Première lettre de saint Pierre Apôtre - Chapitre 2
Chapitre 2
Rejetez donc toute méchanceté, toute ruse, les hypocrisies, les jalousies et toutes les médisances ; 1P 2, 1 : Distaolit eta diouzhoc’h kement a zo drougiezh, touellerezh, troidellerezh, gwarizi, evel pep droukkomz ;
comme des enfants nouveau-nés, soyez avides du lait non dénaturé de la Parole qui vous fera grandir pour arriver au salut, 1P 2, 2 : evel bugaligoù nevez-c’hanet, c’hoantait a galon laezh speredel ar gelennadurezh wirion, evit kreskiñ enni da gaout ar silvidigezh
puisque vous avez goûté combien le Seigneur est bon. 1P 2, 3 : ma-z eo gwir hoc’h eus tañvaet pegen dous eo an Aotrou.
Approchez-vous de lui : il est la pierre vivante rejetée par les hommes, mais choisie et précieuse devant Dieu. 1P 2, 4 : Tostait outañ, rak eñ eo ar maen bev, bet distaolet gant an dud, hogen an hini dibabet ha prizius da sell Doue.
Vous aussi, comme pierres vivantes, entrez dans la construction de la demeure spirituelle, pour devenir le sacerdoce saint et présenter des sacrifices spirituels, agréables à Dieu, par Jésus Christ. 1P 2, 5 : Ha c’hwi ivez, evel mein bev, bezit danvez an Templ speredel a zo o sevel ; deuit da vezañ ur velegiezh santel evit kinnig aberzhoù speredel plijus da Zoue dre Jezuz Krist.
En effet, il y a ceci dans l’Écriture : Je vais poser en Sion une pierre angulaire, une pierre choisie, précieuse ; celui qui met en elle sa foi ne saurait connaître la honte. 1P 2, 6 : Rak kement-mañ a zo er Skritur : « Setu ma lakaan e Sion ur maen-korn dibabet, prizius ; hag an hini en em fizio ennañ n’en devo ket a geuz. »
Ainsi donc, honneur à vous les croyants, mais, pour ceux qui refusent de croire, il est écrit : La pierre qu’ont rejetée les bâtisseurs est devenue la pierre d’angle, 1P 2, 7 : Deoc’h-c’hwi eta, krederien, an enor ! Hogen, evit ar re na gredont ket, « ar maen bet distaolet gant saverien an ti, ha deuet da vezañ ur maen-korn, a zo ivez
une pierre d’achoppement, un rocher sur lequel on trébuche. Ils achoppent, ceux qui refusent d’obéir à la Parole, et c’est bien ce qui devait leur arriver. 1P 2, 8 : ur maen-skoilh, ur roc’h a laka da gouezhañ. » Hag asoupañ a reont outañ o vezañ na sentont ket ouzh ar Gomz ; evit gwir, da gement-se e oant bet rakverket.
Mais vous, vous êtes une descendance choisie, un sacerdoce royal, une nation sainte, un peuple destiné au salut, pour que vous annonciez les merveilles de celui qui vous a appelés des ténèbres à son admirable lumière. 1P 2, 9 : C’hwi avat a zo « ar ouenn dibabet, ar velegiezh roueel, ar vroad santel, ar bobl bet prenet gant Doue evit embann oberoù galloudus an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklerijenn vurzhudus ;
Autrefois vous n’étiez pas un peuple, mais maintenant vous êtes le peuple de Dieu ; vous n’aviez pas obtenu miséricorde, mais maintenant vous avez obtenu miséricorde. 1P 2, 10 : ha c’hwi pa ne oac’h ket gwechall e bobl, a zo deuet da vezañ bremañ Pobl Doue, c’hwi pa n’ho poa ket gwechall kavet trugarez, a zo bremañ ar re a zo bet graet trugarez outo. »
Bien-aimés, puisque vous êtes comme des étrangers résidents ou de passage, je vous exhorte à vous abstenir des convoitises nées de la chair, qui combattent contre l’âme. 1P 2, 11 : Va re garet, hoc’h aspediñ a ran, estrenien ha tremenerien evel ma-z oc’h, d’en em ziwall diouzh c’hoantegezhioù ar c’horf a ra brezel ouzh an ene.
Ayez une belle conduite parmi les gens des nations ; ainsi, sur le point même où ils disent du mal de vous en vous traitant de malfaiteurs, ils ouvriront les yeux devant vos belles actions et rendront gloire à Dieu, le jour de sa visite. 1P 2, 12 : E-touez ar Baganed, renit ur vuhez santel ; gant-se, goude droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien, e teuint da rentañ gloar da Zoue e deiz e weladenn, diwar anavezout an oberoù mat a sevenit.
Soyez soumis à toute institution humaine à cause du Seigneur, soit à l’empereur, qui est le souverain, 1P 2, 13 : En abeg d’an Aotrou, sujit eta d’ar renerien, pe d’ar Roue evel d’ar pennrener,
soit aux gouverneurs, qui sont ses délégués pour punir les malfaiteurs et reconnaître les mérites des gens de bien. 1P 2, 14 : pe d’ar c’houarnerien evel da dud karget gantañ da gastizañ ar re fall ha da veuliñ ar re vat.
Car la volonté de Dieu, c’est qu’en faisant le bien, vous fermiez la bouche aux insensés qui parlent sans savoir. 1P 2, 15 : Rak honnezh eo youl Doue e teuot dre hoc’h oberoù mat, da stankañ o genou d’an dud diboell ha diskiant.
Soyez des hommes libres, sans toutefois utiliser la liberté pour voiler votre méchanceté : mais soyez plutôt les esclaves de Dieu. 1P 2, 16 : Bevit e-giz tud frank ; n’eo ket avat evel tud a ra eus ar frankiz ur ouel da guzhat o fallagriezh, met evel servijerien Doue.
Honorez tout le monde, aimez la communauté des frères, craignez Dieu, honorez l’empereur. 1P 2, 17 : Enorit an holl dud, karit ho preudeur, doujit Doue, enorit ar Roue.
Vous les domestiques, soyez soumis en tout respect à vos maîtres, non seulement à ceux qui sont bons et bienveillants, mais aussi à ceux qui sont difficiles. 1P 2, 18 : C’hwi, ar servijerien, sentit gant pep doujañs ouzh ho mistri, n’eo ket hepken ouzh ar re vat ha dous, met ivez ouzh ar re ziaes ;
En effet, c’est une grâce de supporter, par motif de conscience devant Dieu, des peines que l’on souffre injustement. 1P 2, 19 : Rak an dra-se a blij da Zoue, gouzañv evitañ poanioù n’int ket reizh.
En effet, si vous supportez des coups pour avoir commis une faute, quel honneur en attendre ? Mais si vous supportez la souffrance pour avoir fait le bien, c’est une grâce aux yeux de Dieu. 1P 2, 20 : Peseurt gloar a zo evit gouzañv poanioù gant pasianted, goude bezañ graet an droug ? Met gouzañv poanioù gant pasianted goude bezañ graet ar mad, sed ar pezh a zo ur c’hras dirak Doue.
C’est bien à cela que vous avez été appelés, car c’est pour vous que le Christ, lui aussi, a souffert ; il vous a laissé un modèle afin que vous suiviez ses traces. 1P 2, 21 : Ha da gement-se oc’h bet galvet e gwirionez, rak ar C’hrist ivez en deus gouzañvet evidoc’h, hag evel-se en deus lezet ganeoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e roudoù.
Lui n’a pas commis de péché ; dans sa bouche, on n’a pas trouvé de mensonge. 1P 2, 22 : Eñ ha n’en deus graet pec’hed ebet, ha n’eus bet kavet gaou ebet en e c’henou.
Insulté, il ne rendait pas l’insulte, dans la souffrance, il ne menaçait pas, mais il s’abandonnait à Celui qui juge avec justice. 1P 2, 23 : Eñ, pa veze kunujennet, ne rente kunujenn da zen ; ha pa c’houzañve poan, ne c’hourdrouze ket ; er c’hontrol, en em lakaat a rae etre daouarn an Hini a varn gant reizhder.
Lui-même a porté nos péchés, dans son corps, sur le bois, afin que, morts à nos péchés, nous vivions pour la justice. Par ses blessures, nous sommes guéris. 1P 2, 24 : Eñ hag en deus e-unan douget hor pec’hedoù, en e gorf war ar c’hoad, evit ma teufemp, goude mervel d’hor pec’hedoù, da vevañ er reizhder. Eñ, hag ez eo dre e c’houlioù ez oc’h bet yac’haet.
Car vous étiez errants comme des brebis ; mais à présent vous êtes retournés vers votre berger, le gardien de vos âmes. 1P 2, 25 : Rak c’hwi a oa evel deñved dianket, met distroet ez oc’h bremañ etrezek an hini a zo pastor ha diwaller hoc’h eneoù.
