Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 21 a viz Gwengolo 2025
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus ar profed Amos (Amo 8, 4-7)
Enep ar re "a bren an dud ezhommek gant arc'hant".
Selaouit kement-mañ, c'hwi hag a flastr an ezhommeg o klask diraskañ kuit tud izel ar vro :
Lavarout a rit :
« Pegoulz eta e vo tremenet al loar nevez, ma c'hellimp gwerzhañ greun,
hag ar sabad, ma tigorimp gwerzh ar gwinizh ?
Ober a raimp an efa bihanoc'h hag ar sikl ponneroc'h, falsañ a raimp ar balañsoù evit tromplañ.
Prenañ a raimp an dud dic'halloud gant hon arc'hant
hag an den ezhommek evit ur re sandalennoù.
Gwerzhañ a raimp ar restachoù gwinizh. »
En touet en deus an Aotrou dre lorc'hentez Yakob :
Nann, morse n’ankounac’hain hini ebet eus o oberoù !
🎶 Salm
Salm 112 Salm 113 (112), 1-2, 5-6, 7-8
D : Meulit an Aotrou, a adsav ar paour. Pe : Allelouia
Meulit, servijerien an Aotrou,
meulit anv an Aotrou !
Ra vo benniget anv an Aotrou,
a-vremañ da holl viken !
A-us d'an holl bobloù emañ an Aotrou,
a-us d'an Neñvoù e c'hloar.
hag e stou evit treiñ e selloù
etrezek an neñv hag an douar.
Adsevel a ra eus ar boultrenn an ezhommeg,
diwar an teil e tenn ar reuzeudig,
evit e lakaat da dronañ gant ar briñsed,
gant pennoù bras ha priñsed e bobl.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol Paol da Dimoteoz (1Tz Tm 2, 1-8)
Ra vo graet pedennoù da Zoue evit an holl dud, fellout a ra dezhañ e vefe salvet an holl dud.
Breur dreist-karet, a-raok pep tra e c'houlennan diganit ma vo graet goulennoù,
orezonoù, grasoù, pedennoù-trugarekaat evit an holl dud,
evit ar rouaned hag ar re holl o deus kargoù uhel,
evit ma c'hellimp ren er peoc'h ur vuhez sioul, e doujañs-Doue hag onestiz.
Mat eo an dra-se ha plijus da Zoue, hon Aotrou,
a venn ma vo salvet an holl dud ha ma teuint da anavezout ar wirionez.
Rak n’eus nemet un Doue hepken,
hag ivez un Hanterour hepken etre Doue hag an dud,
ar C'hrist Jezuz, den e-unan,
a zo en em roet evel daspren evit an holl.
Sed an testeni a zo bet roet en e amzer,
hag ez on bet lakaet ivez evitañ da embanner ha da abostol
- ar wirionez a lavaran ha n’eo ket gevier -
lakaet on bet da zoktor ar Baganed, er feiz hag er wirionez.
Fellout a ra din eta gwelout e pep lec'h ar baotred
o pediñ savet ganto d’an nec'h, daouarn glan, hep kounnar na tabut.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 16, 1-13)
N'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
« Un den pinvidik a oa en devoa ur merour ;
hag hemañ a voe tamallet dirazañ da vezañ o foranañ e vadoù.
E c’hervel a reas da lavarout dezhañ :
'' Petra eo se a glevan diwar da benn?
Rent kont eus da vererezh, rak hiviziken n’helli mui bezañ va merour. ''
Ma lavaras ar merour outañ e-unan :
'' Petra 'rin, peogwir e lam va mestr va c'harg a verour diganin ? Palat douar ?
N’em eus ket nerzh a-walc'h.
Goulenn an aluzon ? Mezh am befe.
Gout a ouzon petra 'm eus d’ober, evit ma vo tud ouzh va degemer en o ziez, pa vin bet lakaet er-maez eus va c'harg. ''
Hag o vezañ galvet, hini hag hini holl dleourien e aotrou,
e lavaras d’ar c'hentañ : '' Pegement a zleez d’am mestr? ''
Hemañ da respont : '' Kant barilhad eoul ! ''
- Kemer da baper, eme ar merour dezhañ, azez buan ha skriv hanter-kant.
Neuze e lavaras d’un all : ''Ha te, pegement a zleez? ''
- '' Kant muzuliad gwinizh '', emezañ -
Kemer da baper, eme ar merour dezhañ, ha skriv pevar-ugent.
Hag ar mestr a veulas ar merour disleal-se,
dre ma oa en em renet gant poell.
Rak poellekoc'h eo bugale ar bed-mañ en o darempredoù
gant ar re all eget bugale ar sklêrijenn.
Me lavar deoc'h, grit mignoned deoc'h
gant an arc'hant a zizonestiz,
evit ma c'hellot, pa zeuio da vankout,
bezañ degemeret ganto en teltennoù peurbadus.
An hini a vez feal en traoù disterañ
a vez feal ivez en traoù brasañ ;
hag an hini dizonest en traoù disterañ
a vez dizonest ivez en traoù brasañ.
Mar n’oc'h ket bet feal gant an arc'hant a zizonestiz,
piv a fizio ennoc'h ar gwir binvidigezh ?
Ha mar n’oc'h ket bet feal gant madoù na oant ket deoc'h,
piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h-c'hwi ?
Servijer ebet ne c'hell servijañ daou vestr :
pe en devo kasoni ouzh unan ha karantez ouzh egile,
pe ec'h en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile.
N’hellit ket servijañ Doue hag an Arc'hant. »
pe al lennadenn verr :
Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 16, 10-13)
N'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
« An hini a vez feal en traoù disterañ
a vez feal ivez en traoù brasañ ;
hag an hini dizonest en traoù disterañ
a vez dizonest ivez en traoù brasañ.
Mar n’oc'h ket bet feal gant an arc'hant a zizonestiz,
piv a fizio ennoc'h ar gwir binvidigezh ?
Ha mar n’oc'h ket bet feal gant madoù na oant ket deoc'h,
piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h-c'hwi ?
Servijer ebet ne c'hell servijañ daou vestr :
pe en devo kasoni ouzh unan ha karantez ouzh egile,
pe ec'h en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile.
N’hellit ket servijañ Doue hag an Arc'hant. »
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 21 a viz Gwengolo 2025Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
