An Aviel hervez Sant Yann - Pennad 14
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21
Pennad 14
Que votre cœur ne soit pas bouleversé : vous croyez en Dieu, croyez aussi en moi. Jn 14, 1 : « Arabat d’ho kalon bezañ trubuilhet. Krediñ a rit e Doue, kredit ivez ennon.
Dans la maison de mon Père, il y a de nombreuses demeures ; sinon, vous aurais-je dit : “Je pars vous préparer une place” ? Jn 14, 2 : E ti va Zad ez eus chomajoù e-leizh, mar ne vije ket evel-se em bije lavaret deoc’h ; setu m’emaon o vont da aozañ plas deoc’h.
Quand je serai parti vous préparer une place, je reviendrai et je vous emmènerai auprès de moi, afin que là où je suis, vous soyez, vous aussi. Jn 14, 3 : Ha pa vin aet, ha p’am bo kempennet plas deoc’h, e tistroin hag e kemerin ac’hanoc’h em c’hichen, evit ma vezot c’hwi ivez el lec’h m’emaon-me.
Pour aller où je vais, vous savez le chemin. » Jn 14, 4 : Ha da gaout al lec’h ma-z an, e ouzoc’h an hent ».
Thomas lui dit : « Seigneur, nous ne savons pas où tu vas. Comment pourrions-nous savoir le chemin ? » Jn 14, 5 : Lavarout a reas Tomaz dezhañ : « Aotrou, ne ouzomp ket da belec’h emaout o vont ; ha penaos e oufemp an hent ? »
Jésus lui répond : « Moi, je suis le Chemin, la Vérité et la Vie ; personne ne va vers le Père sans passer par moi. Jn 14, 6 : Jezuz a lavaras dezhañ : « Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez ; den ebet ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Puisque vous me connaissez, vous connaîtrez aussi mon Père. Dès maintenant vous le connaissez, et vous l’avez vu. » Jn 14, 7 : M’am anavezfec’h, e anavezfec’h va Zad ivez... Met a-vremañ e anavezout a rit hag e welet hoc’h eus ». -
Philippe lui dit : « Seigneur, montre-nous le Père ; cela nous suffit. » Jn 14, 8 : « Aotrou, eme Filip, diskouez deomp an Tad hag e vo trawalc’h deomp ».
Jésus lui répond : « Il y a si longtemps que je suis avec vous, et tu ne me connais pas, Philippe ! Celui qui m’a vu a vu le Père. Comment peux-tu dire : “Montre-nous le Père” ? Jn 14, 9 : Jezuz a lavaras dezhañ : « Keit amzer a zo abaoe m’emaon ganeoc’h, ha n’am anavezez ket c’hoazh, Filip ? An hini am gwel, a wel ivez an Tad. Penaos e lavarez : Diskouez deomp an Tad ?
Tu ne crois donc pas que je suis dans le Père et que le Père est en moi ! Les paroles que je vous dis, je ne les dis pas de moi-même ; le Père qui demeure en moi fait ses propres œuvres. Jn 14, 10 : Ha ne gredez ket emaon en Tad hag emañ an Tad ennon ? Ar c’homzoù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. An Tad hag a chom ennon, eo a ra e oberoù.
Croyez-moi : je suis dans le Père, et le Père est en moi ; si vous ne me croyez pas, croyez du moins à cause des œuvres elles-mêmes. Jn 14, 11 : Va c’hredit emaon en Tad hag emañ an Tad ennon. Pa ne ve ken, kredit en abeg d’an oberoù o-unan ».
Amen, amen, je vous le dis : celui qui croit en moi fera les œuvres que je fais. Il en fera même de plus grandes, parce que je pars vers le Père, Jn 14, 12 : « E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an neb a gred ennon a raio, eñ ivez, an oberoù a ran-me ; ha reoù vrasoc’h c’hoazh a raio, dre m’emaon o vont davet va Zad.
et tout ce que vous demanderez en mon nom, je le ferai, afin que le Père soit glorifié dans le Fils. Jn 14, 13 : Ha petra bennak a c’houlennot em anv, a rin, evit m’en devo an Tad gloar en e Vab.
Quand vous me demanderez quelque chose en mon nom, moi, je le ferai. Jn 14, 14 : Kement a c’houlennot diganin em anv, me her graio.
Si vous m’aimez, vous garderez mes commandements. Jn 14, 15 : « M’am c’harit, e virot va gourc’hemennoù.
Moi, je prierai le Père, et il vous donnera un autre Défenseur qui sera pour toujours avec vous : Jn 14, 16 : Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc’h ur Frealzer all, da chom ganeoc’h da viken,
l’Esprit de vérité, lui que le monde ne peut recevoir, car il ne le voit pas et ne le connaît pas ; vous, vous le connaissez, car il demeure auprès de vous, et il sera en vous. Jn 14, 17 : ar Spered a wirionez n’hall ket ar bed resev anezhañ dre n’e wel ket ha n’anavez ket anezhañ ; c’hwi avat a anavez anezhañ, rak ganeoc’h emañ o chom hag ennoc’h e vo.
Je ne vous laisserai pas orphelins, je reviens vers vous. Jn 14, 18 : N’ho lezin ket emzivaded ; distreiñ a rin davedoc’h.
D’ici peu de temps, le monde ne me verra plus, mais vous, vous me verrez vivant, et vous vivrez aussi. Jn 14, 19 : C’hoazh un herradig hag ar bed n’am gwelo mui ; met c’hwi am gwelo, rak bev ez on-me ha c’hwi a vezo bev ivez.
En ce jour-là, vous reconnaîtrez que je suis en mon Père, que vous êtes en moi, et moi en vous. Jn 14, 20 : En deiz-se e anavezot emaon em Zad ha c’hwi ennon, ha me ennoc’h.
Celui qui reçoit mes commandements et les garde, c’est celui-là qui m’aime ; et celui qui m’aime sera aimé de mon Père ; moi aussi, je l’aimerai, et je me manifesterai à lui. » Jn 14, 21 : An hini en deus va gourc’hemennoù hag a vir anezho, eo hennezh an hini am c’har ; hag an hini am c’har, a vezo karet gant va Zad, ha me a garo anezhañ hag en em ziskuilho dezhañ ».
Jude – non pas Judas l’Iscariote – lui demanda : « Seigneur, que se passe-t-il ? Est-ce à nous que tu vas te manifester, et non pas au monde ? » Jn 14, 22 : Judaz (n’eo ket an Iskariot) a lavaras dezhañ : « Aotrou, petra a zo kaoz m’ac’h eus d’en em ziskuliañ deomp ha neket d’ar bed ? »
Jésus lui répondit : « Si quelqu’un m’aime, il gardera ma parole ; mon Père l’aimera, nous viendrons vers lui et, chez lui, nous nous ferons une demeure. Jn 14, 23 : Jezuz a respontas hag a lavaras dezhañ : « Ma-z eus unan bennak hag am c’har, e viro va c’homzoù, ha va Zad a garo anezhañ hag e teuimp davetañ hag e vimp o chom gantañ.
Celui qui ne m’aime pas ne garde pas mes paroles. Or, la parole que vous entendez n’est pas de moi : elle est du Père, qui m’a envoyé. Jn 14, 24 : An neb n’am c’har ket ne vir ket va c’homzoù ; hag ar Gomz a glevit n’eo ket va hini met hini an Tad en deus va c’haset.
Je vous parle ainsi, tant que je demeure avec vous ; Jn 14, 25 : An traoù-se am eus lavaret deoc’h tra ma oan o chom ganeoc’h.
mais le Défenseur, l’Esprit Saint que le Père enverra en mon nom, lui, vous enseignera tout, et il vous fera souvenir de tout ce que je vous ai dit. Jn 14, 26 : Met ar Frealzer, ar Spered Glan, a vo kaset gant an Tad em anv, hennezh a zesko deoc’h pep tra hag a zegaso soñj deoc’h eus kement am eus lavaret deoc’h.
Je vous laisse la paix, je vous donne ma paix ; ce n’est pas à la manière du monde que je vous la donne. Que votre cœur ne soit pas bouleversé ni effrayé. Jn 14, 27 : Ar peoc’h a lezan ganeoc’h ; va feoc’h-me a roan deoc’h ; n’eo ket evel ma ro ar bed, e roan-me deoc’h. Na vezet ket ho kalon strafuilhet na spontet.
Vous avez entendu ce que je vous ai dit : Je m’en vais, et je reviens vers vous. Si vous m’aimiez, vous seriez dans la joie puisque je pars vers le Père, car le Père est plus grand que moi. Jn 14, 28 : Va c’hlevet hoc’h eus o lavarout deoc’h : Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc’h. M’am c’harjec’h e vijec’h laouen o vezañ ma-z an da gaout an Tad, rak brasoc’h egedon eo an Tad.
Je vous ai dit ces choses maintenant, avant qu’elles n’arrivent ; ainsi, lorsqu’elles arriveront, vous croirez. Jn 14, 29 : Ha bremañ em eus lavaret se deoc’h, a-raok ma tegouezho, evit ma kredot pa zegouezho.
Désormais, je ne parlerai plus beaucoup avec vous, car il vient, le prince du monde. Certes, sur moi il n’a aucune prise, Jn 14, 30 : Ne gomzin mui nemeur ganeoc’h, rak emañ o tont priñs ar bed-mañ ; ha n’eo ket en dije galloud warnon,
mais il faut que le monde sache que j’aime le Père, et que je fais comme le Père me l’a commandé. Levez-vous, partons d’ici. Jn 14, 31 : met evit ma ouezo ar bed e karan va Zad, hag e ran evel m’en deus va Zad gourc’hemennet din. Savit, deomp ac’hann !
