Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Diougan Abdias » Pennad 1

Diougan Abdias - Pennad 1

Levr : Diougan Abdias
Pennad : 1

Pennad 1



VISION D’ABDIAS. Ainsi parle à Édom le Seigneur Dieu. Nous avons entendu, de la part du Seigneur, une nouvelle ; un messager a été envoyé parmi les nations : « Debout ! Dressons-nous ! Attaquons-le ! » Ab 1, 1 : Gweledigezh Abdias. Evel-hen e komz Doue an Aotrou war Edom : Ur c’heloù hon eus klevet a-berzh an Aotrou hag ur c’hannad a zo bet kaset evit he dougen d’ar Broadoù : "War sav ! A-enep ar bobl-se ! D’an emgann !"

Voici : je t’abaisse parmi les nations, tu es très méprisé. Ab 1, 2 : Gwel, da lakaet em eus da vezañ bihan e-touez ar Broadoù ; Setu ma-z out disprizet dreist-muzul ;

L’arrogance de ton cœur t’a trompé, toi qui demeures dans les creux du rocher, qui habites le haut-pays et dis en ton cœur : « Qui me fera descendre jusqu’à terre ? » Ab 1, 3 : lorc’hentez da galon he deus da douellet, te hag a zo o chom e kevioù ar Roc’h a ra eus an uhelderioù da di-annez ; te hag a lavar ez kalon : Piv a raio din diskenn d’an douar ?

Si tu t’élevais comme l’aigle, si tu établissais ton nid au milieu des étoiles, je t’en ferais descendre ! – oracle du Seigneur. Ab 1, 4 : Na pa savfes ken uhel hag an erer, na pa lakfes da neizh e-touez ar stered e tiskarin ac’hanout alese - Diougan an Aotrou ! -.

Si des voleurs venaient chez toi, des pillards pendant la nuit, – comme tu serais anéanti ! –  ne voleraient-ils pas tout ce qu’ils peuvent ? Si des vendangeurs venaient chez toi, laisseraient-ils quelque chose à grappiller ? Ab 1, 5 : Mar deufe du-se laeron pe skraperien an noz, hag-eñ ne gemerfent ket diouzh o ezhomm hepken ? Mar deufe du-se mendemourien hag-eñ ne lezfent ket war o lerc’h ur bod-rezin bennak ? te avat, na pegen gwastet e vi !

Comme il a été fouillé, Ésaü, on a découvert ses cachettes ! Ab 1, 6 : O, na furchet eo bet Esaou, na firbouchet e guzhiadelloù.

Tous ceux qui étaient pour toi des alliés t’ont repoussé à la frontière ; ceux qui étaient en paix avec toi t’ont trompé, ils t’ont dominé. Et ceux qui partageaient ton pain ont mis un piège sous tes pas. – On n’en a pas l’intelligence ! – Ab 1, 7 : Betek harzoù ar vro o deus da argaset ; da holl gevredidi o deus da douellet, mignoned da galon o deus klasket trec’hiñ warnout. Ar re a veze o tebriñ eus da vara o deus stegnet pechoù dindan da dreid : "N’eus ken, emezo, skiant ennañ !"

N’est-ce pas en ce jour-là – oracle du Seigneur –, que je supprimerai d’Édom les sages, et de la montagne d’Ésaü, l’intelligence ? Ab 1, 8 : Ya, en deiz-se, Diougan an Aotrou, e tennin kuit eus Edom ar re fur hag an dud skiantek eus Menez Esaou.

Témane, tes guerriers seront paralysés, si bien que nul n’échappera au carnage sur la montagne d’Ésaü. Ab 1, 9 : Da vrezelourien, o Teman, a vo sonnet a spont, ma vo falc’het an holl dud diwar Menez Esaou. En abeg d’al lazhadeg,

À cause de la violence faite à ton frère Jacob, la honte te couvrira et à jamais tu disparaîtras ! Ab 1, 10 : en abeg d’ar mestaol ac’h eus graet a-enep Jakob, da vreur, e vi goloet a vezh ha rasket da viken.

Le jour où tu n’es pas intervenu pour lui, lorsque des étrangers capturaient son armée, que des barbares franchissaient ses portes et tiraient au sort Jérusalem, toi aussi, tu étais comme l’un d’eux. Ab 1, 11 : Pa-z out chomet da c’hortoz en deiz-se m’edo an estrañjourien o preizhata e vadoù, ma-z antree ar Varbared dre he dorojoù, ha ma tennent plouz-berr war Jeruzalem, te ivez a oa evel unan anezho.

Ne regarde pas avec plaisir le jour de ton frère, le jour de son désastre. Ne te réjouis pas au sujet des fils de Juda, le jour de leur perdition. N’aie pas le verbe haut, le jour de la détresse. Ab 1, 12 : Na gemer ket plijadur o sellout ouzh da vreur e deiz e walleur ; na ra ket eus bugale Juda danvez da joa e deiz o dismantr ; ha n’a ket da leuskel komzoù a rogentez e deiz an enkrez !

Ne pénètre pas dans la ville de mon peuple, le jour de sa ruine. Ne regarde pas non plus son malheur, le jour de sa ruine. Ne t’en prends pas à son armée, le jour de sa ruine : Ab 1, 13 : Na dremen ket dre zor va fobl e deiz he rivin. Na sell ket gant levenez ouzh he gwalleur e deiz he rivin. Na daol ket da zaouarn war he madoù e deiz he rivin.

ne te tiens pas aux carrefours pour exterminer ses fuyards ; ne livre pas ses rescapés, le jour de la détresse. Ab 1, 14 : N’a ket da guzhat er c’hroazhentoù evit lazhañ an dec’hidi. Na ro ket an achapidi d’an enebour e deiz an anken !"

Oui, proche est le jour du Seigneur, sur toutes les nations. On te fera comme tu as fait : tes méfaits te retomberont sur la tête. Ab 1, 15 : Rak tost eo deiz an Aotrou a-enep an holl bobloù : Evel m’ac’h eus graet e vo graet dit-te ; da oberoù a gouezho en-dro war da benn !

Oui, de même que vous avez bu sur ma montagne sainte, toutes les nations boiront sans trêve : elles boivent, elles se gorgent, elles sont comme n’ayant pas été. Ab 1, 16 : Ya, evel m’hoc’h eus evet war va menez santel, evel-se ivez ec’h evo an holl bobloù da viken ; evañ a raint, evañ o lonkadennoù hag e vezint evel pa ne vije ket bet anezho.

Mais il y aura un reste sur la montagne de Sion, il sera saint. La maison de Jacob héritera de son héritage. Ab 1, 17 : Hogen war venez Sion e vo tud saveteet - ul lec’h santel a vo anezhañ - ha tiegezh Jakob a zibourc’ho ar re o devo e zibourc’het !

La maison de Jacob sera un feu, la maison de Joseph, une flamme, et la maison d’Ésaü sera de la paille ! Elles vont la brûler et la dévorer : pas de survivant dans la maison d’Ésaü ! Oui, le Seigneur a parlé ! Ab 1, 18 : Evel un tan e vo tiegezh Jakob, evel ur flamm tiegezh Jozef, hag evel plouz tiegezh Esaou. Skeiñ a raint tan ennañ, hen pulluc’hañ a raint, eus tiegezh Esaou ne vano restad ebet, rak an Aotrou en deus komzet !

Le Néguev héritera de la montagne d’Ésaü, et le Bas-Pays, de la Philistie ; ils hériteront du territoire d’Éphraïm et du territoire de Samarie, et Benjamin héritera du Galaad. Ab 1, 19 : Tud an Negeb a aloubo Menez Esaou, ha tud ar gompezenn bro ar Filistiz : Perc’hennañ a raint douar Efraim, douar Samaria, ha Benjamin en em ziazezo e Galaad.

Les déportés des fils d’Israël – cette armée-là ! – hériteront de Canaan, jusqu’à Sarepta, et les déportés de Jérusalem qui sont à Séfarad hériteront des villes du Néguev. Ab 1, 20 : An harluidi, an armead eus bugale Israel, a aloubo Kanaan betek Sarepta, ha prizonidi Israel, ar re a zo e Sefarad, a vo perc’henn war Gêrioù an Negeb.

Les libérateurs monteront à la montagne de Sion pour juger la montagne d’Ésaü. Au Seigneur, la royauté ! Ab 1, 21 : Pignat a raint, trec’hourien, war venez Sion, Evit barn Menez Esaou ; Hag e vo ar Roueelezh d’an Aotrou.