Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 15 a viz Mezheven 2025

Gouel-Meur an Dreinded Santel⚪ Gwenn
Anvioù all : Gouel an Dreinded

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr ar C’hrennlavarioù (Kr 8, 22-31)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

A-barzh m'eo bet graet an douar, e oa bet krouet ar furnez.

Selaouit petra 'lavar ar furnez :
“ An Aotrou en deus roet buhez din er penn kentañ eus e oberoù,
a-barzh m'en doa graet netra, a holl-viskoazh.
A-raok pep amzer ez on bet furmet, e penn kentañ pep tra, pa ne oa ket a zouar.
Ar morioù don ne oa ket c'hoazh anezho, ha me a oa ganet ; ne oa ket c'hoazh mammennoù o tarzhañ.
A-barzh m'eo bet diazezet ar menezioù bras, a-raok an torgennoù, ez on bet ganet ;
n'en doa ket graet c'hoazh nag an douar nag ar maezioù, na danvez kentañ ar bed.
Pa gempenne an neñv, me 'oa eno,
pa stigne kelc'h an oabl war-c’horre ar mor don,
pa stage ar c'houmoul uhel en nec'h,
pa zalc'he war mammennoù an dour, pa verke d'ar mor e harzoù gant difenn d'an dour da vont dreist,
p'edo o startaat diazezoù an douar. En e gichen edon o ren al labour, hag e zudi a raen bemdez, dalc'hmat o c'hoari dirazañ, o c'hoari war voull an douar, ha va dudi a gaven e-touez bugale an dud.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 8 Salm 8, 4-5, 6-7, 8-9

📖 Levr ar salmoù : Salm 8

D : O Aotrou, hon Aotrou, na kaer eo hoc'h anv dre an douar a-bezh !

Pa sellan ouzh an neñvoù, oberenn ho pizied,
ouzh al loar hag ar stered hoc'h eus stummet,
petra 'ta eo an den ma soñjit ennañ,
petra eo mab Adam ma kemerit preder gantañ ?
E c'hraet hoc'h eus izeloc'hik eget an Aeled,
a glod hag a veurdez hoc’h eus e gurunennet :
E lakaet hoc’h eus da ren war oberenn ho taouarn,
ha pep tra hoc’h lakaet dindan e dreid.
Deñved hag ejened, holl anezho,
evel ivez anevaled ar maezioù,
evned an neñv kenkoulz ha pesked ar mor,
ha kement a ya dre hentoù ar morioù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar Romaned (ro 5, 1-5)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Skuilhet eo bet karantez Doue dre ar C'hrist gant ar Spered.

Va breudeur : O vezañ bet eta justisaet gant ar feiz, emaomp e peoc'h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz Krist.
Drezañ hon eus dor-zigor d’ar c'hras-se e chomomp start enni
ha gloar a dennomp diouti gant an esperañs hon eus da gaout lod e gloar Doue.
Ha muioc'h eget se, tennañ a reomp gloar zoken eus hon trubuilhoù, o c'houzout mat e teu diwar an trubuilh ar basianted,
diwar ar basianted ur vertuz amprouet,
diwar ur vertuz amprouet an esperañs.
Hag an esperañs n’eo ket touellus,
rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c'halonoù gant ar Spered Santel a zo bet roet deomp.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez (Yn 16, 12-15)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Holl gement a zo d’an Tad a zo din ;
setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din evit e reiñ deoc'h da anavezout.


En amzer-se e lavaras Jezuz d'e ziskibien :
Kalz a draoù am eus c'hoazh da lavarout deoc'h,
met n’hellit ket o dougen bremañ.
Pa vo deuet hennezh avat, ar Spered a wirionez,
ho heñcho da gaout an holl wirionez ;
rak ne gomzo ket dioutañ e-unan,
met kement en devo klevet a lavaro,
hag e tisklerio deoc'h an traoù da zont.
Hennezh a roio gloar din,
rak kemer a raio eus ar pezh a zo din evit en diskleriañ deoc'h.
Holl gement a zo d’an Tad a zo din ;
setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din
evit e reiñ deoc'h da anavezout.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 15 a viz Mezheven 2025
Yann 16, 12-15 - Gant Annaig Le Coz eo displeget an Aviel.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn