Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher kentañ da Dimozeos » Pennad 6

Al lizher kentañ da Dimozeos - Pennad 6

Levr : Al lizher kentañ da Dimozeos
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6

Pennad 6



Tous ceux qui sont sous le joug de l’esclavage doivent considérer leurs maîtres comme tout à fait dignes d’honneur, pour que le nom de Dieu et l’enseignement de la foi ne soient pas blasphémés. 1Tm 6, 1 : Ar re a zo dindan yev ar sklaverezh, a zle sellout o mistri evel tud dellezek a bep doujañs evit na vo ket droukkomzet enep anv Doue nag enep ar gelennadurezh.

Et s’ils ont des maîtres croyants, qu’ils ne les respectent pas moins sous prétexte que ce sont des frères ; mais qu’ils les servent d’autant mieux que ceux qui bénéficient de leur activité sont des croyants bien-aimés. Voilà ce que tu dois enseigner et recommander. 1Tm 6, 2 : Evit ar re o deus kristenien da vistri, arabat dezho disprizout anezho war zigarez ma-z int breudeur, er c’hontrol, r’ o servijint gwelloc’h a se, o vezañ ma-z eo tud a feiz ha breudeur garet en em vata eus o servij. Setu ar pezh ac’h eus da gelenn ha da gemenn.

Si quelqu’un donne un enseignement différent, et n’en vient pas aux paroles solides, celles de notre Seigneur Jésus Christ, et à l’enseignement qui est en accord avec la piété, 1Tm 6, 3 : Ma vez unan bennak o kelenn traoù all, hep en em stagañ ouzh komzoù yac’h hon Aotrou Jezuz Krist, ouzh ar gelennadurezh a zoujañs-Doue,

un tel homme est aveuglé par l’orgueil, il ne sait rien, c’est un malade de la discussion et des querelles de mots. De tout cela, il ne sort que jalousie, rivalité, blasphèmes, soupçons malveillants, 1Tm 6, 4 : hennezh a zo unan c’hwezhet gant ar vrasoni, un den dizesk ha klañv gant ar c’hoant da dabutal gant gerioù goullo ; ac’hano e teu ar warizi, an dizunvaniezh, ar c’hunujennoù, an drouksoñjoù,

disputes interminables de gens à l’intelligence corrompue, qui sont coupés de la vérité et ne voient dans la religion qu’une source de profit. 1Tm 6, 5 : ar breutadegoù taer etre tud aet o skiant da fall ha dibourvez eus ar wirionez, tud hag a soñj ez eo ar relijion ur vammenn a c’hounid.

Certes, il y a un grand profit dans la religion si l’on se contente de ce que l’on a. 1Tm 6, 6 : Ur gounid bras e gwirionez eo ar relijion evit an neb a dremen gant ar pezh a zo dezhañ.

De même que nous n’avons rien apporté dans ce monde, nous n’en pourrons rien emporter. 1Tm 6, 7 : Rak n’hon eus degaset netra ganeomp o tont er bed, na kennebeut-all, n’hellimp kas netra ganeomp en ur guitaat.

Si nous avons de quoi manger et nous habiller, sachons nous en contenter. 1Tm 6, 8 : Dre-se, gant m’hor befe boued ha dilhad, soñjomp hon eus a-walc’h.

Ceux qui veulent s’enrichir tombent dans le piège de la tentation, dans une foule de convoitises absurdes et dangereuses, qui plongent les gens dans la ruine et la perdition. 1Tm 6, 9 : Met ar re a fell dezho pinvidikaat a gouezh en temptadur, er pech, en ur bern c’hoantoù diboell ha noazus a gas an den d’an dismantr ha d’an em goll.

Car la racine de tous les maux, c’est l’amour de l’argent. Pour s’y être attachés, certains se sont égarés loin de la foi et se sont infligé à eux-mêmes des tourments sans nombre. 1Tm 6, 10 : Rak gwrizienn an holl drougoù eo karantez an arc’hant. Evit bezañ en em roet dezhi, o deus hiniennoù diheñchet pell diouzh ar feiz hag en em dreuztoullet gant poanioù e-leizh.

Mais toi, homme de Dieu, fuis tout cela ; recherche la justice, la piété, la foi, la charité, la persévérance et la douceur. 1Tm 6, 11 : Met te, o den Doue, diwall diouzh kement-se, klask ar reizhded, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.

Mène le bon combat, celui de la foi, empare-toi de la vie éternelle ! C’est à elle que tu as été appelé, c’est pour elle que tu as prononcé ta belle profession de foi devant de nombreux témoins. 1Tm 6, 12 : Kas en-dro emgann santel ar feiz ; gounez ar vuhez peurbadus ez out galvet dezhi, hag ec’h eus graet e sell anezhi an diskleriadur kaer-se eus da feiz dirak kalz a destoù.

Et maintenant, en présence de Dieu qui donne vie à tous les êtres, et en présence du Christ Jésus qui a témoigné devant Ponce Pilate par une belle affirmation, voici ce que je t’ordonne : 1Tm 6, 13 : Goulenn a ran diganit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù, ha dirak ar C’hrist Jezuz en deus diskleriet dirak Pons Pilat e desteni ken kaer,

garde le commandement du Seigneur, en demeurant sans tache, irréprochable jusqu’à la Manifestation de notre Seigneur Jésus Christ. 1Tm 6, 14 : mir ar gourc’hemennoù-se, dinamm ha didamall, betek Emziskleriadur hon Aotrou Jezuz Krist ;

Celui qui le fera paraître aux temps fixés, c’est Dieu, Souverain unique et bienheureux, Roi des rois et Seigneur des seigneurs ; 1Tm 6, 15 : rak diskouezet e vo en amzer merket gant an Hini ’zo evurus ha mestr nemetañ, Roue ar Rouaned, Aotrou an Aotrounez,

lui seul possède l’immortalité, habite une lumière inaccessible ; aucun homme ne l’a jamais vu, et nul ne peut le voir. À lui, honneur et puissance éternelle. Amen. 1Tm 6, 16 : an hini ’zo divarvel nemetañ, o chom en ur sklerijenn en tu-hont d’hor selloù, an hini n’eo ket bet gwelet gant den ha ne c’hell den e welout. Dezhañ an enor hag ar galloud da holl viken. Amen.

Quant aux riches de ce monde, ordonne-leur de ne pas céder à l’orgueil. Qu’ils mettent leur espérance non pas dans des richesses incertaines, mais en Dieu qui nous procure tout en abondance pour que nous en profitions. 1Tm 6, 17 : Ar re binvidik er bed-mañ, kemenn dezho diwall da vezañ lorc’hus, chom hep lakaat o fiziañs er pinvidigezhioù kollidik, met he lakaat e Doue a ro deomp pep tra gant puilhentez evit ma tennfemp hor mad diouto.

Qu’ils fassent du bien et deviennent riches du bien qu’ils font ; qu’ils donnent de bon cœur et sachent partager. 1Tm 6, 18 : Dezho d’ober ar mad, da zastum un teñzor a oberoù mat, d’ober aluzon, da reiñ a galon vat ;

De cette manière, ils amasseront un trésor pour bien construire leur avenir et obtenir la vraie vie. 1Tm 6, 19 : evel-se e tastumint a-benn an amzer da zont un teñzor kaer ha start evit gounit gantañ ar vuhez peurbadus.

Timothée, garde le dépôt de la foi. Tourne le dos aux bavardages impies et aux objections de la pseudo-connaissance : 1Tm 6, 20 : O Timozeos ! Mir ar wirionez fiziet ennout ; diwall diouzh ar c’homzoù goullo ha disantel, ha diouzh eneptezennoù ur falsouiziegezh.

en s’y engageant, certains se sont écartés de la foi. Que la grâce soit avec vous. 1Tm 6, 21 : O vezañ aet d’he heul eo bet diheñchet hiniennoù. Ar c’hras da vezo ganeoc’h.