Ha goût a rit pegoulz ez eus bet enrollet (engravet pa lavaran mat) roudoù aodio koshañ deus ar Bibl e brezhoneg ? Enrollet eo bet parabolenn ar mab foran (Lukaz 15, 11-32) evit ar wech kentañ e miz gouere 1900, da vare an diskouezadeg hollvedel e Pariz. Gallout a rit selaou an enrolladennoù e fin ar pennad-mañ.
E 1900 e tivizas an doktor hag antropologour Léon Azoulay enrollañ mouezhioù pobloù ar bed a-bezh, pe dost. Kemer a reas harp ouzh an Diskouezadeg hollvedel hag he 50 milion a weladennerien, evit enrollañ ouzhpenn 400 mouezh war rolloù koar. Bretoned e-leizh a oa, ha setu penaos e engravas Léon Azoulay 13 enrolladenn e brezhoneg, en o zouez teir evit parabolenn ar mab foran : Aline Lebot (Bro-Leon), Corentin Pichavant (Bro Vigoudenn) ha Pierre Laurent (Bro-Gwened).
Choazet en deus Léon Azoulay dastum danvezioù damheñvel evit an holl yezhoù engravet evit e zastumad : geriaoueg al livoù, ar sifroù, kanaouennoù ha kontadennoù, met dreist-holl ul lodenn deus ar Bibl en ur lakaat al lennerien da « da lenn un destenn skrivet e yezh an den da enrollañ, hag an destenn-se a zo ar Mab foran, tennet eus Aviel Jezuz Krist hervez Sant Lukaz, bet troet gant Kevredad saoz ar Bibl d’an holl yezhoù a zo er bed, pe dost ».
Chomet e oa ar rolloù koar-se da straniñ ‘barzh dielloù Levraoueg Vroadel Frañs (BNF) hag aozadurioù all e-pad ouzhpenn 120 vloaz, a-raok bezañ diskoachet gant ar c’hazetenner Tudi Crequer e 2023. A-drugarez dezhañ e c’hellomp hiziv an deiz klevet gwerzadoù-se ar Bibl e brezhoneg, e teir rannyezh disheñvel (Bro-Leon, Bro Vigoudenn ha Bro-Gwened).
An holl enrolladennoù a gaver war lec’hienn Kreizenn an Enklaskoù war an Etnomuzikologiezh (CREM).
An 3 enrolladenn deus ar mab foran e brezhoneg
- Kentañ enrolladenn ar mab foran eo hini Pierre Laurent, enrollet d’ar Meurzh 24 a viz Gouere 1900. Pierre a oa o tont deus Belz, hag en deus lennet ar barabolenn hervez un droidigezh a Vro-Gwened.
- An eil hini oa bet enrollet ar memes deiz, da lâret eo d’ar 24 a viz Gouere 1900, gant mouezh Corentin Pichavant, un den o tont deus ar Vro Vigoudenn, diwar un droidigezh bet savet e Pont-‘n-Abad.
- An trede enrolladenn eo an hini goshañ, enrollet d’an 20 a viz Gouere 1900, gant mouezh al Leonadez Aline Lebot. Lennet he doa an destenn bet troet e brezhoneg e 1847 gant ar pastor a Vro-Gembre John Jenkins, nevesaet war-lerc’h etre 1882 ha 1887 gant e vab Leon Alfred Llewellyn Jenkins.
Treuzskrivadur an enrolladenn
Lc 15, 11-12 : Un den en doa daou vab. An hini yaouankañ a lavaras d’e dad : Ma zad, roit din al lodenn eus ar madoù a zle degouezhout din. Hag an tad a bartajas e vadoù etrezint.
Lc 15, 13 :Hag un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouank-se o vezañ dastumet kement a oa dezhañ, a yeas kuit d’ur vro bell hag a zispignas eno e beadra o vevañ en dizurzh.
Lc 15, 14 : Pa en doe dispignet kement hen devoa, e c’hoarvezas ur gernez vras er vro-se hag e komañsas bezañ en dienez.
Lc 15, 15 : Hag o vezañ aet ac’hane, en em lakaas da vevel gant unan eus a dud ar vro-se, hag hemañ a gasas anezhañ d’e zouaroù da ziwall ar moc’h.
Lc 15, 16 : C’hoant hen devoa bet da derriñ he naon gant ar boued a zebre ar moc’h; met den ne roe dezhañ.
Lc 15, 17 : O vezañ eta antreet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien a zo e ti va zad, hag o deus bara ar pezh a garont, ha me a zo o vervel gant an naon !
Lc 15, 18-19 : Sevel a rin, hag ez in da gavout va zad, hag e lavarin dezhañ: Va zad, pec’het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit ; ha n’on ket ken dign da vezañ galvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelien.
Lc 15, 20 : En em lakaat a reas eta en hent hag e teuas etrezek e dad. Hogen, pa oa c’hoazh pell, e dad a welas anezhañ, hag en doe truez outañ, hag o teredek d’e gavout, e lammas gantañ hag e pokas dezhañ.
Lc 15, 21 : Hag e vab a lavaras dezhañ: Va zad, pec’het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, ha n’on ket dign mui da vezañ galvet da vab.
Lc 15, 22 : Met an tad a lavaras d’e servijerien: Degasit ar sae gaerañ ha gwiskit he dezhañ, ha lakait dezhañ ur walenn war e viz hag ur botoù en e dreid,
Lc 15, 23 : ha degasit al leue lart, ha lazhit anezhañ, ha debromp hag en em rejouissomp,
Lc 15, 24 : rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo deuet d’ar vuhez.
Mammennoù :
(galleg) « Un voyage dans le temps : les plus vieux enregistrements en breton retrouvés après 120 ans », LangueBretonne.fr, embannet d’ar 01/02/2023.
Tudi Crequer, « Parabolenn ar Mab foran, enrollañ maen Rosetta ar yezhoù bev », Bécédia, ISSN 2968-2576, embannet d’an 8/05/2025.
