Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher kentañ da Dimozeos » Pennad 2

Al lizher kentañ da Dimozeos - Pennad 2

Levr : Al lizher kentañ da Dimozeos
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6

Pennad 2



J’encourage, avant tout, à faire des demandes, des prières, des intercessions et des actions de grâce pour tous les hommes, 1Tm 2, 1 : A-raok pep tra e c’houlennan eta diganit ma vo graet goulennoù, orezonoù, grasoù, pedennoù-trugarekaat evit an holl dud ;

pour les chefs d’État et tous ceux qui exercent l’autorité, afin que nous puissions mener notre vie dans la tranquillité et le calme, en toute piété et dignité. 1Tm 2, 2 : evit ar rouaned hag ar re holl o deus kargoù uhel, evit ma c’hellimp ren er peoc’h ur vuhez sioul, e pep doujañs-Doue hag onestiz.

Cette prière est bonne et agréable à Dieu notre Sauveur, 1Tm 2, 3 : Mat eo an dra-se ha plijus da Zoue, hor Salver,

car il veut que tous les hommes soient sauvés et parviennent à la pleine connaissance de la vérité. 1Tm 2, 4 : a venn ma vo salvet an holl dud ha ma teuint da anavezout ar wirionez.

En effet, il n’y a qu’un seul Dieu ; il n’y a aussi qu’un seul médiateur entre Dieu et les hommes : un homme, le Christ Jésus, 1Tm 2, 5 : Rak n’eus nemet un Doue hepken, hag ivez un Hanterour hepken etre Doue hag an dud, ar C’hrist Jezuz, den e-unan,

qui s’est donné lui-même en rançon pour tous. Aux temps fixés, il a rendu ce témoignage, 1Tm 2, 6 : a zo en em roet evel daspren evit an holl. Sed an testeni a zo bet roet en e amzer,

pour lequel j’ai reçu la charge de messager et d’apôtre – je dis vrai, je ne mens pas – moi qui enseigne aux nations la foi et la vérité. 1Tm 2, 7 : hag ez on bet lakaet ivez evitañ da embanner ha da abostol - ar wirionez a lavaran ha n’eo ket gevier - lakaet on bet da zoktor ar Baganed, er feiz hag er wirionez.

Je voudrais donc qu’en tout lieu les hommes prient en élevant les mains, saintement, sans colère ni dispute. 1Tm 2, 8 : Fellout a ra din eta gwelout e pep lec’h ar baotred o pediñ savet ganto d’an nec’h, daouarn glan, hep kounnar na tabut ;

De même les femmes : qu’elles portent une tenue décente, avec pudeur et modestie, plutôt que de se parer de tresses, d’or ou de perles, ou de vêtements précieux ; 1Tm 2, 9 : evel-se ivez ar merc’hed ra vint gwisket dereat, kempennet gant elevez hag onestiz, kuit a vlev rodellet, a aour, a vein prizius, a zilhad lorc’hus ;

ce qui convient à des femmes qui veulent exprimer leur piété envers Dieu, c’est de faire le bien. 1Tm 2, 10 : met gant oberoù mat e-giz ma tere ouzh merc’hed en em ziskler evel o kaout doujañs-Doue.

Que la femme reçoive l’instruction dans le calme, en toute soumission. 1Tm 2, 11 : Ar merc’hed a zle chom peoc’h e pep sentidigezh pa selaouont ar gelennadurezh.

Je ne permets pas à une femme d’enseigner, ni de dominer son mari ; mais qu’elle reste dans le calme. 1Tm 2, 12 : N’aotrean ket d’ur plac’h kenteliañ, nag ober al lezenn d’he gwaz. Ra chomo sioul.

En effet, Adam a été modelé le premier, et Ève ensuite. 1Tm 2, 13 : Rak Adam eo an hini a voe krouet da gentañ, hag Eva da c’houde.

Et ce n’est pas Adam qui a été trompé par le serpent, c’est la femme qui s’est laissé tromper, et qui est tombée dans la transgression. 1Tm 2, 14 : Ha n’eo ket Adam an hini a voe touellet, met ar vaouez eo an hini bet touellet a voe kablus eus ar pec’hed.

Mais la femme sera sauvée en devenant mère, à condition de rester avec modestie dans la foi, la charité et la recherche de la sainteté. 1Tm 2, 15 : Salvet e vezo koulskoude dre gaout bugale gant ma talc’ho da vevañ er feiz, fur he doareoù, er garantez hag er santelezh.