Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Lizher kentañ Sant Yann » Pennad 1

Lizher kentañ Sant Yann - Pennad 1

Levr : Lizher kentañ Sant Yann
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5

Pennad 1

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

CE QUI ETAIT depuis le commencement, ce que nous avons entendu, ce que nous avons vu de nos yeux, ce que nous avons contemplé et que nos mains ont touché du Verbe de vie, nous vous l’annonçons. 1Jn 1, 1 : Ar pezh a oa adalek ar penn kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad hon-unan, ar pezh hon eus sellet outañ, hag o deus touchet hon daouarn eus ar Verb a vuhez,

Oui, la vie s’est manifestée, nous l’avons vue, et nous rendons témoignage : nous vous annonçons la vie éternelle qui était auprès du Père et qui s’est manifestée à nous. 1Jn 1, 2 : -rak ar Vuhez a zo en em ziskouezet, hag he gwelet hon eus, hag e testeniomp, hag e kemennomp deoc’h ar vuhez-se peurbadus, a oa gant an Tad hag a zo en em ziskouezet deomp -,

Ce que nous avons vu et entendu, nous vous l’annonçons à vous aussi, pour que, vous aussi, vous soyez en communion avec nous. Or nous sommes, nous aussi, en communion avec le Père et avec son Fils, Jésus Christ. 1Jn 1, 3 : ar pezh hon eus gwelet eta, ha klevet, eo an hini a gemennomp deoc’h, evit m’ho po c’hwi ivez kumuniezh ganeomp : hag hor c’humuniezh deomp-ni a zo bezañ gant an Tad ha gant e Vab Jezuz Krist.

Et nous écrivons cela, afin que notre joie soit parfaite. 1Jn 1, 4 : Kement-mañ a skrivomp deoc’h evit ma vo leun ho levenez.

Tel est le message que nous avons entendu de Jésus Christ et que nous vous annonçons : Dieu est lumière ; en lui, il n’y a pas de ténèbres. 1Jn 1, 5 : Rak hemañ eo ar c’hemennadur hon eus klevet digantañ hag a gemennomp deoc’h : Doue ’zo Sklerijenn, ha n’eus ennañ teñvalijenn ebet.

Si nous disons que nous sommes en communion avec lui, alors que nous marchons dans les ténèbres, nous sommes des menteurs, nous ne faisons pas la vérité. 1Jn 1, 6 : Ma lavaromp hon eus kumuniezh gantañ ha ma valeomp en deñvalijenn, e lavaromp gevier, rak ne reomp ket ar wirionez.

Mais si nous marchons dans la lumière, comme il est lui-même dans la lumière, nous sommes en communion les uns avec les autres, et le sang de Jésus, son Fils, nous purifie de tout péché. 1Jn 1, 7 : Hogen ma valeomp er sklerijenn, evel m’emañ eñ e-unan er sklerijenn, hon eus kumuniezh kenetrezomp, ha gwad Jezuz, e Vab, hor glana eus pep pec’hed.

Si nous disons que nous n’avons pas de péché, nous nous égarons nous-mêmes, et la vérité n’est pas en nous. 1Jn 1, 8 : Ma lavaromp ez omp dibec’h, en em douellomp hon-unan ha n’emañ ket ar wirionez ennomp.

Si nous reconnaissons nos péchés, lui qui est fidèle et juste va jusqu’à pardonner nos péchés et nous purifier de toute injustice. 1Jn 1, 9 : Ma anzavomp hor pec’hedoù, eñ a zo neuze leal ha just evit pardoniñ deomp hor pec’hedoù hag hor glanaat eus pep direizhder.

Si nous disons que nous sommes sans péché, nous faisons de lui un menteur, et sa parole n’est pas en nous. 1Jn 1, 10 : Ma lavaromp n’hon eus ket pec’het, e lakaomp anezhañ da vezañ gaouiat, ha n’emañ ket e Gomz ennomp.



💡 Titouroù ouzhpenn


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Tepod hag embannet d'an/ar 12/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn