Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Yann » Pennad 16

An Aviel hervez Sant Yann - Pennad 16

Levr : An Aviel hervez Sant Yann
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Pennad 16



Je vous parle ainsi, pour que vous ne soyez pas scandalisés. Jn 16, 1 : « An traoù-se am eus lavaret deoc’h evit na vezot ket ganto e riskl da gouezhañ.

On vous exclura des assemblées. Bien plus, l’heure vient où tous ceux qui vous tueront s’imagineront qu’ils rendent un culte à Dieu. Jn 16, 2 : Ho teurel a raint er-maez eus ar sinagogennoù, ha dont a ra an eur ma kredo an neb ho lakaio d’ar marv, reiñ doujañs da Zoue.

Ils feront cela, parce qu’ils n’ont connu ni le Père ni moi. Jn 16, 3 : Ober a raint evel-se dre n’o deus ket anavezet nag an Tad, na me.

Eh bien, voici pourquoi je vous dis cela : quand l’heure sera venue, vous vous souviendrez que je vous l’avais dit. Je ne vous l’ai pas dit dès le commencement, parce que j’étais avec vous. Jn 16, 4 : Hogen lavaret em eus deoc’h an traoù-se evit m’ho pezo soñj, pa zeuio an amzer, em eus bet o lavaret deoc’h. Ne ’m eus ket o lavaret deoc’h adalek ar penn kentañ dre m’edon ganeoc’h.

Je m’en vais maintenant auprès de Celui qui m’a envoyé, et aucun de vous ne me demande : “Où vas-tu ?” Jn 16, 5 : Met bremañ ez an da gaout an Hini en deus va c’haset, hag hini ac’hanoc’h ne c’houlenn ouzhin : Da belec’h emaout o vont ?

Mais, parce que je vous dis cela, la tristesse remplit votre cœur. Jn 16, 6 : Met dre ma ’m eus lavaret se deoc’h, he deus an dristidigezh leuniet ho kalon.

Pourtant, je vous dis la vérité : il vaut mieux pour vous que je m’en aille, car, si je ne m’en vais pas, le Défenseur ne viendra pas à vous ; mais si je pars, je vous l’enverrai. Jn 16, 7 : Me avat eo ar wirionez a lavaran deoc’h : Talvoudus eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne 'z an ket kuit, ne zeuio ket ar Parakled davedoc’h ; met ma-z an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.

Quand il viendra, il établira la culpabilité du monde en matière de péché, de justice et de jugement. Jn 16, 8 : Hag hennezh o tont, a brouo a-enep d’ar bed diwar-benn ar pec’hed, ar justis hag ar varnedigezh ;

En matière de péché, puisqu’on ne croit pas en moi. Jn 16, 9 : diwar-benn ar pec’hed, dre ne gredont ket ennon ;

En matière de justice, puisque je m’en vais auprès du Père, et que vous ne me verrez plus. Jn 16, 10 : diwar-benn ar justis, dre ma-z an da gaout va Zad ha n’em gwelot mui ken ;

En matière de jugement, puisque déjà le prince de ce monde est jugé. Jn 16, 11 : diwar-benn ar varnedigezh, rak barnet eo dija priñs ar bed-mañ.

J’ai encore beaucoup de choses à vous dire, mais pour l’instant vous ne pouvez pas les porter. Jn 16, 12 : Kalz a draoù am eus c’hoazh da lavarout deoc’h, met n’hellit ket o dougen bremañ.

Quand il viendra, lui, l’Esprit de vérité, il vous conduira dans la vérité tout entière. En effet, ce qu’il dira ne viendra pas de lui-même : mais ce qu’il aura entendu, il le dira ; et ce qui va venir, il vous le fera connaître. Jn 16, 13 : Pa vo deuet hennezh avat, ar Spered a wirionez, e heñcho ac’hanoc’h da gaout an holl wirionez ; rak ne gomzo ket dioutañ e-unan, met kement a glev a lavaro, hag e tisklerio deoc’h an traoù da zont.

Lui me glorifiera, car il recevra ce qui vient de moi pour vous le faire connaître. Jn 16, 14 : Hennezh a roio gloar din, rak kemer a raio eus ar pezh a zo din evit hen diskleriañ deoc’h.

Tout ce que possède le Père est à moi ; voilà pourquoi je vous ai dit : L’Esprit reçoit ce qui vient de moi pour vous le faire connaître. Jn 16, 15 : Holl gement a zo d’an Tad a zo din ; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din evit e reiñ deoc’h da anavezout.

Encore un peu de temps, et vous ne me verrez plus ; encore un peu de temps, et vous me reverrez. » Jn 16, 16 : « Ur pennadig ha n’am gwelot mui ken, ha c’hoazh ur pennadig hag am gwelot adarre ».

Alors, certains de ses disciples se dirent entre eux : « Que veut-il nous dire par là : “Encore un peu de temps, et vous ne me verrez plus ; encore un peu de temps, et vous me reverrez”. Et puis : “Je m’en vais auprès du Père” ? » Jn 16, 17 : Lod eus e ziskibien a lavaras neuze an eil d’egile : « Petra 'lavar deomp evel-se : Ur pennadig ha n’am gwelot mui ken, ha c’hoazh ur pennadig hag am gwelot adarre, ha gant kement-mañ : Mont a ran da gaout an Tad ? »

Ils disaient donc : « Que veut dire : un peu de temps ? Nous ne savons pas de quoi il parle. » Jn 16, 18 : Lavarout a raent eta : « Petra eo se emañ o lavarout : Ur pennadig ? N’ouzomp ket petra 'lavar ».

Jésus comprit qu’ils voulaient l’interroger, et il leur dit : « Vous discutez entre vous parce que j’ai dit : “Encore un peu de temps, et vous ne me verrez plus ; encore un peu de temps, et vous me reverrez.” Jn 16, 19 : Ha Jezuz, o c’houzout o devoa c’hoant da ober ur goulenn outañ, a lavaras dezho : « Tabutal a rit kenetrezoc’h diwar-benn ar pezh am eus lavaret : Ur pennadig ha n’am gwelot mui ken, ha c’hoazh ur pennadig hag am gwelot adarre.

Amen, amen, je vous le dis : vous allez pleurer et vous lamenter, tandis que le monde se réjouira ; vous serez dans la peine, mais votre peine se changera en joie. Jn 16, 20 : E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, c’hwi a leñvo hag a hirvoudo, endra m’en em laouenaio ar bed ; c’hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.

La femme qui enfante est dans la peine parce que son heure est arrivée. Mais, quand l’enfant est né, elle ne se souvient plus de sa souffrance, tout heureuse qu’un être humain soit venu au monde. Jn 16, 21 : Ar vaouez o wilioudiñ, he deus tristidigezh, dre m’eo deuet he c’houlz ; met p’he deus ganet he c’hrouadur, n’he deus ket soñj ken eus he foan, gant al levenez he deus dre ma-z eus bet ganet un den er bed.

Vous aussi, maintenant, vous êtes dans la peine, mais je vous reverrai, et votre cœur se réjouira ; et votre joie, personne ne vous l’enlèvera. Jn 16, 22 : Ha c’hwi eta hoc’h eus bremañ tristidigezh ; met ho kwelout a rin a-nevez ha laouenaat a ray ho kalon ; hag ho levenez ne vo den ebet evit he dilemel diganeoc’h.

En ce jour-là, vous ne me poserez plus de questions. Amen, amen, je vous le dis : ce que vous demanderez au Père en mon nom, il vous le donnera. Jn 16, 23 : Hag en deiz-se, ne reot mui goulenn ouzhin evit netra. E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc’h petra bennak a c’houlennot digant an Tad, e roio deoc’h em anv.

Jusqu’à présent vous n’avez rien demandé en mon nom ; demandez, et vous recevrez : ainsi votre joie sera parfaite. Jn 16, 24 : Betek-hen n’hoc’h eus goulennet netra em anv ; goulennit hag e resevot, evit ma vo leun ho levenez.

En disant cela, je vous ai parlé en images. L’heure vient où je vous parlerai sans images, et vous annoncerai ouvertement ce qui concerne le Père. Jn 16, 25 : « Lavaret em eus an traoù-se deoc’h dre barabolennoù. Dont a ra an eur ma ne gomzin ket ken ouzhoc’h dre barabolennoù, met ma komzin deoc’h en-sklaer diwar-benn an Tad.

Ce jour-là, vous demanderez en mon nom ; or, je ne vous dis pas que moi, je prierai le Père pour vous, Jn 16, 26 : En deiz-se, e c’houlennot em anv ; ha ne lavaran ket deoc’h e pedin an Tad evidoc’h,

car le Père lui-même vous aime, parce que vous m’avez aimé et vous avez cru que c’est de Dieu que je suis sorti. Jn 16, 27 : rak an Tad e-unan ho kar, dre m’hoc’h eus va c’haret, ha m’hoc’h eus kredet ez on deut eus Doue.

Je suis sorti du Père, et je suis venu dans le monde ; maintenant, je quitte le monde, et je pars vers le Père. » Jn 16, 28 : Deuet on er-maez eus an Tad, ha deuet er bed ; ha bremañ e kuitaan ar bed hag e tistroan da gaout an Tad ».

Ses disciples lui disent : « Voici que tu parles ouvertement et non plus en images. Jn 16, 29 : Lavarout a reas e ziskibien dezhañ : « Setu bremañ ma komzez dizolo, ha ne lavarez parabolenn ebet.

Maintenant nous savons que tu sais toutes choses, et tu n’as pas besoin qu’on t’interroge : voilà pourquoi nous croyons que tu es sorti de Dieu. » Jn 16, 30 : Bremañ e ouzomp ec’h anavezez pep tra ha n’ac’h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit ; en abeg da se e kredomp ez out deuet eus Doue ».

Jésus leur répondit : « Maintenant vous croyez ! Jn 16, 31 : Ha Jezuz da respont dezho : « Bremañ e kredit ?

Voici que l’heure vient – déjà elle est venue – où vous serez dispersés chacun de son côté, et vous me laisserez seul ; mais je ne suis pas seul, puisque le Père est avec moi. Jn 16, 32 : Setu ma teu an eur ha deuet eo, ma vezot skignet pep hini diouzh e du, ha m’am lezot va-unan-penn. Nemet n’emaon ket va-unan-penn, rak an Tad a zo ganin.

Je vous ai parlé ainsi, afin qu’en moi vous ayez la paix. Dans le monde, vous avez à souffrir, mais courage ! Moi, je suis vainqueur du monde. » Jn 16, 33 : An traoù-se am eus lavaret deoc’h evit m’ho po ar peoc’h ennon. Er bed e vezot gwall-wasket, met ho pet fiziañs, trec’het em eus ar bed ».