An Aviel hervez Sant Yann - Pennad 7
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21
Pennad 7
Après cela, Jésus parcourait la Galilée : il ne voulait pas parcourir la Judée car les Juifs cherchaient à le tuer. Jn 7, 1 : Da c’houde e kerzhe Jezuz dre C’halilea ; ne felle ket dezhañ mont e Judea, o vezañ ma klaske ar Yuzevien e lakaat d’ar marv.
La fête juive des Tentes était proche. Jn 7, 2 : Tostaat a rae gouel ar Yuzevien, hini an Teltennoù.
Alors les frères de Jésus lui dirent : « Ne reste pas ici, va en Judée pour que tes disciples aussi voient les œuvres que tu fais. Jn 7, 3 : Neuze e lavaras e vreudeur dezhañ : « Tremen ac’hann da Vro-Judea evit ma welo da ziskibien ivez an oberoù a rez-te.
On n’agit pas en secret quand on veut être un personnage public. Puisque tu fais de telles choses, il faut te manifester au monde. » Jn 7, 4 : Rak ne reer ket an traoù e kuzh pa glasker bezañ anavezet ; peogwir e rez traoù seurt-se, en em ziskouez d’ar bed ».
En effet, les frères de Jésus eux-mêmes ne croyaient pas en lui. Jn 7, 5 : E vreudeur o-unan evit gwir ne gredent ket ennañ.
Jésus leur dit alors : « Pour moi, le moment n’est pas encore venu, mais pour vous, c’est toujours le bon moment. Jn 7, 6 : Jezuz neuze a lavaras dezho : « Evidon n’emañ ket c’hoazh ar c’houlz ; evidoc’h avat emañ bepred ar c’houlz.
Le monde ne peut pas vous haïr, mais il a de la haine contre moi parce que je témoigne que ses œuvres sont mauvaises. Jn 7, 7 : Ar bed n’hell ket ho kasaat ; me avat, va c’hasaat a ra, dre ma roan testeni diwar e benn ez eo fall e oberoù.
Vous autres, montez à la fête ; moi, je ne monte pas à cette fête parce que mon temps n’est pas encore accompli. » Jn 7, 8 : C’hwi eta, pignit d’ar gouel ; me avat ne bignan ket c’hoazh d’ar gouel-se, rak va amzer n’eo ket deuet c’hoazh da benn ».
Cela dit, il demeura en Galilée. Jn 7, 9 : Ha goude lavarout an traoù-se dezho, e chomas e Galilea.
Lorsque ses frères furent montés à Jérusalem pour la fête, il y monta lui aussi, non pas ostensiblement, mais en secret. Jn 7, 10 : Met pa voe pignet e vreudeur d’ar gouel, e pignas eñ ivez neuze, neket a-wel d’an holl, met evel e kuzh.
Les Juifs le cherchaient pendant la fête, en disant : « Où donc est-il ? » Jn 7, 11 : Ar Yuzevien eta a oa ouzh e glask e-pad ar gouel hag a lavare : « Pelec’h emañ hennezh ? »
On discutait beaucoup à son sujet dans la foule. Tandis que les uns disaient : « C’est un homme de bien », d’autres répliquaient : « Mais non, il égare la foule. » Jn 7, 12 : Ha kalz a dabut a oa diwar e benn e-mesk an dud. Darn a lavare : « Un den mat a zo anezhañ » ; ha darn all a lavare : « N’eo ket ! touellañ an dud ne ra ken ».
Toutefois, personne ne parlait ouvertement de lui, par crainte des Juifs. Jn 7, 13 : Den ebet koulskoude ne gomze fraezh diwar e benn, gant aon rak ar Yuzevien.
On était déjà au milieu de la semaine de la fête quand Jésus monta au Temple ; et là il enseignait. Jn 7, 14 : Kreiz ar gouel a oa dija pa bignas Jezuz d’an Templ ha ma krogas da gelenn.
Les Juifs s’étonnaient et disaient : « Comment est-il instruit sans avoir étudié ? » Jn 7, 15 : Souezhet bras e oa ar Yuzevien hag e lavarent : « Penaos e anavez hemañ ar Skriturioù, hep bezañ bet studiet biskoazh ? »
Jésus leur répondit : « Mon enseignement n’est pas de moi, mais de Celui qui m’a envoyé. Jn 7, 16 : Jezuz da respont ha da lavarout dezho : « Va c’helennadurezh n’eo ket va hini-me, met kelennadurezh an Hini en deus va c’haset.
Quelqu’un veut-il faire la volonté de Dieu, il saura si cet enseignement vient de Dieu, ou si je parle de ma propre initiative. Jn 7, 17 : Ma fell da unan bennak ober e youl, e anavezo pe eus Doue ez eo va c’helennadurezh, pe ac’hanon va-unan ez eo.
Si quelqu’un parle de sa propre initiative, il cherche sa gloire personnelle ; mais si quelqu’un cherche la gloire de celui qui l’a envoyé, celui-là est vrai et il n’y a pas d’imposture en lui. Jn 7, 18 : Neb a gomz eus e berzh e-unan a glask e c’hloar dezhañ e-unan ; met an hini a glask gloar an Hini en deus e gaset, hennezh a zo gwirion, ha n’eus ket a zislealded ennañ.
Moïse ne vous a-t-il pas donné la Loi ? Et aucun de vous ne met la Loi en pratique. Pourquoi cherchez-vous à me tuer ? » Jn 7, 19 : « Daoust ha n’eo ket Moizez en deus roet deoc’h al Lezenn ? Ha koulskoude hini ebet ac’hanoc’h ne vir al Lezenn. Perak e klaskit va lazhañ ? »
La foule répondit : « Tu as un démon. Qui donc cherche à te tuer ? » Jn 7, 20 : Respont a reas ar bobl : « Un diaoul ’zo ennout ; piv a glask da lazhañ ? »
Jésus leur répondit : « Pour une seule œuvre que j’ai faite, vous voilà tous dans l’étonnement. Jn 7, 21 : Jezuz a respontas en ur lavarout dezho : « Un oberenn hepken am eus graet, ha setu c’hwi holl estonet.
Moïse vous a donné la circoncision – en fait elle ne vient pas de Moïse, mais des patriarches –, et vous la pratiquez même le jour du sabbat. Jn 7, 22 : Koulskoude, Moizez en deus roet deoc’h an amdroc’h (daoust ma ne zeu ket digantañ, met digant an Tadoù) ha zoken deiz ar Sabad e amdroc’hit un den.
Eh bien ! Si, le jour du sabbat, un homme peut recevoir la circoncision afin que la loi de Moïse soit respectée, pourquoi vous emporter contre moi parce que j’ai guéri un homme tout entier le jour du sabbat ? Jn 7, 23 : Ma vez eta amdroc’het un den deiz ar Sabad, evit na vo ket torret Lezenn Voizez, perak e kemerit droug ouzhin en abeg din bezañ pareet un den en e bezh da zeiz ar Sabad ?
Ne jugez pas d’après l’apparence, mais jugez selon la justice. » Jn 7, 24 : Na varnit ket hervez an dremm, met barnit hervez ar reizhder ».
Quelques habitants de Jérusalem disaient alors : « N’est-ce pas celui qu’on cherche à tuer ? Jn 7, 25 : Nemet e lavare hiniennoù eus Jeruzalem : « Hag-eñ n’eo ket hemañ an hini emaint o klask evit e lazhañ ?
Le voilà qui parle ouvertement, et personne ne lui dit rien ! Nos chefs auraient-ils vraiment reconnu que c’est lui le Christ ? Jn 7, 26 : Ha setu eñ o prezeg a-wel d’an holl, ha ne lavaront netra dezhañ ? Daoust hag ar pennoù-bras o defe anavezet da vat ez eo hemañ ar C’hrist ?
Mais lui, nous savons d’où il est. Or, le Christ, quand il viendra, personne ne saura d’où il est. » Jn 7, 27 : Hemañ koulskoude a ouzomp eus a belec’h ez eo ; ar C’hrist avat, pa zeuio, den ne ouio eus a belec’h ez eo ».
Jésus, qui enseignait dans le Temple, s’écria : « Vous me connaissez ? Et vous savez d’où je suis ? Je ne suis pas venu de moi-même : mais il est véridique, Celui qui m’a envoyé, lui que vous ne connaissez pas. Jn 7, 28 : Jezuz neuze en em lakaas da grial tra m’edo en Templ o kelenn hag e lavaras : « Va anavezout a rit ha gouzout a rit eus a belec’h ez on ; ha koulskoude n’on ket deuet eus va ferzh va-unan ; nemet ez eo gwirion an Hini en deus va c’haset, eñ ha n’anavezit ket anezhañ.
Moi, je le connais parce que je viens d’auprès de lui, et c’est lui qui m’a envoyé. » Jn 7, 29 : Me avat e anavezout a ran dre ma teuan dioutañ ha dre m’en deus va c’haset.
On cherchait à l’arrêter, mais personne ne mit la main sur lui parce que son heure n’était pas encore venue. Jn 7, 30 : Klask a raent kregiñ ennañ, met nikun ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket deuet c’hoazh e eur.
Dans la foule beaucoup crurent en lui, et ils disaient : « Le Christ, quand il viendra, accomplira-t-il plus de signes que celui-ci n’en a fait ? » Jn 7, 31 : E-touez ar bobl avat, kalz a gredas ennañ hag e lavarent : « Ar C’hrist pa zeuio, daoust hag e raio muioc’h a sinoù eget na ra hemañ ? »
Les pharisiens entendirent la foule discuter ainsi à son propos. Alors les grands prêtres et les pharisiens envoyèrent des gardes pour l’arrêter. Jn 7, 32 : Klevout a reas ar Farizianed ar bobl o hiboudiñ an traoù-se diwar e benn ; ha neuze an Arc’hbeleien hag ar Farizianed a gasas gwarded da gregiñ ennañ.
Jésus déclara : « Pour un peu de temps encore, je suis avec vous ; puis je m’en vais auprès de Celui qui m’a envoyé. Jn 7, 33 : Lavarout a reas Jezuz : « Evit un nebeut amzer emaon c’hoazh ganeoc’h ; hag ez in davet an Hini en deus va c’haset.
Vous me chercherez, et vous ne me trouverez pas ; et là où je suis, vous ne pouvez pas venir. » Jn 7, 34 : Va c’hlask a reot, met va c’haout ne reot ket ; rak el lec’h m’emaon-me, c’hwi n’hellit ket dont ».
Les Juifs se dirent alors entre eux : « Où va-t-il bien partir pour que nous ne le trouvions pas ? Va-t-il partir chez les nôtres dispersés dans le monde grec, afin d’instruire les Grecs ? Jn 7, 35 : Neuze ar Yuzevien a lavaras an eil d’egile : « Da belec’h emañ o vont, na vimp ket evit e gavout ? Hag emañ o vont d’ar re a zo skignet e-touez an Hellened, hag ivez da gelenn an Hellened ?
Que signifie cette parole qu’il a dite : “Vous me chercherez, et vous ne me trouverez pas, et là où je suis, vous ne pouvez pas venir” ? » Jn 7, 36 : petra 'dalv ar gomz-se en deus lavaret : Va c’hlask a reot, met va c’haout ne reot ket, hag el lec’h m’emaon-me, c’hwi n’hellit ket dont ? »
Au jour solennel où se terminait la fête, Jésus, debout, s’écria : « Si quelqu’un a soif, qu’il vienne à moi, et qu’il boive, Jn 7, 37 : Hogen d’an deiz diwezhañ hag a oa deiz bras ar gouelvezh, en em zalc’he Jezuz en e sav hag e youc’he en ur lavarout : « Piv bennak en deus sec’hed, ra zeuio d’am c’haout, ha ra evo
celui qui croit en moi ! Comme dit l’Écriture : De son cœur couleront des fleuves d’eau vive. » Jn 7, 38 : an hini a gred ennon. Evel ma lavar ar Skritur : Stêrioù dour bev a ziruilho eus e askre ».
En disant cela, il parlait de l’Esprit Saint qu’allaient recevoir ceux qui croiraient en lui. En effet, il ne pouvait y avoir l’Esprit, puisque Jésus n’avait pas encore été glorifié. Jn 7, 39 : Lavarout a rae an dra-se diwar-benn ar Spered a zlee resev ar re o devoa kredet ennañ ; rak ne oa ket bet roet c’hoazh ar Spered, o vezañ ne oa ket bet c’hoazh roet da Jezuz e c’hloar.
Dans la foule, on avait entendu ses paroles, et les uns disaient : « C’est vraiment lui, le Prophète annoncé ! » Jn 7, 40 : E-touez ar bobl eta hiniennoù o vezañ klevet ar c’homzoù-se, a lavare : « Hemañ evit gwir eo ar Profed ».
D’autres disaient : « C’est lui le Christ ! » Mais d’autres encore demandaient : « Le Christ peut-il venir de Galilée ? Jn 7, 41 : Darn all a lavare : « Hemañ eo ar C’hrist ». Met reoù all a enebe : « Eus Galilea e teufe ar C’hrist ?
L’Écriture ne dit-elle pas que c’est de la descendance de David et de Bethléem, le village de David, que vient le Christ ? » Jn 7, 42 : Hag-eñ ne lavar ket ar Skritur ez eo eus lignez David hag eus Betlehem, ar gêriadenn m’edo David o chom, e teu ar C’hrist ? »
C’est ainsi que la foule se divisa à cause de lui. Jn 7, 43 : Disrann a oa eta e-touez ar bobl en abeg dezhañ.
Quelques-uns d’entre eux voulaient l’arrêter, mais personne ne mit la main sur lui. Jn 7, 44 : Hiniennoù a felle dezho kregiñ ennañ ; hogen, den ne lakaas e zorn warnañ.
Les gardes revinrent auprès des grands prêtres et des pharisiens, qui leur demandèrent : « Pourquoi ne l’avez-vous pas amené ? » Jn 7, 45 : Distreiñ a reas eta ar warded da gaout an Arc’hbeleien hag ar Farizianed, hag ar re-mañ a lavaras dezho : « Perak n’hoc’h eus ket e zegaset ganeoc’h ? »
Les gardes répondirent : « Jamais un homme n’a parlé de la sorte ! » Jn 7, 46 : Respont a reas ar warded : « Den ebet biskoazh n’en deus komzet evel ma komz an den-se ».
Les pharisiens leur répliquèrent : « Alors, vous aussi, vous vous êtes laissé égarer ? Jn 7, 47 : Hag ar Farizianed da respont dezho : « Daoust ha c’hwi ivez a zo bet sordet ?
Parmi les chefs du peuple et les pharisiens, y en a-t-il un seul qui ait cru en lui ? Jn 7, 48 : Hag-eñ ez eus unan eus ar pennoù-bras pe eus ar Farizianed en dije kredet ennañ ?
Quant à cette foule qui ne sait rien de la Loi, ce sont des maudits ! » Jn 7, 49 : Met ar bobl-tud-se ha n’anavezont ket al Lezenn, tud villiget int ! »
Nicodème, l’un d’entre eux, celui qui était allé précédemment trouver Jésus, leur dit : Jn 7, 50 : Respont a reas dezho Nikodem, an hini a oa deuet d’e gaout diagent, hag a oa unan anezho :
« Notre Loi permet-elle de juger un homme sans l’entendre d’abord pour savoir ce qu’il a fait ? » Jn 7, 51 : « Daoust hag ho Lezenn a varn un den hep bezañ da gentañ klevet digantañ ha gouezet petra en deus graet ? »
Ils lui répondirent : « Serais-tu, toi aussi, de Galilée ? Cherche bien, et tu verras que jamais aucun prophète ne surgit de Galilée ! » Jn 7, 52 : I avat da respont dezhañ ha da lavarout : « Ha te ivez a zo eus Galilea ? Sell a-dost hag e weli n’eo ket eus Galilea e tiwanfe ur profed ».
Puis ils s’en allèrent chacun chez soi. Jn 7, 53 : Ha distreiñ a reas pep hini d’ar gêr.
