Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Lizher kentañ Sant Yann » Pennad 2

Lizher kentañ Sant Yann - Pennad 2

Levr : Lizher kentañ Sant Yann
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5

Pennad 2

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

Mes petits enfants, je vous écris cela pour que vous évitiez le péché. Mais si l’un de nous vient à pécher, nous avons un défenseur devant le Père : Jésus Christ, le Juste. 1Jn 2, 1 : Va bugaligoù, an traoù-se a skrivan deoc’h evit na bec’hot ket. Met ma c’hoarvez gant unan bennak pec’hiñ, hon eus un Difennour dirak an Tad, Jezuz Krist, an hini reizh :

C’est lui qui, par son sacrifice, obtient le pardon de nos péchés, non seulement les nôtres, mais encore ceux du monde entier. 1Jn 2, 2 : Eñ eo an hini bet lazhet evit dic’haou hor pec’hedoù, ha n’eo ket hepken evit hor re-ni, met ivez evit re ar bed holl.

Voici comment nous savons que nous le connaissons : si nous gardons ses commandements. 1Jn 2, 3 : Ha dre gement-mañ e ouzomp hon eus e anavezet : Ma viromp e c’hourc’hemennoù.

Celui qui dit : « Je le connais », et qui ne garde pas ses commandements, est un menteur : la vérité n’est pas en lui. 1Jn 2, 4 : An hini a lavar : « E anavezout a ran », ha na vir ket e c’hourc’hemennoù, a zo ur gaouiad ha n’emañ ket ar wirionez ennañ.

Mais en celui qui garde sa parole, l’amour de Dieu atteint vraiment la perfection : voilà comment nous savons que nous sommes en lui. 1Jn 2, 5 : Hogen, an hini a vir e lavar, an den-se e gwirionez eo deuet karantez Doue da vezañ peurvat ennañ. Dre gement-se ez anavezomp emaomp ennañ.

Celui qui déclare demeurer en lui doit, lui aussi, marcher comme Jésus lui-même a marché. 1Jn 2, 6 : An hini a lavar chom ennañ, a zle en em ren eñ ivez, evel m’en deus Hennezh en em renet.

Bien-aimés, ce n’est pas un commandement nouveau que je vous écris, mais un commandement ancien que vous aviez depuis le commencement. La parole que vous avez entendue, c’est le commandement ancien. 1Jn 2, 7 : Va re garet, n’eo ket ur gourc’hemenn nevez a skrivan deoc’h diwar e benn, met ur gourc’hemenn kozh, hoc’h eus resevet adal ar penn kentañ. Ar gourc’hemenn kozh-se eo al lavar hoc’h eus klevet.

Et pourtant, c’est un commandement nouveau que je vous écris ; ce qui est vrai en cette parole l’est aussi en vous ; en effet, les ténèbres passent et déjà brille la vraie lumière. 1Jn 2, 8 : Ha koulskoude adarre, evel pa vije ur gourc’hemenn nevez e skrivan deoc’h diwar e benn, o vezañ ma-z a kuit an deñvalijenn ha m’emañ dija ar sklerijenn wirion o sevel.

Celui qui déclare être dans la lumière et qui a de la haine contre son frère est dans les ténèbres jusqu’à maintenant. 1Jn 2, 9 : An neb a lavar bezañ er sklerijenn hag a gasa e vreur, a zo c’hoazh en deñvalijenn.

Celui qui aime son frère demeure dans la lumière, et il n’y a en lui aucune occasion de chute. 1Jn 2, 10 : An neb a gar e vreur, a chom er sklerijenn, ha n’eus ennañ abeg ebet da gouezhañ ;

Mais celui qui a de la haine contre son frère est dans les ténèbres : il marche dans les ténèbres sans savoir où il va, parce que les ténèbres ont aveuglé ses yeux. 1Jn 2, 11 : met an neb a gasa e vreur, a zo en deñvalijenn, a gerzh en deñvalijenn, hep gouzout da belec’h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.

Je vous l’écris, petits enfants : Vos péchés vous sont remis à cause du nom de Jésus. 1Jn 2, 12 : Skrivan a ran deoc’h, bugaligoù, o vezañ m’eo bet pardonet deoc’h ho pec’hedoù dre nerzh e Anv.

Je vous l’écris, parents : Vous connaissez celui qui existe depuis le commencement. Je vous l’écris, jeunes gens : Vous avez vaincu le Mauvais. 1Jn 2, 13 : Skrivan a ran deoc’h, tadoù, dre m’hoc’h eus anavezet an Hini a zo adal ar penn kentañ. Skrivan a ran deoc’h, tud yaouank, dre m’hoc’h eus trec’het an Hini Drouk.

Je vous l’ai écrit, enfants : Vous connaissez le Père. Je vous l’ai écrit, parents : Vous connaissez celui qui existe depuis le commencement. Je vous l’ai écrit, jeunes gens : Vous êtes forts, la parole de Dieu demeure en vous, vous avez vaincu le Mauvais. 1Jn 2, 14 : Skrivet em eus deoc’h, bugaligoù, o vezañ m’hoc’h eus anavezet an Tad. Skrivet em eus deoc’h, tadoù, dre ma-z anavezit an Hini a zo adal ar penn kentañ. Skrivet em eus deoc’h, tud yaouank, dre ma-z oc’h kreñv, dre ma chom ennoc’h Komz Doue ha dre m’hoc’h eus faezhet an Hini Drouk.

N’aimez pas le monde, ni ce qui est dans le monde. Si quelqu’un aime le monde, l’amour du Père n’est pas en lui. 1Jn 2, 15 : Na garit nag ar bed, nag ar pezh a zo er bed. An neb a gar ar bed n’emañ ket ennañ karantez an Tad.

Tout ce qu’il y a dans le monde – la convoitise de la chair, la convoitise des yeux, l’arrogance de la richesse –, tout cela ne vient pas du Père, mais du monde. 1Jn 2, 16 : Rak kement tra a zo er bed, c’hoantegezh ar c’horf, c’hoantegezh an daoulagad, ha brasoni ar vuhez, ne zeuont ket eus an Tad, met eus ar bed.

Or, le monde passe, et sa convoitise avec lui. Mais celui qui fait la volonté de Dieu demeure pour toujours. 1Jn 2, 17 : Hogen ar bed a dremen, hag e c’hoantegezhioù ; nemet an hini a ra youl Doue a chom da virviken.

Mes enfants, c’est la dernière heure et, comme vous l’avez appris, un anti-Christ, un adversaire du Christ, doit venir ; or, il y a dès maintenant beaucoup d’anti-Christs ; nous savons ainsi que c’est la dernière heure. 1Jn 2, 18 : Bugaligoù, an eur diwezhañ eo bremañ. Klevet hoc’h eus e tle dont an Enep-Krist ; a-vremañ dija ez eus meur a Enep-Krist ; ha dre-se e ouzomp emañ aze an eur diwezhañ.

Ils sont sortis de chez nous mais ils n’étaient pas des nôtres ; s’ils avaient été des nôtres, ils seraient demeurés avec nous. Mais pas un d’entre eux n’est des nôtres, et cela devait être manifesté. 1Jn 2, 19 : En em savet int en hon touez, met ne oant ket eus hor re-ni ; rak, ma vijent bet eus hor re-ni, e vijent chomet ganeomp ; met an dra-se a zo bet evit ma vefe diskouezet ne oa ket an holl eus hor re-ni.

Quant à vous, c’est de celui qui est saint que vous tenez l’onction, et vous avez tous la connaissance. 1Jn 2, 20 : C’hwi avat, hoc’h eus resevet an Oleviadur a-berzh an Hini santel, hag anavezout a rit pep tra.

Je ne vous ai pas écrit que vous ignorez la vérité, mais que vous la connaissez, et que de la vérité ne vient aucun mensonge. 1Jn 2, 21 : Skrivet em eus deoc’h, n’eo ket n’oufec’h ket ar wirionez, met o vezañ m’hec’h anavezit, hag o vezañ n’eus gaou ebet o tont eus ar wirionez.

Le menteur n’est-il pas celui qui refuse que Jésus soit le Christ ? Celui-là est l’anti-Christ : il refuse à la fois le Père et le Fils ; 1Jn 2, 22 : Piv eo ar gaouiad nemet an hini a nac’h eo Jezuz ar C’hrist ? Hennezh eo an Enep-Krist : an hini a nac’h an Tad hag ar Mab.

quiconque refuse le Fils n’a pas non plus le Père ; celui qui reconnaît le Fils a aussi le Père. 1Jn 2, 23 : Kement hini a nac’h ar Mab, n’en deus ket kennebeut-all an Tad gantañ, met an neb a anzav ar Mab en deus ivez an Tad gantañ.

Quant à vous, que demeure en vous ce que vous avez entendu depuis le commencement. Si ce que vous avez entendu depuis le commencement demeure en vous, vous aussi, vous demeurerez dans le Fils et dans le Père. 1Jn 2, 24 : C’hwi avat, ra chomo ennoc’h ar gelennadurezh hoc’h eus klevet a-dal ar penn kentañ. Ma virit ennoc’h ar pezh hoc’h eus klevet adal ar penn kentañ, e chomot c’hwi ivez er Mab hag en Tad.

Et telle est la promesse que lui-même nous a faite : la vie éternelle. 1Jn 2, 25 : Ha sed ar bromesa en deus graet e-unan deomp-ni : ar vuhez peurbadus.

Je vous ai écrit cela à propos de ceux qui vous égarent. 1Jn 2, 26 : An dra-se am boa da skrivañ deoc’h diwar-benn ar re a glask ho touellañ.

Quant à vous, l’onction que vous avez reçue de lui demeure en vous, et vous n’avez pas besoin d’enseignement. Cette onction vous enseigne toutes choses, elle qui est vérité et non pas mensonge ; et, selon ce qu’elle vous a enseigné, vous demeurez en lui. 1Jn 2, 27 : C’hwi avat e chom ennoc’h an oleviadur hoc’h eus bet digantañ, ha n’hoc’h eus ket ezhomm e vefe den ouzh ho kelenn ; met peogwir ez eo e olev ho kelenn war bep tra, hag ez eo gwirion hemañ ha n’eus gaou ebet ennañ, neuze hervez m’en deus desket deoc’h, chomit ennañ.

Et maintenant, petits enfants, demeurez en lui ; ainsi, quand il se manifestera, nous aurons de l’assurance, et non pas la honte d’être loin de lui à son avènement. 1Jn 2, 28 : Ya, bremañ, bugaligoù, chomit ennañ : En doare-se, ma teufe d’en em ziskouez, hor befe neuze fiziañs ha n’eo ket mezh dirazañ, e deiz e Zonedigezh.

Puisque vous savez que lui, Jésus, est juste, reconnaissez que celui qui pratique la justice est, lui aussi, né de Dieu. 1Jn 2, 29 : Ma ouzoc’h ez eo Eñ an hini reizh, anavezit ivez penaos kement hini a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.



💡 Titouroù ouzhpenn


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Tepod hag embannet d'an/ar 12/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn