Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher kentañ d’an Desalonikiz » Pennad 5

Al lizher kentañ d’an Desalonikiz - Pennad 5

Levr : Al lizher kentañ d’an Desalonikiz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5

Pennad 5



Pour ce qui est des temps et des moments de la venue du Seigneur, vous n’avez pas besoin, frères, que je vous en parle dans ma lettre. 1Th 5, 1 : Evit ar mare hag ar c’houlz, n’hoc’h eus ket ezhomm, breudeur, e vefe skrivet deoc’h diwar o fenn.

Vous savez très bien que le jour du Seigneur vient comme un voleur dans la nuit. 1Th 5, 2 : C’hwi hoc’h-unan a oar mat penaos e teuio Deiz an Aotrou evel ul laer en noz.

Quand les gens diront : « Quelle paix ! Quelle tranquillité ! », c’est alors que, tout à coup, la catastrophe s’abattra sur eux, comme les douleurs sur la femme enceinte : ils ne pourront pas y échapper. 1Th 5, 3 : Pa lavaro an dud : Peoc’h ha surentez ! eo neuze e kouezho a-daol-trumm an dismantr warno, evel gwentloù ar gwilioud gant ur wreg dougerez ; ha n’hellint ket tec’hout dioutañ.

Mais vous, frères, comme vous n’êtes pas dans les ténèbres, ce jour ne vous surprendra pas comme un voleur. 1Th 5, 4 : Met c’hwi, breudeur, n’emaoc’h ket en deñvalijenn en doare ma teufe an deiz-se da gouezhañ warnoc’h evel ul laer ;

En effet, vous êtes tous des fils de la lumière, des fils du jour ; nous n’appartenons pas à la nuit et aux ténèbres. 1Th 5, 5 : c’hwi holl, bugale ar sklerijenn ez oc’h, ha bugale an deiz ; n’omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn.

Alors, ne restons pas endormis comme les autres, mais soyons vigilants et restons sobres. 1Th 5, 6 : Neuze ’ta, arabat deomp en em reiñ d’ar c’housked, evel ar re all ; hogen chomomp dihun ha dilontek.

Les gens qui dorment, c’est la nuit qu’ils dorment ; ceux qui s’enivrent, c’est la nuit qu’ils sont ivres, 1Th 5, 7 : Rak ar gouskerien eo en noz e kouskont ; ar vezvierien eo en noz en em vezvont.

mais nous qui sommes du jour, restons sobres ; mettons la cuirasse de la foi et de l’amour et le casque de l’espérance du salut. 1Th 5, 8 : Ni avat hag a zo eus an deiz, bezomp dilontek ; gwiskomp warnomp hobregon ar feiz hag ar garantez, gant tok-houarn esperañs ar silvidigezh.

Car Dieu ne nous a pas destinés à subir la colère, mais à entrer en possession du salut par notre Seigneur Jésus Christ, 1Th 5, 9 : Rak Doue n’en deus ket hon lakaet a-gostez evit ar gounnar, met evit ma c’hounezimp ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz Krist,

mort pour nous afin de nous faire vivre avec lui, que nous soyons en train de veiller ou de dormir. 1Th 5, 10 : eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit ma vezimp bepred o vevañ unanet outañ, pe dihun pe gousket e vefemp.

Ainsi, réconfortez-vous mutuellement et édifiez-vous l’un l’autre, comme vous le faites déjà. 1Th 5, 11 : En abeg da se, en em gennerzhit an eil egile, ha roit skouer vat d’ar re all, evel ma rit a-dal bremañ.

Nous vous demandons, frères, de reconnaître ceux qui se donnent de la peine parmi vous, ceux qui, dans le Seigneur, vous dirigent et vous donnent des avertissements ; 1Th 5, 12 : Goulenn a reomp diganeoc’h, breudeur, dougen bri d’ar re a gemer poan en ho touez hag a ren warnoc’h hervez an Aotrou en ur glask hoc’h addresañ.

estimez-les infiniment avec amour en raison de leur travail. Vivez en paix entre vous. 1Th 5, 13 : Ho pet evito brasañ karantez, en askont d’o labour. Bezit er peoc’h kenetrezoc’h.

Nous vous en prions, frères : avertissez ceux qui vivent de façon désordonnée, donnez du courage à ceux qui en ont peu, soutenez les faibles, soyez patients envers tous. 1Th 5, 14 : Ho pediñ a reomp, breudeur, addresit ar re lezirek, kennerzhit ar re aonik, skoazellit ar re wan, ho pet pasianted e-keñver an holl.

Prenez garde que personne ne rende le mal pour le mal, mais recherchez toujours ce qui est bien, entre vous et avec tous. 1Th 5, 15 : Taolit pled na rentfe hini ebet an droug evit an droug, met bepred klaskit ober ar mad, kenetrezoc’h hag e-keñver an holl.

Soyez toujours dans la joie, 1Th 5, 16 : Bepred bezit laouen.

priez sans relâche, 1Th 5, 17 : Hep ehan en em roit d’ar bedenn.

rendez grâce en toute circonstance : c’est la volonté de Dieu à votre égard dans le Christ Jésus. 1Th 5, 18 : E pep degouezh, rentit bennozh ha trugarez da Zoue, rak honnezh eo youl Doue en ho keñver, er C’hrist Jezuz.

N’éteignez pas l’Esprit, 1Th 5, 19 : Na vougit ket ar spered.

ne méprisez pas les prophéties, 1Th 5, 20 : Na rit ket fae war an diouganoù.

mais discernez la valeur de toute chose : ce qui est bien, gardez-le ; 1Th 5, 21 : Hogen arnodit pep tra ; hag ar pezh a zo mat, mirit anezhañ.

éloignez-vous de toute espèce de mal. 1Th 5, 22 : En em ziwallit diouzh pep droug.

Que le Dieu de la paix lui-même vous sanctifie tout entiers ; que votre esprit, votre âme et votre corps, soient tout entiers gardés sans reproche pour la venue de notre Seigneur Jésus Christ. 1Th 5, 23 : Doue ar peoc’h e-unan d’ho santelaat e kement a zo ac’hanoc’h ; ho spered, hoc’h ene hag ho korf, da vezañ miret didamall, a-benn Donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist !

Il est fidèle, Celui qui vous appelle : tout cela, il le fera. 1Th 5, 24 : Feal eo an Hini ho kalv ; eñ eo an hini a raio.

Frères, priez aussi pour nous. 1Th 5, 25 : Breudeur, pedit ivez evidomp.

Saluez tous les frères par un baiser de paix. 1Th 5, 26 : Saludit an holl vreudeur gant ur pok santel.

Je vous en conjure au nom du Seigneur : que cette lettre soit lue à tous les frères. 1Th 5, 27 : Hoc’h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vezo lennet al lizher-mañ d’an holl vreudeur.

La grâce de notre Seigneur Jésus Christ soit avec vous. 1Th 5, 28 : Gras hon Aotrou Jezuz Krist da vo ganeoc’h !