, qui séjournent comme étrangers en diaspora dans les régions du Pont, de Galatie, de Cappadoce, dans la province d’Asie et en Bithynie, 1P 1, 1 : Pêr, abostol Jezuz Krist, d’ar re a vev evel estrenien skignet dre ar bed, Pontos, Galatia, Kapadokia, Azia ha Bitinia ;

qui sont désignés d’avance par Dieu le Père, et sanctifiés par l’Esprit, pour entrer dans l’obéissance et pour être purifiés par le sang de Jésus Christ. Que la grâce et la paix vous soient accordées en abondance. 1P 1, 2 : c’hwi dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad ; c’hwi santelaet gant ar Spered evit sentiñ ouzh Jezuz Krist, glanaet ma-z oc’h bet gant e wad skuilhet warnomp ; deoc’h-c’hwi, gras ha peoc’h d’ho leunio muioc’h-mui.

Béni soit Dieu, le Père de notre Seigneur Jésus Christ : dans sa grande miséricorde, il nous a fait renaître pour une vivante espérance grâce à la résurrection de Jésus Christ d’entre les morts, 1P 1, 3 : Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, en deus hon lakaet en e drugarez vras, da vezañ ganet a-nevez dre adsavidigezh Jezuz Krist eus a-douez ar re varv, evit un esperañs a vuhez ;

pour un héritage qui ne connaîtra ni corruption, ni souillure, ni flétrissure. Cet héritage vous est réservé dans les cieux, 1P 1, 4 : rak gortoz a reomp un hêrezh n’hello na breinañ, na saotrañ, na gweñviñ. Evidoc’h-c’hwi eo miret en Neñvoù,

à vous que la puissance de Dieu garde par la foi, pour un salut prêt à se révéler dans les derniers temps. 1P 1, 5 : c’hwi, hag hoc’h eus lakaet ho feiz e Doue a zo diwallet gant e c’halloud, ken na zeuio ar silvidigezh, a zo prest a-benn bremañ, hag a vo dizoloet e fin an amzerioù.

Aussi vous exultez de joie, même s’il faut que vous soyez affligés, pour un peu de temps encore, par toutes sortes d’épreuves ; 1P 1, 6 : Setu aze peadra evidoc’h da vezañ el levenez, goude ma rankit gouzañv, e-pad un herradig c’hoazh, amprouadurioù a bep seurt.

elles vérifieront la valeur de votre foi qui a bien plus de prix que l’or – cet or voué à disparaître et pourtant vérifié par le feu –, afin que votre foi reçoive louange, gloire et honneur quand se révélera Jésus Christ. 1P 1, 7 : An aour e-unan, anezhañ un danvez hag a ya da goll, a vez amprouet dre an tan. Evel-se ho feiz, hag a zo tra priziusoc’h eget aour, a rank bezañ amprouet evit m’en em ziskouezfe evel un abeg a veuleudi, a c’hloar hag a enor, en deiz m’en em ziskulio Jezuz Krist.

Lui, vous l’aimez sans l’avoir vu ; en lui, sans le voir encore, vous mettez votre foi, vous exultez d’une joie inexprimable et remplie de gloire, 1P 1, 8 : Eñ hag a garit hep bezañ e welet, Eñ hag a gredit ennañ hep e welout c’hoazh, hag e tridit gant ul levenez dreist-lavar ha glorius,

car vous allez obtenir le salut des âmes qui est l’aboutissement de votre foi. 1P 1, 9 : peursur ma-z oc’h da gaout frouezh ho feiz, a zo silvidigezh hoc’h eneoù.

Sur le salut, les prophètes ont fait porter leurs interrogations et leurs recherches, eux qui ont prophétisé pour annoncer la grâce qui vous est destinée. 1P 1, 10 : Ar silvidigezh-se o deus klasket ha prederiet diwar he fenn ar Brofeded o deus kemennet a-ziaraok ar c’hras-se a zlee bezañ roet deoc’h.

Ils cherchaient quel temps et quelles circonstances voulait indiquer l’Esprit du Christ, présent en eux, quand il attestait par avance les souffrances du Christ et la gloire qui s’ensuivrait. 1P 1, 11 : Klask a raent anavezout pehini oa ar c’houlz, pere an degouezhioù a venne diskouez dezho Spered ar C’hrist o chom enno, pa destenie a-ziaraok poanioù ar C’hrist hag ar c’hloar a zeufe war o lerc’h.

Il leur fut révélé que ce n’était pas pour eux-mêmes, mais pour vous, qu’ils étaient au service de ce message, annoncé maintenant par ceux qui vous ont évangélisés dans l’Esprit Saint envoyé du ciel ; même des anges désirent se pencher pour scruter ce message. 1P 1, 12 : Diskuliet e voe dezho ne oa ket evito-int, met evidomp-ni e oant ministred ar c’heloù-mat-se a zo bremañ kemennet deoc’h gant ar re o deus prezeget deoc’h an Aviel, dre nerzh ar Spered Santel kaset eus an Neñv, misterioù a c’hoanta an Aelez sellout outo.

C’est pourquoi, après avoir disposé votre intelligence pour le service, restez sobres, mettez toute votre espérance dans la grâce que vous apporte la révélation de Jésus Christ. 1P 1, 13 : Rak-se, lakait prest ha dihun ho spered ; bezit war evezh ; leun a esperañs, c’hoantait ar c’hras a zle bezañ degaset deoc’h gant Emziskuliadur Jezuz Krist.

Comme des enfants qui obéissent, cessez de vous conformer aux convoitises d’autrefois, quand vous étiez dans l’ignorance, 1P 1, 14 : Evel bugale sentus, n’en em renit ken hervez ho c’hoantegezhioù a-wechall e amzer ho tiouiziegezh.

mais, à l’exemple du Dieu saint qui vous a appelés, devenez saints, vous aussi, dans toute votre conduite, 1P 1, 15 : Met evel ma-z eo santel an Hini en deus ho kalvet, c’hwi ivez, klaskit bezañ santel e holl zoareoù ho puhez,

puisqu’il est écrit : Vous serez saints, car moi, je suis saint. 1P 1, 16 : hervez ma-z eo skrivet : Santel e viot, dre ma-z on-me santel.

Si vous invoquez comme Père celui qui juge impartialement chacun selon son œuvre, vivez donc dans la crainte de Dieu, pendant le temps où vous résidez ici-bas en étrangers. 1P 1, 17 : Ha peogwir ez anvit Tad an Hini a varn pep den hervez e oberoù, hep derc’hel kont eus renk nag eus diavaezioù an dud, en em renit gant doujañs e-pad an amzer m’emaoc’h divroet er bed-mañ.

Vous le savez : ce n’est pas par des biens corruptibles, l’argent ou l’or, que vous avez été rachetés de la conduite superficielle héritée de vos pères ; 1P 1, 18 : Gouezit n’eo ket gant danvezioù a ya da goll, arc’hant pe aour, ez oc’h bet dieubet eus ar vuhez diskiant ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,

mais c’est par un sang précieux, celui d’un agneau sans défaut et sans tache, le Christ. 1P 1, 19 : met dasprenet oc’h bet gant gwad un oan disi ha dinamm, gwad prizius an Aotrou Krist,

Dès avant la fondation du monde, Dieu l’avait désigné d’avance et il l’a manifesté à la fin des temps à cause de vous. 1P 1, 20 : eñ hag a zo bet rak-dibabet a-raok krouidigezh ar bed, hag a zo bet diskleriet en amzerioù diwezhañ-mañ abalamour deoc’h-c’hwi.

C’est bien par lui que vous croyez en Dieu, qui l’a ressuscité d’entre les morts et qui lui a donné la gloire ; ainsi vous mettez votre foi et votre espérance en Dieu. 1P 1, 21 : Drezañ eo e kredit e Doue, en deus e lakaet da adsevel a-douez ar re varv, hag en deus roet ar c’hloar dezhañ, en doare ma-z eo war an Aotrou Doue e-unan ez eo diazezet ho feiz hag hoc’h esperañs an hini a gredit hag a esperit ennañ.

En obéissant à la vérité, vous avez purifié vos âmes pour vous aimer sincèrement comme des frères ; aussi, d’un cœur pur, aimez-vous intensément les uns les autres, 1P 1, 22 : O sentiñ ouzh ar wirionez hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù, betek en em garout en-leal evel breudeur ; a-greiz kalon eta, en em garit an eil egile hep fallaenn,

car Dieu vous a fait renaître, non pas d’une semence périssable, mais d’une semence impérissable : sa parole vivante qui demeure. 1P 1, 23 : rak ganet oc’h bet n’eo ket diwar un had breinus, met diwar un had divreinus, diwar Gomz an Doue bev ha peurbadel.

C’est pourquoi il est écrit : Toute chair est comme l’herbe, toute sa gloire, comme l’herbe en fleur ; l’herbe se dessèche et la fleur tombe, 1P 1, 24 : Rak « Pep korf-den a zo evel ar geot ; hag e holl splannder evel bleuñv ar geot. Ar geot a zisec’h hag o bleuñv a gouezh ;

mais la parole du Seigneur demeure pour toujours. Or, cette parole est celle de la Bonne Nouvelle qui vous a été annoncée. 1P 1, 25 : met Komz an Aotrou a chom da virviken. » Honnezh eo ar Gomz a zo bet degaset deoc’h ar c’heloù mat anezhi.