Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher kentañ d’ar Gorintiz » Pennad 5

Al lizher kentañ d’ar Gorintiz - Pennad 5

Levr : Al lizher kentañ d’ar Gorintiz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16

Pennad 5



On entend dire partout qu’il y a chez vous un cas d’inconduite, une inconduite telle qu’on n’en voit même pas chez les païens : il s’agit d’un homme qui vit avec la femme de son père. 1Co 5, 1 : Dre holl ne glever komz en ho touez nemet eus un droukskouer a c’hadaliezh, ha seurt gadaliezh na gaver ket zoken gant ar Baganed : p’emañ unan ac’hanoc’h o vevañ gant gwreg e dad.

Et, malgré cela, vous êtes gonflés d’orgueil au lieu d’en pleurer et de chasser de votre communauté celui qui commet cet acte. 1Co 5, 2 : Ha c’hoazh ez oc’h c’hwezhet gant al lorc’h ! Ha n’hoc’h eus ket kentoc’h douget kañvoù, evit ma vefe distaolet eus ho metou an hini en deus graet an dra-se !

Quant à moi, qui suis absent de corps mais présent d’esprit, j’ai déjà jugé, comme si j’étais présent, l’homme qui agit de la sorte : 1Co 5, 3 : Ac’hanta, me, pell diouzhoc’h gant va c’horf, met aze gant va spered, em eus dija barnet, evel pa vijen bezant en ho touez, an hini en deus graet an torfed-se :

au nom du Seigneur Jésus, lors d’une réunion où je serai spirituellement avec vous, dans la puissance de notre Seigneur Jésus, 1Co 5, 4 : e anv an Aotrou Jezuz, setu m’en em vodomp, c’hwi ha me, a spered, ha gant galloud hon Aotrou Jezuz,

il faut livrer cet individu au pouvoir de Satan, pour la perdition de son être de chair ; ainsi, son esprit pourra être sauvé au jour du Seigneur. 1Co 5, 5 : e lakaomp an den-se etre daouarn Satan ma-z aio e gorf da goll evit ma vo salvet e ene da zeiz an Aotrou.

Vraiment, vous n’avez pas de quoi être fiers : ne savez-vous pas qu’un peu de levain suffit pour que fermente toute la pâte ? 1Co 5, 6 : Na brav eo deoc’h fougeal ! Ha n’ouzoc’h ket eo a-walc’h un nebeudig goell evit lakaat an holl doaz da sevel ?

Purifiez-vous donc des vieux ferments, et vous serez une pâte nouvelle, vous qui êtes le pain de la Pâque, celui qui n’a pas fermenté. Car notre agneau pascal a été immolé : c’est le Christ. 1Co 5, 7 : Skarzhit diouzhoc’h ar goell kozh, evit bezañ un toaz nevez, peogwir ez oc’h bara dic’hoell. Rak hon oan Pask, ar C’hrist, a zo bet lazhet e sakrifis evidomp.

Ainsi, célébrons la Fête, non pas avec de vieux ferments, non pas avec ceux de la perversité et du vice, mais avec du pain non fermenté, celui de la droiture et de la vérité. 1Co 5, 8 : Lidomp ar gouel eta, n’eo ket gant goell kozh, n’eo ket gant goell an drougiezh hag ar fallagriezh, met gant bara dic’hoell al lealded hag ar wirionez.

Je vous ai écrit dans ma lettre de ne pas fréquenter les débauchés. 1Co 5, 9 : Skrivet em boa deoc’h em lizher chom hep daremprediñ an dud gadal ;

Cela ne concernait pas de façon générale les débauchés qui sont dans ce monde, ni les profiteurs, les escrocs ou les idolâtres – autrement, vous seriez obligés de sortir du monde ! 1Co 5, 10 : ne felle ket din lavarout en holl d’an holl tud gadal ar bed-mañ, an dud pizh, al laeron, pe c’hoazh an idolourien, rak neuze e vije ret deoc’h en em dennañ er-maez eus ar bed.

En réalité, ce que je vous écrivais, c’est de ne pas fréquenter celui qui porte le nom de frère, mais qui est débauché, ou profiteur, idolâtre, ou diffamateur, ivrogne, ou escroc : il ne faut même pas prendre un repas avec un homme comme celui-là. 1Co 5, 11 : Nann ! Ar pezh am boa skrivet deoc’h eo chom hep kaout darempred gant unan a zougfe an anv a vreur hag a vefe gadal, douget d’an arc’hant, idolour, droukprezeger, mezvier, pe laer ; evit un den a seurt-se, chom zoken hep debriñ gantañ.

Est-ce à moi de juger ceux du dehors ? Et ceux du dedans, n’est-ce pas à vous de les juger ? 1Co 5, 12 : N’eo ket din-me da varn tud an diavaez. Daoust ha n’eo ket re an diabarzh hoc’h eus c’hwi da varn ?

Quant à ceux du dehors, c’est Dieu qui les jugera. Ôtez donc du milieu de vous l’homme mauvais. 1Co 5, 13 : Tud an diavaez, eo Doue o barno. « Tennit an den fallakr eus ho touez ».