Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher d’ar Filipiz » Pennad 3

Al lizher d’ar Filipiz - Pennad 3

Levr : Al lizher d’ar Filipiz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4

Pennad 3



Enfin, mes frères, soyez dans la joie du Seigneur. Vous écrire les mêmes choses ne m’est pas pénible, et pour vous c’est plus sûr. Ph 3, 1 : A-hent-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Moarvat e skrivan deoc’h bepred an hevelep traoù, met n’on ket diaes gant se, peogwir ez eo talvoudus deoc’h.

Prenez garde à ces chiens, prenez garde à ces mauvais ouvriers, avec leur fausse circoncision, prenez garde. Ph 3, 2 : Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh fals-paotred an amdroc’h ;

Car c’est nous qui sommes les vrais circoncis, nous qui rendons notre culte par l’Esprit de Dieu, nous qui mettons notre fierté dans le Christ Jésus et qui ne plaçons pas notre confiance dans ce qui est charnel. Ph 3, 3 : rak ni eo gwir dud an amdroc’h, ni hag a zouj Doue dindan lusk ar Spered, ni hag a gav hon lorc’h er C’hrist Jezuz, ha na lakaomp ket hor fiziañs er c’horf.

J’aurais pourtant, moi aussi, des raisons de placer ma confiance dans la chair. Si un autre pense avoir des raisons de le faire, moi, j’en ai bien davantage : Ph 3, 4 : Ha koulskoude e c’hellfen me ivez lakaat va fiziañs em c’horf. Ma-z eus unan bennak hag a soñj gantañ kaout abeg da fiziout en e gorf, e c’hellan me c’hoazh hen ober muioc’h egetañ.

circoncis à huit jours, de la race d’Israël, de la tribu de Benjamin, Hébreu, fils d’Hébreux ; pour l’observance de la loi de Moïse, j’étais pharisien ; Ph 3, 5 : Me amdroc’het d’an eizhvet deiz, eus gouenn Israel, eus meuriad Benjamin, Hebre mab Hebreed, farizian e-keñver al Lezenn,

pour ce qui est du zèle, j’étais persécuteur de l’Église ; pour la justice que donne la Loi, j’étais devenu irréprochable. Ph 3, 6 : gwallgaser an Iliz e-keñver ar gred, didamall e-keñver ar reizhded a zeufe eus al Lezenn.

Mais tous ces avantages que j’avais, je les ai considérés, à cause du Christ, comme une perte. Ph 3, 7 : Met an holl draoù-se hag a roe din an tu kreñv, em eus sellet outo evel ur c’holl en abeg d’ar C’hrist.

Oui, je considère tout cela comme une perte à cause de ce bien qui dépasse tout : la connaissance du Christ Jésus, mon Seigneur. À cause de lui, j’ai tout perdu ; je considère tout comme des ordures, afin de gagner un seul avantage, le Christ, Ph 3, 8 : Ouzhpenn-se e sellan pep tra evel ur c’holl e-keñver ar gounid uhel-meurbet-se a zo anaoudegezh ar C’hrist Jezuz, va Aotrou.

et, en lui, d’être reconnu juste, non pas de la justice venant de la loi de Moïse mais de celle qui vient de la foi au Christ, la justice venant de Dieu, qui est fondée sur la foi. Ph 3, 9 : Evitañ em eus kavet gwelloc’h koll pep tra ; sellout a ran pep tra evel lastez evit gallout gounit ar C’hrist, hag en em gaout ennañ, n’eo ket gant ur reizhded a vefe din hag a zeufe eus al Lezenn, met gant ar reizhder a zo dre ar feiz er C’hrist, an hini a zeu eus Doue hag a zo diazezet war ar feiz.

Il s’agit pour moi de connaître le Christ, d’éprouver la puissance de sa résurrection et de communier aux souffrances de sa passion, en devenant semblable à lui dans sa mort, Ph 3, 10 : Ar pezh a fell din eo anavezout anezhañ gant galloud e adsavidigezh da vev, komuniañ d’e boanioù, dont da vezañ kenstumm gantañ en e varv,

avec l’espoir de parvenir à la résurrection d’entre les morts. Ph 3, 11 : evit tizhout, ma vez gallet, an adsav d’ar vuhez eus a-douez ar re varv.

Certes, je n’ai pas encore obtenu cela, je n’ai pas encore atteint la perfection, mais je poursuis ma course pour tâcher de saisir, puisque j’ai moi-même été saisi par le Christ Jésus. Ph 3, 12 : N’eo ket em befe dija gounezet ar priz nag e vefen erru peurvat, met derc’hel a ran da redek en ur glask tapout krog er priz, en hevelep doare m’en deus ar C’hrist tapet krog ennon ivez.

Frères, quant à moi, je ne pense pas avoir déjà saisi cela. Une seule chose compte : oubliant ce qui est en arrière, et lancé vers l’avant, Ph 3, 13 : Nann, va breudeur, ne soñjan ket em befe tapet krog ennañ, met un dra hepken a ran, ankounac’haat an hent lezet ganin war va lerc’h, hag en em stegnañ da vont war-raok,

je cours vers le but en vue du prix auquel Dieu nous appelle là-haut dans le Christ Jésus. Ph 3, 14 : derc’hel da redek etrezek ar pal, evit gounit ar priz ez omp galvet gant Doue da gaout en Neñvoù er C’hrist Jezuz.

Nous tous qui sommes adultes dans la foi, nous devons avoir ces dispositions-là ; et, si vous en avez d’autres, là-dessus encore Dieu vous éclairera. Ph 3, 15 : Ni holl eta, ar re beurvat, sed aze ar pezh hon eus da soñjal ; ha ma soñjit disheñvel en un doare bennak, aze ivez e teuio Doue d’ho sklerijennañ.

En tout cas, du point où nous sommes arrivés, marchons dans la même direction. Ph 3, 16 : Hogen n’eus forzh betek pelec’h hor befe tizhet mont, dalc’homp gant an hevelep hent.

Frères, ensemble imitez-moi, et regardez bien ceux qui se conduisent selon l’exemple que nous vous donnons. Ph 3, 17 : Kemerit skouer diwarnon, va breudeur, ha sellit ouzh ar re en em ren hervez ar patrom a welit ennomp.

Car je vous l’ai souvent dit, et maintenant je le redis en pleurant : beaucoup de gens se conduisent en ennemis de la croix du Christ. Ph 3, 18 : Rak kalz a zo, hen lavaret em eus deoc’h alies, ha bremañ eo en ur ouelañ hen lavaran adarre, kalz en em ren evel enebourien da Groaz ar C’hrist.

Ils vont à leur perte. Leur dieu, c’est leur ventre, et ils mettent leur gloire dans ce qui fait leur honte ; ils ne pensent qu’aux choses de la terre. Ph 3, 19 : Ar fin anezho eo an emgoll ; o doue eo o c’hof ; o enor a lakaont er pezh a zo mezhus ; ouzh traoù an douar hepken eo stag o c’halon.

Mais nous, nous avons notre citoyenneté dans les cieux, d’où nous attendons comme sauveur le Seigneur Jésus Christ, Ph 3, 20 : Ni avat emañ hor bro en Neñvoù ; hag ac’hano e c’hortozomp gant c’hoant bras, hon Aotrou Jezuz Krist, evel Salver,

lui qui transformera nos pauvres corps à l’image de son corps glorieux, avec la puissance active qui le rend même capable de tout mettre sous son pouvoir. Ph 3, 21 : eñ hag a dreuzneuzio hor c’horf reuzeudik d’e lakaat kenstumm gant e gorf a c’hloar, dre an nerzh hag ar galloud en deus da lakaat an hollved da sujañ dezhañ.